[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pariz

Eus Wikipedia
Pariz
Pariz
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Paris
Bro Enez-Frañs
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Enez-Frañs (prefeti)
Departamant Pariz (prefeti)
Arondisamant Pariz (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h 20 kanton
(an 20 arondisamant)
Kod kumun 75056
Kod post eus 75001 da 75020 ha 75116
Maer
Amzer gefridi
Anne Hidalgo (PS)
2014-2026
Lec'hienn web paris.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 145 906 ann. (2020)[1]
Stankter 20 360 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°51′24″N 2°21′7″E
Uhelderioù bihanañ 28 m — brasañ 131 m
Gorread 105,40 km²

Kêr-benn Bro-C'hall eo Pariz (Paris e galleg, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'h rannvro Enez-Frañs ivez. 2,187 milion a dud a zo o chom e kêr Pariz d'ar 1 a viz Genver 2020. Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.

Savet eo bet war unan eus kammdroennoù ar Saena (daoust ma tlefer envel anezhi an Yonne hervez an hidrologourien[2]). Santez Jenovefa eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet da Attila, roue an Huned, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn. Ger-ardamez Pariz, Fluctuat, nec mergitur (O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet gant un arouez kozh-tre, hini ar vag, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr er Grennamzer. Ur roll dibar en deus c'hoariet e istor Bro-C'hall abaoe ar Grennamzer ha betek hiziv.

Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he monumantoù bras ha bihan, niverus an holl anezho, evel an Tour Eiffel hag ar Bolz-enor, ha d'he buhez sevenadurel ivez(Daveoù a vank). Un istor kozh a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar pellgehenterezh a-dreuz Europa(Daveoù a vank). Ul lec'h brudet evit ar c'hiz hag ar pompad eo ouzhpenn. Bodañ a ra war an dro ar galloud politikel, armerzhel, sevenadurel ha barnerezhel e Frañs.

Hervez an EBSSA e oa 2 145 906 a dud o chom e kêr Pariz e 2020. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (en XXvet kantved dreist-holl) eo bet termenet tolead kêr Pariz, 12 089 000 a annezidi e 2008 ennañ.

Ardamez Pariz
Ardamez Pariz

Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lutecia (J. Kezar)
  • Oppidum Parisianorum (Bell. Gall. VI, 3 4)
  • Loukotokia (Strabon, Geographia, IV, 3, 5)
  • Lutecia, pe Luticia Parisianorum (It. Ant.)
  • Civ(itas) Par(isiorum) ː (CIL, XIII, 8974)
  • Parisii (Amm. Marcell. Not. Gall; Not. Dign; Codex Theodosius)
  • Parisius (Vt Kantved; Not. Dign, Occ. XLII, 23)
  • Parisius (Gregor a Dours)

Anvet eo bet Pariz diwar anv meuriad galian, ar Parisii. Un nebeud martezeadennoù a zo bet kinniget evit displegañ an anv :

  • Ar wrizienn c'halianek "kwar" a dalvezfe evit mengleuz, rak meur a hini a zo bet kleuziet er rannvro. (daveoù, mar plij)
  • An doueez egiptat Isis, rak e talvezfe "per Isis" kloz pe templ Isis e egipteg. (daveoù, mar plij)
  • Par a c'hellfe bezañ ur ger galianek evit lestr hag ul lestr eo ardamez Pariz. (daveoù, mar plij)
  • Par a c'hellfe ivez bezañ ur ger galianek pario evit kaoter, chaodouron. per en brezhoneg a-vremañ. (daveoù, mar plij)
  • Hervez ur vojenn anavezet mat e Breizh e vije liammet Pariz gant Kêr-Is ha Pariz ur ger par da hini Is. (daveoù, mar plij)

An ostilhoù koshañ evit kleuziañ bet kavet war ribl ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy ez eus bet kavet roudoù ur gêriadenn, savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-wel pirogennoù, priajoù, gwaregoù gant o biroù, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen

Feunteun Wallace

N'eus kazi keloù ebet eus ar prantad etre ar ragistor ha mare ar galianed-romaned. M'eo bet graet ul liamm etre ar Parisii, ur meuriad galian, hag ar gêr a vo anvet Pariz, ne anavezer ket pelec'h ha pegoulz o deus savet ar "Parisii" o c'hêr-benn. Gwelet eo bet "Lutetia", ar gêr seizet gant Labienus, letanant Kezar e - 52 (troet e vez "Lutetia" da "Lutèce "e galleg). N'eus roud ebet eus ar gêr galian-se. Klasket e 'z eus bet e inizi ar Sen, enez ar Geoded, enez Saint-Loeiz pe war un enezenn a zo bet e genou ar stêr Bièvres. Nevez'zo eo bet kinniget ma vije bet ar gêriadenn e plas hini kavet e Nanterre tost d'ar Menez-Valerian. Ne oa ket Lutetia kêr-benn Galia, met Lugdunum (Lyon) eo bet hini ar C'halianed.

Ne oa ket kustum d'ar Romaned sevel o geodedoù e plas ar gêrioù galian ha setu perak ez eus bet ur gêr roman savet er c'hantved kentañ war ar riblenn gleiz war dinaou ar Menez Sant-Jenovefa. Ar c'hibelldioù a zo bet kavet war ar boulouard Sant-Jermen, an arena e-kichen ar straed Monge, ar c'hoariva e-kichen Skol ar vezegiezh hag ar vered e plas abati Port-Royal kozh. An ahel Norzh-Su (ar "cardo"") a oa ar straed Sant-Jakez troch'et gant an ahel Kornôg-Reter war-dro an niverennoù 172-174. Ar forom a oa e Norzh ar c'hroazhent betek ar straed Cujas. Kavet eo bet ur villa hag pevar di etre ar straed Sant-Jakez hag ar straed Gay-Lussac e 2006.

Ardamez Pariz

Anv ez eus eus Pariz e fin ar IVe kantved hag e 508 e teu Hlodvig, roue ar Franked da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4e kantved (war ar riblenn zehoù a-dreñv d'an Ti-kêr a-vremañ). En IXvet kantved ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-Auxerre. Koulskoude e tismanstras an Normaned an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa savas ar Gapeted war an tron e 987 e oant perc'henn war div gêr a-bouez, Pariz hag Orleañs. O zad-ioù, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.

War ar riblenn zehoù e kaver kêriadennoù bihan savet en XIvet kantved : Sant-Marzhin-ar Maezioù, Sant-Jermen-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reas Loeiz VI, roue Bro-C'hall (e 1108) evel sez pennañ e veli ha chom a reas eno muioc'h Fulup II (11901220). Er mare-se e voe adsavet karterioù ar riblenn gleiz hag e savas Fulup II ur c'hlozadur mogerioù evit peder rannger war ar riblenn zehoù: ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hoc'hu, ar Grev ha Sant-Jermen-Auxerre hag ar ranngerioù etre Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Saena. Er XIVvet kantved e savas Charlez V (13711380) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehoù ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.

Er Grennamzer e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalz artizaned, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an diorroadur gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar vourc'hizien a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez.

E 1358 e tarzhas ar c'hentañ devezh reveulzi a zo bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ an Daofin (a vo Charlez V) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudas Étienne Marcel ur reveulzi evit kemer kontrol ar palez roueel (daou guzulier an Daofin a voe muntret) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien, en doa kendrec'het ar bobl e veze gouarnet fall ar rouantelezh. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h.

E 1382 e c'hoarvez emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl vihan Parize vije paeet un dell nevez.

E 1413, Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi vras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug ar Brezel Kant Vloaz. Seizet e oe kreñvlec'h ar Bastille, met trec'het e oe ar g"Cabochidi" gant tuad Armagnac e 1414.

Dindan Herri IV e oe savet savadurioù bras gant ur raktres savouriezh (Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiad Loeiz XIII a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret ar mogerioù nevez gant Loeiz XIV, 16431715). En XVIIIvet kantved e voe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ an telloù-kêr diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unneg arondisamant kentañ, met ne goloe ket an tolpad-kêr nemet ar c'hwec'h kentañ.

E 1648 e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa veze Anna Aostria ha Mazzarino, he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anv Loeiz XIV, hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas un emsavadeg dibar e Pariz, devez ar bardelloù d'an 26 a viz Eost 1648 diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz (1588, 1648, 1830, 1832, 1848, 1851, 1871, 1944). E 1652 e klaskas ar priñs Condé kemer Pariz gant harp ar Spagnoled. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioù Turenne ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù ar Bastille tennañ war lu ar Roue.

Ne blije ket Paris da Loeiz XIV en devoa miret en e soñj devezh ar bardelloù pa voe rediet e vamm, ar Rouanez hag e vugale, da guitaat Palez al Louvre da vont da glask repu da gastell Sant-Jermen, pemp lev pelloc'h. Bihan e oa deuet palez al Louvre pa glaske ar roue bodañ an noblañs en-dro dezhañ. E 1685 e kuitaas Pariz al lez evit en em staliañ e Versailhez. Koll a reas Pariz darn eus e boblañs aet tostoc'h da greiz ar galloud.

Emsavadeg an ebenourien e penn ar straed Sant-Anton e-kichen kastell ar Bastille a zo bet ar darvoud a roas lañs d'an Dispac'h gall d'an 14 a viz Gouere 1789. Ar vicherourien, kounnaret gant diviz ar Roue gervel rejimantoù evit evezhiañ ar gêr a lakaas ar sez dirak ar Bastille e-lec'h ma veze kaset tud hep bezañ barnet, met ne chome nemet pemp prizoniad ennañ. E-pad ur c'hantved e oe Fabourz Sant-Anton ul lec'h birvilh politikel dre ma veze meur a stalioù-labour eno. Betek 1794, bodad ar Gumun staliet en ti-kêr hag harpet gant kevrennoù ar "Sans-Culottes" a vroudas ar renad nevez mont pelloc'h-pellañ war an tu kleiz.

Dizfiz a vage Napoléon Bonaparte ouzh "Pariz hag he zudachoù" ("populace") hag en deus soñjet staliañ ar gêr-benn e Lyon, met lakaat a reas da sevel monumantoù bras (Bolz-enor ar Steredenn, Bolz-enor ar C'harigellerezh, Trepas meur Norzh al Louvre) a lakas da greskiñ brud ar gêr e Europa.

Er bloavezhioù 1830 e vez leuniet ar spas a chome betek mogerioù ar Feurmerien jeneral a oa harz melestradurel ar gêr. E 1840 e tivizas ar gouarnamant renet gant Adolphe Thiers sevel ur voger-tro nevez c'hwec'h kilometr pelloc'h c'hoazh er maezhioù.

Pariz sellet diouzh estaj uhelañ ar Bolz-enor, an tour Eiffel war an tu-dehou

Pariz modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-doug an XIXvet kantved e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h (koc'huioù, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad an Eil Impalaeriezh (1852–1870) e voe anvet gant Napoleon III ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe staliet kazarnioù evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voe liorzhoù publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).

E 1860 e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)

Karter an Défense, kartier an aferioù, a-dreñv d'an Tour Eiffel

Ken fall eo an aer e Pariz ma voe divizet aozañ un devezh e Meurzh 2014 o tifenn ouzh ur rumm gweturioù zo ruilhad un devezh-pad. Dre vurzhud e vije bet gwellaet dinoazded an aer abaoe.

Ur gêr hepken zo gevellet gant Pariz : Roma, abaoe 1956. « Pariz hepken zo dellezek eus Roma ; Roma hepken zo dellezek eus Pariz » eo lugan ar c'hevelladenn. Skoulmet ez eus bet emglevioù kenlabour ha mignoniezh memestra gant kêrioù all ar bed :Tokyo e 1982, Tel Aviv e 1985, Berlin e 1987, Madrid e 2000 ha Dakar e 2011.

Skol Diwan Pariz, Gouel Breizh, 21 a viz Mae 2011.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Noël Duval, Patrick Perin, Jean-Charles Picard ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule des origines au milieu du VIIIè siècle. VIII. Province ecclésiastique de Sens (Lugdunensis Senonia). De Boccard. Paris. 1992
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith ː The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979-1982[3]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) Polémique : l'Yonne à Paris ? Tizhet d'an 3 a viz Du 2021
  3. Diwar-benn anv Parisii eus Breizh-Veur.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pariz er
wikeriadur, ar geriadur frank.