hag
Gwelet ivez : ha |
Brezhoneg
Stagell genurzhiañ
hag
- stumm ar stagell-genurzhiañ ha dirak ur vogalenn
- [...], ne weled a-gleiz hag a-zehou nemet ar pennou o tistaga, [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 32.)
- amañ hag ahont
- etre dec'h hag arc'hoazh
- hag all
- bara hag amann
- an eil hag egile
- e troiennoù adverbel
- dirak un islavarenn-stag hag a grog gant ar verb kaout (a-hend-all e vez graet gant hag a )
- Ur wezh e oa ur roue en Frañs hag en devoa tri mab. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 15.)
- Ur wezh e oa ur baraer hag en devoa teir merc'h. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 203.)
- Ur wezh e oa daou bried ... hag o devoa laket ober ur vadeziant warn-ugent. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 245.)
- Ur wezh e oa un intañvez kozh ha paour hag he devoa tri mab. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 11.)
- Un deiz ... e welas ur plac'h hag he devoa bet eizh a vugale ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 163.)
- E Breizh-Izel e oa ur roue hag en devoa dek mab... — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 198.)
- en un islavarenn-stag hag a grog gant hag a
- e troiennoù dirak ar raganv rener
- en droienn hag all
Rannig
- Rannig goulennata implijet e deroù ur frazenn c'houlennata, hag a-wechoù en droienn daoust hag:
- Hag anaout a rafes al laeron? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 291.)
- Rannig goulennata implijet e deroù un islavarenn (war-lerc'h ar verboù goulenn, gouzout, gwelout, sellout).
- Hervez lezennoù ar vro, ar roue kozh, pa ne veze ket a baotred, a veze ret dezhañ ober tri goulenn ouzh e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc’h a furnez, a nerzh-kalon, a spered, a ijin a c’helle kaout an den yaouank [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 10.)
Saozneg
hag