[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Erwan Berthou

Eus Wikipedia
Erwan Berthou
Erwan Berthou
Erwan Berthou
Anv ofisiel Yves Marie Berthou
Anv pluenn Alc'houeder Treger, Erwanig, Kaledvoulc’h
Obererezh Barzh, arnodskridour, troour
Ganedigezh d'ar 4 a viz Gwengolo 1861
Pleuvihan, Banniel Treger Treger
Marv d'an 29 a viz Genver 1933
Pleuvihan, Banniel Treger Treger
Yezh skrivañ brezhoneg ha galleg
Luskad lennegel Emsav kentañ
Oberennoù pennañ
Dre an Delen hag ar C’horn-boud, Dindan dero an Drouized
Traoù ouzhpenn
Drouiz Meur Breizh (1904-1933)

Erwan Berthou pe Erwan Vertou (Yves Marie Berthou er marilhoù), ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1861 e kêriadenn Poull Poud, Pleuvihan, e Treger (Breizh) hag aet da anaon d'ar 27 a viz Genver 1933, e Pleuvihan ivez, a voe ijinour war ar minterezh, eil Drouiz Meur Breizh, barzh brezhonek ha gallek ha troour. Degemeret evel barzh gant Gorsedd Kembre en doe kemeret Alc’houeder Treger da anv-barzh ha deuet da vezañ drouiz e Goursez Vreizh en doe kemeret Kaledvoulc’h da anv-drouiz[1]. Meur a anv-pluenn zo bet implijet gantañ : Eskalibor, Erwanig, Klaskevara ha reoù all c'hoazh.

E-touez ar re gentañ o deus kemeret perzh en Emsav kentañ eo-eñ. Unan eus diazezerien an nevezdrouizelezh e Breizh hag e Bro-C'hall e voe ivez.

Mab e voe da Erwan Berthou ha da Élisabeth Bidamant o doa un atant e kêriadenn Lan Canaf, adskrivet Nant Canaff gant ar skrivagner (Nant Kannañ[2]), ma oe ganet eno. Mont a reas a gloerdi bihan Landreger, da skolaj Lannuon ha da lise Nivet e Naoned. War an treloc'herezh (mécanique) e voe stummet hag en em engouestlas er Morlu gall e veajas kalz (Sina, Afrika, Antilhez). Teurel a reas e vrall, e 1891, en Havr-Nevez hag ez da Rochefort-war-Vor [3] ha d'an Havr-Nevez en-dro (1896-1898) ma labouras war an tresañ greantel evit fardañ kaoterioù-lestr di. Dimeziñ a reas gant Élisabeth Mézeray[4], ur C'hallez eus Honfleur[5], d'an 12 a viz Mezheven 1892.

E 1898 e teuas en-dro da atant e dud evit klask bevañ diwar al labour-douar. Entanet e oa gant Breizh, abaoe ma oa bet lisead e kemeras perzh e-barzh embregennoù Taldir hag ez eas da Eisteddfod Kêrdiz e Bro-Gembre, er bloaz-se. Degemeret e voe evel bardd (barzh) Enez Vreizh gant an anv-barzh Alc'houeder Treger. D'ar 1 a viz Gwengolo 1900 e roas e skoazell evit sevel [[Goursez Breizh|Gorsed Barzed Gourenez Breiz Vihan]] e Gwengamp. Gant Taldir hag Alfred Lajat e lañsas Ti-Kaniri Breiz hag e kane gantañ.

Pa ne c'helle ket gounid e vuhez gant al labour-douar e voe rediet mont da Bariz evit labourat evel ijinour er stalioù Niclausse e 1900, e-lec'h ma veze fardet kaoterioù bras-tre. E 1904, pa roas e dilez an Drouiz Meur Yann ar Fusteg, Erwan Vertoù a voe dilennet gant ar Goursez evit kemer e blas. Kemer a reas an anv-drouiz, Kaledvoulc'h, anv brezhonekaet kleze Arzhur (Excalibur). Drouiz Meur e chomas betek e varv, met, pa voe gwanaet e yec'hed war-dro 1925 e tivizas ar Goursez e vo Taldir e gannad hag e erlec'hiad da zont (drouiz meur eiler).

E Meurzh 1910 e chomas, asamblez gant Paol an Diverrez, hag eñ an drouiz Tan Gwall, tro-dro d'ar gwele ma voe gourvezet Yann ar Fusteg klañv warnañ. Deskrivas a reas an eurioù diwezhañ gant forzh estlammoù awenet gant an drouizelezh hag ar fealded d'e vestr speredel : "Nann, spered Lemenik ne strishaas ket ur vunudenn betek ar vunudenn diwezhañ hag a vezo ganimp da virviken!"[6].

Dont a reas en e gêriadenn e 1917 evit gwerzhañ an atant ha chom en un ti bihan gant e wreg. Gant al leve hed-buhez diwar ar gwerzh e soñje tennañ o feadra da vevañ. Pa 'z eas al lur gall war ziskar e kollas e danvez hag e voe skoet e wreg gant ar c'hlañved follentez war an holl. Skoazellet e voe gant e vignoned bloavezioù-pad hag ul labour gopret a voe kavet ganto, mirour mirdi ar Ragistor nevez krouet e Penmarc'h. Ne voe ket tu dezhañ e seveniñ, rak e voe skoet gant ar seizi ken e chomas en e di hep bezañ sikouret gant e wreg diskiant hag ne voe diskoachet e marv a-raok tri devezh.

Oberezhioù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1898 e roas e anv evit sevel Kevredigez Broadel Breiz (KBB) a voe an aozadur politikel kentañ a lakae Breizh da vezañ ur danvez politikel, met e kuitaas anezhi e 1905.

E 1911, pa savas Strollad Broadel Breizh e vanifestadeg e-keñver lid staliadur "delwenn ar vezh"[7] e Roazhon e oa deuet ar Varzhed hag o Drouiz Meur ne voe aotreet da lavarout tra dezho. En e levr tabut, "Les Vessies pour des lanternes", e tisklêrias Erwan Vertou ar pezh en doa intentet da embann : "Deuet e voe e Barzhed Vreizh da gemer perzh e lidoù Roazhon evit embann o lealded e keñver Bro-C'hall… Holl ar Varzhed a gav dipitus ma n'eo ket bet douget d'ar wirionez istorel gant an arzour, pa ne voe biskoazh ha ne vo ket biken ur seurt emstumm gant Breizh… "Skolaj ar Varzed" (an anv all roet d'ar C'hoursez) ne felle ket seblantout bezañ disfiz ouzh ar galloudoù ha ne c'helle ket tostaat ouzh ar vroadelouriezh hag an dizalc'hiezh.

E 1912 e yeas gant Taldir hag darn vuiañ ar Varzhed evit grouiñ Unvaniez Arvor, un disrann da KBB.

E penn kentañ drouizelezh Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezel eus ar skipailh bodet gant Taldir evit reiñ lañs d'an drouizelezh e Breizh. Sachet e voe bet evezh ar varzhed gant ar barzhonegoù brezhoneg ampart en doe lakaet da embann. Diouzhtu e voe anvet da zrouiz, Alc'houeder Treger e anv-drouiz. Pa voe o chom e Pariz e c'hellas kaout darempredoù stank gant an Drouiz Meur, Yann ar Fusteg, un den gouizieg ha dedennet-tre gant mennozhioù nevez-drouizel ken e klaske roudoù relijion ar Gelted gozh. Diouzh-se e teuas da vezañ e ziskibl nesañ hag e warlerc'hiad. Klask a reas an daou drouiz nevez mammennoù kozh evit staliañ mat ar preder keltiek reizh a c'hellent kavout tramor p'en doe ar Gembreiz adkavout testennoù kozh, evel an Triadoù, bommoù ar Grennamzer adaozet gant Iolo Morgannwg. Troet ganto e voe embannet e 1906.

Un den a studi hag ur skrivagner puilh e voe Erwan Berthou ha fent a oa ganto ivez. Skrivas a reas meur a bennad e brezhoneg hag e galleg. Adal 1898 da 1904 e skrive ingal e-barzh La Résistance, ur gelaouenn sizhuniek embannet e Montroulez a oa an an drouiz Alfred Lajat perc'henn ha rener anezhañ. Bep sizhun e skrive ur pennad brezhonek anvet Trouz ar Zunvez. Pa 'z eas Alfred Lajat da Garaez evit reiñ harp da Taldir evit sevel kelaouennoù nevez (Ar Vro hag Ar Bobl) a savas pennadoù, darn politikel, darn lennegel. Pennadoù evit Kevre Breizh hag An Oaled renet gant Taldir e 19280 a savas ivez. Dont a reas e geriadur klotennoù er-maez e 1938 e-barzh An Oaled.

Spered fall ar C'Hallaoued en euz c'houezed dre holl ar gasoni, ar brezel hag ar vuhez fall. Hag, evel a lavaren eun tammik huelloc'h, red eo ive d'ar Gall milliget lakaat e spered da redek en Breiz evit ma gollo ar Vretoned o peuc'h-spered hag o flijadur.

La Résistance, 10/10/1903, p. 1d

Ni fell d'imp kaout al librentez ar vrasa, lezel peb hini libr da ober seurt a gar, gant na rei ket a drouk d'e nesan ; tud ar C'Hreizteiz fell d'ezhe lakaat an holl dindan-e, lakaat an holl da sonjal ha da lavarout evelte ; da laret eo, lakaat an holl dindan o zreid. Mar eo diod awalc'h ar Galloued d'o c'hredi, waz evithe. Ni, Bretoned, ni ar Geltied, tud didrec'huz, ni na lezfomp ket ken lakaat hualou endro d'hon zreid.

La Résistance, 24/10/1903, p. 1d

Na zo nemet sellet petra zo c'hoarvezet lec'h zo leun a C'Hallaoued... Na zo ket falloc'h eget eur Breizad troet war hent an drouk. Piou en euz-han distroet diwar an hent mad ? Ar C'Halloued. Hogen ar C'Halloued n'ouzont ket ar iez brezonek, neuze 'ta eo ar iez gallek eo an hini n euz hadet an drouk en hon bro, pehini oa ken fur bete neuze. Gwasa enebourien hon euz eta, eo ar Gallek hag ar C'Halloued.

La Résistance, 23/07/1904, p. 1c

  • Cœur breton, Godfroy, 1892. Barzhonegoù.
  • La Lande fleurie, Pariz, Lemerre, 1894. Barzhoneg
  • Les Fontaines miraculeuses, Pariz, Lemerre, 1896. Barzhonegoù.
  • Âmes simples, Pariz, Lemerre, 1896. Barzhoneg dramaek.
  • Dihun Breiz, Pariz, Le Dault, 1901, 16 p[8]., Moulerez Sant Gwilherm.
  • Dre an Delen hag ar C’horn-boud, Pariz, Le Dault, 1904, 214 P[9]., René Prud'homme, Moriz an Dault.
  • Istor Breiz hag ar Gelted (gant Abalor ha Pol Diverres), Pariz, Le Dault, 1910, 128 p.
  • Kevrin Barzed Breiz pe Reizadur ar Werzoniez Vrezonek, 1913.
  • Les Vessies pour des lanternes. Dans les coulisses du régionalisme breton, Pariz, E. Figuière, 1913. 248 p. Difenn ar Goursez. Flemmskrid.
  • Avalou-Stoub, Gwengamp, Toullec et Geoffroy, 1914, 18 p. Barzhonegoù.
  • Lemenik skouer ar Varzed, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914, 184 f. Adembannet ha lakaet e peurunvan dindan titl Lemenik skouer ar Varzhed, Mouladurioù Hor Yezh, 2001, 126 p. ISBN2-86863-131-2. Buhezskrid Yann ar Fusteg.
  • Irvin ha lore, Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1914. Barzhonegoù.
  • En bro Dreger a-dreuz parkoù. In : An Oaled-Le Foyer breton, 1927. Adembannet ha lakaet e peurunvan gant Mouladurioù Hor Yezh, 1985. Emvuhezskrid.
  • Daouzek abostol, 1928.
  • Kaledvoulc'h, Dindan dero an Drouized, Pariz, Heugel, 1931, 143 f. Arnodskrid.
  • Noz Nedeleg, Pariz, Heugel, 1932.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Triades des Bardes de l'Île de Bretage = Triadennou Barzed Enez-Vreiz troet diwar ar c'hembraeg e galleg hag e brezoneg, Pariz, Publications de l'Occident, 1906. Adembannet gant Embannadurioù Beltan, dindan titl Trioedd Barddas Ynys Prydain Iolo Morgannwg = An Triadoù = Triads of Bardism = Les Triades, Drouized Vreizh, 2, 1987, 52 p. Lennegezh kembraek kozh.
  • Jacques-Henri Bernardin de Saint-Pierre, Hostaliri Suratt (troidigezh e brezhoneg eus L'hôtel de Sirate), Gwengamp, Toullec et Geffroy, 1916, 18 p[10]. (diwar Le Café de Surate, 1790), Toullec ha Geffroy, Gwengamp, 1916.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1992.
  • Thierry Châtel, Vie et œuvre d'Yves Berthou, Ingénieur, poète et... grand-druide (1861-1933), Brest, Éditions du Liogan, 1997. Tezenn verraet.
  • Francis Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 1900-1918, L. 1, Skol Vreizh, : 2001. p. p. 37;46-62.
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du Mouvement breton : XXvet-XXIvet kantved, Fouenant, Yoran Embanner, 2013. Pennad : Bertou, Erwan
  • Georges Cadiou, Emsav : Dictionnaire critique, historique et biographique, Coop Breizh, 2013. Pennad : Berthou, Yves Marie.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez reolennoù Goursez Vreizh, titl drouiz a veze un derez uheloc'h da vezañ roet d'ar Varzhed (ar skrivagnerien) hag an Oviz (ar reoù all).
  2. Canaff a zo ar furm gozh eus kannañ, hervez Albert Deshayes, Dictionnaire des noms de lieux bretons… p. 264.
  3. Distaget gantañ evel-se, e-barzh Lemenik, skouer ar Varzhed.
  4. Mézeray war Geopatronyme
  5. Elisa Anatalie Amandine MESERAY war Geneanet
  6. Skrivet gantañ e-barzh Lemenik skouer ar Varzhed, chabistr diwezhañ.
  7. Delwenn Anna Vreizh o plegañ he daoulin dirak ar roue gall dirak ti-kêr Roazhon.
  8. Dihun Breiz
  9. Dre an Delen hag ar C’horn-boud
  10. Hostaliri Suratt