Mousked
Ur mousked a zo un arm-tan hiniennel, hir ha flour e ganol, karget dre e veg, implijet war an tachennoù-emgann en Europa adalek deroù ar XVIIvet kantved. Gouest e oa da doullañ un hobregon. E kreiz an XIXvet e voe rizennet kanolioù ar mouskedoù evit implijout ar boledoù Minié nevez-savet. Karget e vezent dre o beg c'hoazh. Armoù a seurt-se a raer fuzuilhoù-mousked anezhe. En eil hanterenn ar c'hantved e voe ijinet ar c'hartouchennoù dezhe douilhezoù paper ha prestik goude metal, karget dre o c'hulasenn : adalek ar mare-se e voe dilezet an anv mousked hag implijet "fuzuilh" evit disheñvelaat an daou seurt armoù.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur brezhonekadur eus ar ger gallek heñvelster mousquet eo "mousked". Gwezhall e veze anvet alies an armoù diouzh anvioù loened. Daou orin a roer d'an anv gallek mousquet :
- ar galleg mousquette, a oa anv kozh ar sparfell c'hlas ;
- an italianeg moscetto, a oa anv ibilien ar groazwareg, diwar mosca, "kelienenn".