[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mousked

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Mouskedoù war bourzh ar fourgadenn saoz Grand Turk (1996, diwar HMS Blandford, 1741)
Mousked Enfield 1853 implijet da vare
Brezel diabarzh SUA Mamenn : film Gods and Generals (2003)

Ur mousked a zo un arm-tan hiniennel, hir ha flour e ganol, karget dre e veg, implijet war an tachennoù-emgann en Europa adalek deroù ar XVIIvet kantved. Gouest e oa da doullañ un hobregon. E kreiz an XIXvet e voe rizennet kanolioù ar mouskedoù evit implijout ar boledoù Minié nevez-savet. Karget e vezent dre o beg c'hoazh. Armoù a seurt-se a raer fuzuilhoù-mousked anezhe. En eil hanterenn ar c'hantved e voe ijinet ar c'hartouchennoù dezhe douilhezoù paper ha prestik goude metal, karget dre o c'hulasenn : adalek ar mare-se e voe dilezet an anv mousked hag implijet "fuzuilh" evit disheñvelaat an daou seurt armoù.

Gerdarzh

Ur brezhonekadur eus ar ger gallek heñvelster mousquet eo "mousked". Gwezhall e veze anvet alies an armoù diouzh anvioù loened. Daou orin a roer d'an anv gallek mousquet :

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan