St. Florence
Neuz
St. Florence zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Un anv saoznek eo St. Florence ha n’eus stumm kembraek ebet d’an anv-lec’h-se. Emañ er c’hornôg da gêr Dinbych-y-Pysgod. Gouestlet eo an iliz, savet er Grennamzer, da santez Florence.
Er gumuniezh emañ ivez kêriadenn Gumfreston.
E 2011 e oa 756 a dud o chom e kumuniezh St. Florence ha 77 anezho a oa kembraegerien (10,6%)[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..