[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jardin

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Liorzh)
Jardin e doare Japan en Aostralia

Ur jardin pe liorzh zo ul lec'h, er-maez peurliesañ, ma planter gwez, plant ha bleunioù evit an dudi (diskuizhañ, pourmen, hunvreal) pe evit gounit frouezh ha legumaj. Savet e vez dre deknikoù al liorzherezh.

Ur feunteun pe ur poull a vez a-wechoù ivez. Traoù all a c'haller ouzhpennañ ː un delwenn, ur pergola...

Dre astenn-ster e komzer eus ul liorzh-kêr, ul liorzh bras e kêr digor d'an dud, ul liorzh loened, ur zoo, hag eus ul liorzh vugale, ur vagouri.