[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Norzh

Eus Wikipedia
Rod an Avelioù

An norzh (pe hanternoz ha kreiznoz, met hemañ hepken er rann eus an hantervoul norzh a zo etre ar penn-ahel ha Trovan ar C'hrank[1], pe Nord[2] ha Sterenn a-wechoù), a zo unan eus ar pevar avel, an tu-enep d'ar su, pe kreisteiz.

E sevenadur Europa e kemerer harp war an Norzh a zo lakaet da zurc'hadur pennañ, hag adalek an Norzh eo e vez graet anv eus ar roudoù-avelioù all peurvuiañ.

Da skouer, ar bevennad e laez ur gartenn a zispak bevennad Norzh an tiriad m'eo ar gartenn evel ur skeudenn tennet dioutañ hep ezhomm da resisaat an dra.
En tu enep d'ar Su emañ an Norzh hag a-skouer d'ar C'hornôg eus un tu ha d'ar Reter eus un tu all.

Norzh a c'hell bezañ:

  • Norzh douaroniel pe Norzh gwir, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe war-du ur pol douaroniel war ahel an Douar hag e vez kavet gant un den a vefe war ar c'heheder pa sell ouzh an heol o sevel emañ ar pol Norzh war e gostez kleiz.
  • Norzh gwarellek pe Norzh magnetek, ur roud-avel a-hed gorre ar voul-Douar a yafe war-du al lec'h m'emañ nerzh park magnetek o talvezout ar muiañ.
  • Ur roud ha n'a ket war-du an Norzh douaroniel pe warellek ez-resis (langaj ar bobl).

Norzh gwarellek ha distroenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Priziet eo an Norzh gwarellek peogwir eo posupl kavout ur roud a c'hell bezañ gwelet evel hini an Norzh douaroniel diwar un nadoz-vor. An diforc'h etre ar roud-se hag hini an Norzh douaroniel a vez anvet an distroenn warellek. Dre vras e vez posupl chom hep klask jediñ ur roud resisoc'h en ur degemerout ar roud evel m'emañ. Koulskoude e vez ezhomm a-wechoù kaout ur reizhadenn pe e spered an den pe dre un ardivink bennak.

Cheñch a ra ankl an distroenn hep ehan, met dre vilvedoù, setu perak e vez roet war kartennoù zo e dalvoud evit ar bloaz m'eo bet savet ar gartenn.

Norzh ha lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mojennoù Hellaz kozh e oa un doue a c'hwezhe an avel o tont eus an Norzh ha Boreas e anv. Setu perak e vez kavet el lennegezh, da skouer e testennoù Platonos, meneg an Hiperboreidi (pe Dreistvoreidi) a vefe tud mitek o vevañ e Norzh pellañ ar bed.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur brezhoneg An Here, p. 603b.
  2. "Nord" war lec'hienn Devri