Kelc'hspeurenn
Neuz
Ar gelc'hspeurenn, pe lienenn-gig, zo ur gigenn a ra an disparti etre kavenn ar brusk ha kavenn ar c'hof er bronneged. Ur gelc'hspeurenn pe ur framm damheñvel zo ivez en divelfenneged hag er stlejviled. Ul lodenn bouezus eus benvegad analañ an den eo ar gelc'hspeurenn.
Arc'hweladur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa analer e stegn ar gelc'hspeurenn ha dre-se e vrasa kavenn ar brusk. Desachet e vez evel-se an aer er skevent.