Clydau
Neuz
Clydau (skrivet ivez Clydai) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Kembre, e hanternoz Sir Benfro. Emañ etre Castell Newydd Emlyn hag Aberteifi. Eus an XIXvet kantved eo an iliz, iliz Sant Clydai, met kalz koshoc'h eo an tour-iliz, eus an XIIIvet kantved. En iliz ez eus mein ha warno enskrivadurioù eus ar Vvet ha VIvet kantved, skrivet e latin hag en ogham.
Ouzhpenn Clydau he-unan ez eus kêriadennoù all er gumuniezh, evel Tegryn, Star ha Bwlchygroes.
E 2011 e oa 715 a dud o chom e kumuniezh Clydau ha 352 anezho a oa kembraegerien (50,4%)[1].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Josiah Thomas Jones (1799-1873), pastor ha skrivagner.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..