[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

anv-gwan-verb

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Ger kevrennek savet diwaran daou anv-kadarn anv-gwan ha verb.

Anv-kadarn

anv-gwan-verb /ãnwɡwãnˈvɛrp/ gourel (liester : anvioù-gwan-verb)

  1. Ur furm eus ar verb eo an anv-gwan-verb (pevar stumm er pemp verb direizh: aet, graet, bet, gouvezet)
  2. implijet eo evel anv-gwan (digemm peurvuiañ)
    an amzer tremenet (pe an amzer dremenet)
    an dud karet; O Pleùignér, o mem bro karet — (kanaouenn gant Job ar Bayon.)
  3. implijet d'ober an amzerioù kevrennek
    gant ar skorverb bezañ
    • Dec'h e oan bet e Sant Malo, hiriv on chomet er gêr.
    gant ar skorverb en devout
    • Labouret em eus kalz.
  4. lec'h an anv-gwan-verb:
    stag ouzh ar skorverb
    distag diouzh ar skorverb
    • Perak en deus Hor Salver Jezuz Krist roet deomp ar sakramanchoù? — (Katekiz ar Vugale Vihan, 1911, p. 28.)
    • Perak en deus Doue gortozet keit-all a-raok digas e Vab? — (Buhez ar Sent, 1912, p. 876.)

Gerioù heñvelster

Troidigezhioù