Jules Brunet
Jules Brunet, ganet e 1838 e Belfort (Bro-C'hall) ha marvet d'an 12 a viz Eost 1911, a oa kabiten el lu gall. Kaset e oa da vro Japan da c'hourdonañ an arme vodern savet gant ar shogun. E gefridi a oa neuze deskiñ d'ar soudarded japanat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868).
Evel Nathan Algren, haroz ar film gant Edward Zwick, e stourmas Brunet a-enep lu an Impalaer e-pad ar brezel diabarzh. Ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet ne varvas ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl eus e "skolidi", Samouraied anezho.
Dianav pe dost e Bro-C'hall, Brunet a zo bet un den dreistordinal : soudard, bet en École polytechnique hag arzour a zoare (livour) war ar memes tro.
A-raok bezañ kaset da vro Japan en doa kemeret perzh e brezel Mec'hiko gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz c'hoazh, choazet eo da gelenner evit soudarded arme ar Shogun. War e urzh e oa savet 7 rejimant troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10 000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp da gostezenn an Impalaer Meiji da stummañ o arme.
Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer e fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, Bro-c'hall na gemer perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod eus ar strollad kelennerien a choazas da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da arme ar "bakugun", ar samouraied diwezhañ a oa feal d'ar Shogun. Talvezout a ra avat ez int dizertourien evit an arme c'hall. Brunet a skriv neuze d'an Impalaer gall Napoleon III evit displegañ e choaz : " Choaz da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu. Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeud Gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik. Eneberezh ar Samouraied ouzh an Impalaer a zo trec'het er bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet eo adal ar mor hag an douar. Faezhet eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv savet e doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a baouez ar stourm d'an 30 a viz even.
Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag c'hall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet ha kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869. Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh c'hoazh en emgannoù ar Gumun. Kuitaat a ra an arme c'hall evit ar wech diwezhañ gant an titl a jeneral.
Hervez Kristian Polak, ur gall o chom e Bro-Japan, Ar Japaniz a anavez Brunet c'hoazh. Gouzout a reont ez eus bet un nebeud Gallaoued e Hakodate, hag ez eus bet roet skoazell d'ar Shogun diwezhañ gant ar Frañs.
|