[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tokugawa Ieyasu

Eus Wikipedia

Tokugawa Ieyasu (e Japaneg 徳川 家康), ganet d'an 31 a viz Genver 1543 ha marvet d'ar c'hentañ a viz Even 1616, a voe saver ha kentañ shogun ar shogunelezh Tokugawa e Bro-Japan. Padout a reas ar shogunelezh eus Emgann Sekigahara e 1600 betek an Adsavadur Meiji e 1868. Ieyasu a gemeras ar galloud e 1600, a voe anvet da shogun e 1603, hag a zilezas e garg e 1605, daoust ma chomas er galloud betek e varv e 1616. Skrivet e vez a-wezhioù e anv-badez Iyeyasu, hervez an distagadur istorel we[1],[2]. Korf Ieyasu a oa miret e Nikkō Tōshō-gū goude e varv gant an anv Tōshō Daigongen (東照大権現).

  1. Iyeyasu. Encyclopedia.com.
  2. Iyeyasu. Merriam-Webster.