[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mohamed Morsi

Eus Wikipedia
Mohamed Morsi
محمد مرسي
Mohamed Morsi
Mohamed Morsi, Mae 2015
Buhez
Ganedigezh 8 a viz Eost 1951
Ach-Charqiya
Egipt Egipt
Marv 17 a viz Even 2019 (67 vloaz)
Kaero
Egipt Egipt
Micherioù Ijinour
Politikour
Sinadur
Diplomoù Skol-veur Kaero
Skol-veur Kalifornia su
Skour Islam sunnit
Breudeuriezh muzulman
Strollad Frankiz ha Justis
Prezidanted Egipt

Mohamed Morsi (Arabeg: محمد مرسي) eus e anv gwirion Mohamed Mohamed Morsi Issa al-Ayyat (Arabeg: محمد محمد مرسى عيسى العياط, stumm kornôgel: Muḥammad Muḥammad Mursī ‘Īsá al-‘Ayyāṭ). Ganet d'an 8 a viz Eost 1951 ha marvet d'ar 17 a viz Even 2019 a oa ur politikour a orin Egipt. Dimezet eo gant Naglaa Ali Mahmoud[1]

Prezidant ar strollad Frankiz ha Justis, aozadur bolitikel gwriziennet en aozadur relijiel Breudeuriezh muzulman eo. Bet e oa bet danvez kannad ar strollad-se d'an dilennadegoù prezidant goude reveulzi Genver 2011.

5vet prezidant bro Egipt e voe betek bezañ skarzhet dre un taol-stad gant ar Marechal meur Abdel Fattah el-Sisi d'an 3 a viz Gouere 2013[2] Bet e oa bet ar c'hentañ penn politikel en Egipt da vezañ dilennet en istor ar vro[3]

Kondaonet ez eo bet d'ar marv d'ar sadorn 16 a viz Mae 2015[4],[5]

Yaouankiz Mohamed Morsi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab henañ ul labourer douar pe Fellah, Mohamed Morsi a zo ganet hag en deus bevet e Ach-Charqiya e delta an Nil[6].

E-pad e studioù ijinour e skol-veur Kaero e ya da emezeliñ er strollad relijiel Breudeuriezh muzulmaned. Etre 1978 ha 1985 e vez er Stadoù-Unanet evit peurechuiñ e studioù. E Skol-veur Kalifornia su e vezo o studiañ.

E 1979 e timez gant e genitervez Naglaa Ali Mahmoud. Ar vaouez a ya ivez d'ar Stadoù-Unanet lec'h m'he deus labouret e Kreizenn Islamek Kalifornia, eno he labour war penaos desevel ar vaouezed yaouank muzulman labourat a raio ivez evit an dimezioù.

An daou vab kentañ a vezo ganet d'ar c'houblad a vezo Amerikaned dre ma 'z int ganet e Los Angeles. E-pad ar maread amerikan-se e voe kavet an tu gant Mohamed Morsi da vont etrezek pignat en aozadur Breudeuriezh muzulman.

Labour er skolioù-meur hag ijinour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh 1985 , Mohamed Morsi a ro e zilez e Skol-veur Kalifornia, Northridge ha distreiñ d'an Egipt lec'h ma labouro e Skol-veur Zagazig. Eno e vezo lakaet e-penn skour an ijinourien. Kelenner e chomo da vezañ eno betek ar bloavezh 2010.

Penn uhel er vreudeuriezh muzulman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar mare e skol-veur Zagazig e vez kavet Mohamed Morsi war an dachenn bolitikel e-touezh ar Vreudeuriezh muzulmaned. Uheloc'h-uhelañ e pign etrezek penn an aozadur betek dont da vezañ un dudenn brudet ha pouezhus el luskad:

  • Penn al liammoù gant ar Soudan
  • Penn al liammoù etrevroadel
  • Ezel Kuzul ar sturiañ (Penn gwirion an aozadur)

Er bloavezh 2000 ez eo dilennet evit ar wech kentañ Mohamed Morsi e parlamant Egipt. E-penn kampagn egipt 2010 ez eo o klask mont gant hent uhel an niver a vouezhioù a oa bet boulc'het e-pad kampagn egipt 2005.

Siwazh dezhañ ha d'an aozadur Breudeuriezh muzulman e vezo roet lam d'ar votadegoù gant Hosni Moubarak o klask lakaat e vab Gamal Moubarak da gemer e lec'h. Mohamed Morsi a lakaa uhel da dalvezout ar flod votadeg ha karc'haridigezh 1500 breur muzulman hervezañ.

D'ar mare-se e krog Mohamed Morsi da vont gant hent ur prezeg politikel relijiel[7]

Mohamed Morsi prezidant Egipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivadur "Nann d'ar sponterezh" e-pad un dibunadeg enep da Vohamed Morsi ha d'ar Breudeur vuzulman

D'an 30 a viz Even 2012 e krog ren ar prezidant Mohamed Morsi. Gouarnamant e gentañ Ministr Hecham Qandil a vez kinniget d'an 2 a viz Eost 2012. E-pad ar c'hwec'h sizun a vezo war-lec'h eo skarzhet penn an titouriñ Mourad Mouafi, ar Marechal Mohamed Hussein Tantawi (Bet e plas e-pad 20 vloaz dindan urzhioù Mubarak) penn uhel kuzul an nerzhioù lu (Penn nann ofisiel ar gouarnamant da c'hortoz).

Diskaridigezh hag erlenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emsavadeg pobl ha taol-stad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad spisoc'h:

Raktal goude ma vije bet dilennet Mohamed Morsi e krog emsavadegoù pobl da c'houlenn ma vije skarzhet. A-feur ma vez an amzer o treiñ e gwasañ an traoù, archerien Egipt a vez o vont gant hent frikañ an emsavadegoù. An disorc'h a zo gwelet an emsavadegoù o vont war greñvat, daou bloc'had a vez o sevel neuze: ar re a-du gant Mohamed Morsi hag ar re a-enep[8]

E miz Even 2013 e-krog un emsavadeg pobl en Egipt fonnus hag aozet mat begenn an enebadur d'ar prezidant Mohamed Morsi ha d'ar strollad relijiel Breudeuriezh muzulman a zo ar strollad Tamarrod.

Abaoe an diskar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • N'eo ket sklaer c'hoazh petra a erruo da vohamed Morsi memes ma z'eo bet kondaonet d'ar varv.
  • Ar feulster en Egipt a zo kresket abaoe e ziskar, gwalldaolioù en anv d'an Islam a zo e-leizh[9]
  • Kantadoù a vanifesterien evit Morsi a zo bet harzet ha toullbac'het, 15000 Breudeur vuzulman a zo bet toullbac'het ha kantadoù anezho kondaonet gant prosezioù-meur graet buan-ha-buan[10].
  • Kondaonet ez eo bet d'ar marv d'ar sadorn 16 a viz Mae 2015[11]. Lod broioù estren d'an Egipt n'int ket laouen betek-re gant ar c'hondaonadur: Turkia dre mouezh ar prezidant Recep Tayyip Erdoğan[12], Stadoù-Unanet[13].
  • Saïd Morsi breur Mohamed Morsi a ziskler ez eo ur stourm relijiel hini an ez-prezidant hag e harperien: "Un djihad ez eo. Ma breur a zo oc'h ober an djihad evit hor bro. Bet e oa bet prezidant dilennet, ha goude-se skrapet gant al lu, kement-mañ ne roio ket lam d'hor stourm."[6].
  • Pad m'emañ toullbac'het ez eo bet gwelladennet gant Catherine Ashton[14].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Elshobaki Amr, Les Frères musulmans des origines à nos jours, embannadur Karthala, dastumadenn Hommes et Sociétés, 1añ a viz Ebrel 2009 (ISBN 2811101683) (fr)
  • Michaël Prazan, Frères Musulmans: Enquête sur la dernière idéologie totalitaire, embannadur Grasset, dastumadenn Documents Français, 22 a viz Genver 2014 (432 pajenn) (ISBN 2246802210) (fr)
  • Mohamed El-Bendary, The Egyptian Revolution: Between Hope and Despair, Mubarak to Morsi, embannadur Algora Publishing (288 pajenn), 15 a viz Ebrel 2015 (ISBN 978-0875869919) (en)

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diell-filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • « La Confrérie, enquête sur les Frères musulmans », gant Michaël Prazan, embannadur Kuiv Productions gant sikour France Télévisions, Mae 2013, 81 munutenn

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]