riklañ
Neuz
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn rikl hag al lostger -añ.
Verb
riklañ /ˈriklã/ verb gwan (anv-gwan-verb : riklet) (displegadur)
- Dilec'hiañ hep tamm stroñs ouzh/war ur c'horreenn flour hep rimiañ anezhi na kaout krog enni:
- Ne ouzon ket pe em boa graet trouz o riklañ er ganol pe n’em boa ket. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 26.)
- Mez an anduill a vez stag, ha me ne rean nemed rikla a damm-a-damm, rak ginou ar siminal a zo ledannoc'h eged he vek. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 138.)
- Ha Tonton Vernon a deuas er gambr o riklañ war an douar. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 53.)
- (Ent strizh) Dilec'hiañ war ur c'horreenn skornet
- Mont/Redek en ur c'haran, en un toull kempennet diouzh-se (diwar-benn pezhioù heloc'h ar gwikefreoù)
- (Dre astenn-ster) Na gavout krog ha kouezhañ ( diwar-benn an dud hag al loened)
- An itron Lapach neuze a ziskouezas dezho penaos gaoliata o skubellenn hep riklañ diwarni. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 153.)
riklañ verb kreñv eeun
- Lakaat ur pezh dilhad da ziskenn d'an traoñ
- (dre skeudenn-lavar), (Pemdez) Reiñ
- (dre skeudenn-lavar), (Pemdez) Diskuliañ, lavaret
- (dre skeudenn-lavar), (Pemdez) Diforc'hiñ
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- riklañ e vragoù : dilezel e beadra evit reiñ anezhañ en hêrezh
- riklañ ur ger diwar deod unan bennak : distagañ ur ger hep mennout ober