pedenn
Brezhoneg
Anv-kadarn
pedenn /ˈpeːdɛn/ benel (furm vihanaat : pedennig, liester : pedennoù)
- Komzoù distaget pa vezer o pediñ Doue, un doue, ur sant, hag all
- Edo o plegañ ur glin evit ar bedenn, pa welas e oa penndaoulinet Lan Ofret en e gichen. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 91.)
- Kreñvoc'h e save mouezh ar bugel bremañ ha dre e bedenn e lavare da Zoue : [...]. — (Jakez Konan, NOZ AR PELLGENT, Al Liamm niv. 65, Du-Kerzu 1957, p. 14.)
- Lavarout a rafent ar bedenn noz gant tud an ti evel en o bev. — (Erwan Berthou, En bro Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 9.)