[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Egipt

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
جمهوريّة مصرالعربيّة
Jumhūriyyat Misr al-ʿarabiyya

Banniel Egipt Skoed-ardamez Egipt
(Banniel Egipt) (Skoed-ardamez Egipt)
Kan broadel بلادى، بلادى
Biladi, biladi
Yezh ofisiel Arabeg
Kêr-benn Kaero (Al-Qāhirah)
Gorread
-En holl
-% dour

1 001 450 km²
0.8%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

77 505 756 (2005)
75/km²
Prezidant Abdel Fattah al-Sisi
Kentañ ministr Moustafa Madbouli
Gouel broadel 23 a viz Gouere
Moneiz Lur Egipt (LE)
Kod pellgomz 20
Kod war ar Genrouedad .eg

Republik arab Egipt, berraet en Egipt[1], pe Ejipt, hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ dre abegoù politikel ha sevenadurel.

P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter.

Meur a stumm zo bet da anv ar vro a-hed an istor.

  • An anv kentañ eo bet kemet en egipteg, a dalvez kement a douar du.
I6G17X1
O49
k(e)m(e)t, "an douar du".

Daveiñ a ra an anv-mañ da lec'hid du strujus an Nil a save bep bloaz war an douaroù pa zic'hlanne ar stêr.

  • Dont a ra an anv brezhonek a-vremañ, Egipt, eus unan eus anvioù ar stêr Nil e gresianeg : Aigyptos (Αιγυπτος). Diwar ar vammenn c'hresianek-se e teu an anv implijet gant holl yezhoù kornôg Europa (Egypt, Egipto, Égypte, Ägypten, hag all).
  • An Arabed, int, a ra gant un termen all, disheñvel e orin penn-da-benn :مصر, Misr.



  1. E Geriadur Al Liamm, 2014.