[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Breudeth

Eus Wikipedia
Iliz Sant Dewi, e Breudeth

Breudeth (Brawdy e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre e kornôg Sir Benfro.

Emañ war an aod, e hanternoz Bae Sain Ffraid, e-kichen Solfach. Gouestlet eo an iliz da sant Dewi, hag eus an XIIvet kantved eo. Enni ez eus mein kozh gant engravadurioù eus ar VIvet kantved warno.

Er gumuniezh ez eus ur c'hamp eus ar Royal Air Force ha meur a gêriadenn.

E 2011 e oa annezet Breudeth gant 1 012 a dud ha 189 anezho a oa kembraegerien (19,1%)[2]. Diskennet kalz eo an dregantad-se e-pad an XXvet kantved, pa oa 88% e 1891, 72% e 1931 ha 36% e 1971.