[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Caeriw

Eus Wikipedia
Kroaz Maredudd ab Edwin, e Caeriw.

Caeriw (saoznekaet e Carew) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Emañ 7 km er reter da gêr Penfro, e cantref kozh Penfro.

Poblet e oa gant 1 532 a dud e 2011.

Savadurioù ha monumantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kreskiñ a reas ar gêriadenn e-kichen ur c’hastell norman ha ne chom nemet dismantroù anezhañ.

Ur groaz keltiek 4 metr a uhelder, “Croes Caeriw”, zo er gêriadenn, eus an XIvet kantved, e koun ar priñs Maredudd ab Edwin, unan eus priñsed Deheubarth (marvet e 1035).

Ur vilin-vor zo e Caeriw, an hini diwezhañ a c’haller gwelet e Kembre.

Milin-vor Caeriw.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]