[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Cas-mael

Eus Wikipedia
Cas-mael, an davarn

Cas-mael, skrivet ivez Cas' Mael a-wechoù (Puncheston e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Sir Benfro. Emañ er gevred da gêr Abergwaun. Ar barzh Waldo Williams a voe mestr-skol er gêriadenn e-pad ur pennad hag enni e skrivas e varzhoneg Ar Weun Cas' Mael.

Ouzhpenn kêriadenn Cas-mael ez eus kêriadennoù all er gumuniezh : Casnewydd-bach, Castellhenri, Cas-fuwch. E 2011 e oa 568 a dud o chom e kumuniezh Cas-mael ha 287 anezho a oa kembraegerien (52,2%)[2].

  1. Enwau Lleoedd, Canolfan Bedwyr
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru Swyddfa Ystadegau Gwladol, 2012