Arsailh war Pearl Harbor
Rann eus | Eil Brezel-bed, Pacific War campaigns |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'h | Pearl Harbor |
Daveennoù douaroniel | 21°21′54″N 157°57′0″W |
Raklec'hiet gant | Events leading to the attack on Pearl Harbor |
Deiziad | 7 Kzu 1941 |
Darvoud-alc'hwez | consent |
Efed | consequences of the attack on Pearl Harbor |
Istor | Q125548600 |
Order of battle | order of battle of the Attack on Pearl Harbor |
URL an daveenn | https://www.britannica.com/event/Pearl-Harbor-attack |
An arsailh war Pearl Harbor, tachenn eus ar morlu amerikan a oa en Enez Oahu, en enezeg tiriad amerikan Hawaii, e-kreiz ar Meurvor Habask, a oa kaset da benn war urzh Hirohito, impalaer Bro-Japan, da-heul an embargo lakaet war an eoul-maen gant ar Stadoù-Unanet, ha sevenet dre sourpren d'ar Sul, 7 a viz Kerzu 1941 diouzh ar beure gant kirri-nij eus morlu impalaerel Bro-Japan a-enep morlu amerikan ar Meurvor Habask a oa er porzh hag a-enep nerzhioù all a oa tro-dro. Ur bazenn eus politikerezh emledañ an impalaeriezh eo an dagadenn-se. Distruj ar strollad listri pennañ eus morlu ar Stadoù-Unanet a zlee reiñ he zu d'an impalaeriezh da sevel he "Sferenn kenverzh Azia vras ar Reter". Pennoù uhel Impalaeriezh Japan a felle dezhañ ivez respont d'ar c'hastizoù ekonomikel kemeret gant Washington e miz Gouere 1941 goude aloubadenn Bro-Sina hag hini Indez-Sina c'hall gant arme impalaerel Bro-Japan.
Goude an arsailh, kaset da benn gant div wagennad kirri-nij, e oa pounner ar c'holloù amerikan : 2 403 den lazhet ha 1 178 den gloazet. Pevar lestr eus al linenn, tri morreder, tri lestr-distruj ha 188 karr-nij a oa distrujet. Koulskoude e c'halljont dresañ kalz listri er mizioù da-heul, hag an tri douger kirri-nij amerikan na oant ket e Pearl Harbor, a chomas dibistig. Ar Japaned a gollas 64 den, 29 c'harr-nij ha pemp lestr-spluj korr. Prizoniet e oa ur martolod.
E nebeutoc'h evit peder eurvezh warn-ugent e oa taget ivez ar Stadoù-Unanet er Filipinez gant impalaeriezh Bro-Japan. Tagañ a reas ivez Breizh-Veur, oc'h aloubiñ Hong-Kong hag o tilestrañ e Malaizia.
Da-heul an arsailh war Pearl Harbor e kemeras perzh ar Stadoù-Unanet en Eil Brezel-bed a-du gant ar Gevredidi. Lidet e vez ar gwallzarvoud er Stadoù-Unanet bep bloaz. Diskouezet o deus an Amerikaned herder steuñv an amiral Isoroku Yamamoto, an diouer a brientadur hag al lezober amerikan. Breud zo hiziv an deiz c'hoazh diwar-benn roll ar prezidant Roosevelt .
Ar c'henarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emlederezh impalaeriezh Bro-japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-doug an oadvezh Meiji (1868-1912), Impalaeriezh Japan a roas lañs d'ur prantad diorroadur ekonomikel, politikel ha milourel evit tizhout live broioù ar c'hornôg. Da dizhout ar pal-se e konte ar Japaned ivez war ur strategiezh da ledañ o ziriad en Azia ar Reter da warantiñ pourvezioù Bro-Japan e danvezioù krai na c'halle ket dioueret.
Kregiñ a reas Bro-Japan d'en em ledañ en XIXvet kantved hag e deroù an XXvet en ur stagañ ouzh he ziriad Enez Formosa e 1895, su Enez Sac'halin e 1905 ha Korea e 1910. E-pad ar c'hentañ Brezel-bed e lakaas impalaeriezh Bro-Japan he c'hrabanoù war impalaeriezh trevadennel Bro-Alamagn en Azia ar Reter hag ar Meurvor-Habask hag e c'hounezas lodennoù marc'had diwar-goust an Europeiz hag an Amerikaned a oa er c'hornad. Goude 1920 e c'horrekaas kresk armerzh Bro-Japan hag e kreskas niver an dud dilabour. Gouzañv a rae an industriezh diwar an diouer a zanvezioù krai hag a varc'hadoù[1].
Etre an daou vrezel e savas an impalaeriezh ur morlu brezel modern. Ne dremenas ket ekonomiezh ar vro hebiou da enkadenn vras 1929. Heuliet e oa an enkadenn ekonomikel gant kresk levezon ar vroadelourien ha tud an arme e-pad an oadvezh Shōwa. Aloubet e oa Manchouria gant an an arme impalaerel e 1931 hag an tiriad-se a a zeuas da vezañ Stad margodenn Manchoukouo. Aloubet e oa lodennoù all eus Bro-Sina gant Bro-Japan. E 1937 e aloubas an impalaeriezh peurrest Sina adalek Shanghai hep diskleriañ ar brezel en un doare ofisiel avat.
Fallaat a ra an darempredoù etre Tokyo ha Washington
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aloubadegoù ar Japaned en Azia ar Reter a c'hourdrouze mad ar Stadoù-Unanet ha Washington a gemeras divizoù a-enep Bro-Japan, hep mont betek ober gant an armoù memes tra. E 1921-1922, skrid-emglev Washington 1922 a vevennas fard morlu Bro-Japan en trede renk er bed. Evit respont d'ar bec'h lakaet warno gant an diplomatiezh etrebroadel da-heul aloubadeg Manchouria, Tokyo a zivizas kuitaat Kevredigezh ar Broadoù e 1933. Etre 1935 ha 1937 e choazas ar Stadoù-Unanet an nann-emellout en ur gemer un heuliad lezennoù diwar-benn an neptuegezh.
Sinet e oa an emglev enep-Komintern gant an impalaeriezh e 1936. E 1937 e tistagas Franklin Roosevelt ur brezegenn e Chicago, prezegenn ar dispell ma kondaone an diktatouriezhioù, hini Bro-Japan en o zouez. Bloaz goude e kinnige en e brezegenn diwar-benn stad an unvaniezh kreskiñ an dispignoù evit an arme. E miz Kerzu 1937, da vare lazhadeg Nankin, e c'houeledas kirri-nij japanat ar vag-kanoliañ amerikan Panay war ar stêr Yangtze-Kiang[2]. Bro-Japan en em zigarezas met kreskiñ a reas an diaestaerioù etre an div vro. E 1939 e torras ar gouarnamant amerikan an emglev kenwerzh sinet e 1911.
E 1940 e sinas an impalaeriezh an emglev a dri hag en em renkas gant nerzhioù an Ahel. Ar memes bloavezh e tennas an impalaeriezh he mat eus faezhidigezh Bro-C'hall hag eus diaesterioù ar Rouantelezh-Unanet, da sevel diazlec'hioù evit hec'h arme en Indez-Sina gall. Savet e oant goude un emglev skoulmet d'an 22 a viz Gwengolo gant gouarnamant trevadennel Hanoi, heuliet gant emgannoù taer e Lang Son ha gant bombezadeg Haiphong, a baouezas war urzhioù gouarnamant Bro-Japan d'ar 26.
E 1941 ne baouezas ket an darempredoù etre an div vro da fallaat : e miz Mae e roe Washington e skoazell da Vro-Sina dindan stumm ur prest-koumanant. Goude ma nac'has Bro-Japan kuitat Indez-Sina ha Sina, nemet Manchoukouo, e tisklêrias ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag an Izelvroioù un embargo klok adalek ar 26 a viz Gouere 1941 war an eoul-maen hag an dir, hag ivez skornañ kaoudoù Bro-Japan er Stadoù-Unanet[3].
En un emvod dalc'het d'ar 6 a viz Kerzu 1941 e tivizas ar Japaned e vefe disklêriet ar brezel d'an Amerikaned ha d'ar Rouantelezh-Unanet, nemet un emglev a vefe kavet buan gant Washington. D'ar 16 a viz Here, ar c'hentañ maodiern Konoe, hag a gave dezhañ en doa kollet fiziañs an impalaer Showa hag hini an arme, a roas e zilez diouzh e garg en ur ginnig e kemerfe ar priñs Naruhiko Higashikuni, un eontr d'an impalaer, e bost war e lerc'h. Hirohito a nac'has ar c'hinnig, harpet ivez gant an arme, hag e choazas kentoc'h ar jeneral Tōjō, a-du a-grenn gant ar brezel met brudet ivez evit e fealded e-keñver ensavadur an impalaeriezh[4].
Hep gortoz fin an divizoù n'o doa tamm fiziañs enne ken, e krogas ar Japaned da brientiñ an dagadenn. D'an 3 a viz Du e tisplegas an amiral Osami Nagano dre ar munud da Hirohito stumm diwezhañ ar raktres arsailh war Pearl Harbor. D'ar 5 a viz Du 1941 e aprouas an impalaer ar raktres savet evit ar brezel a-enep ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag an Izelvroioù lakaet evit deroù miz Kerzu[5]. Ar memes devezh, e lakas ar QG impalaerel e pleustr an diviz kemeret hag e roas an urzh da benngomandant ar strollad-listri, an amiral Isoroku Yamamoto, da reiñ lañs d'ar c'hefridi a-enep Pearl Harbor[6]. Dre ma ne zisoc'he ket an divizoù gant ar Stadoù-Unanet e aprouas Hirohito "brezel Azia vras ar Reter" a-benn ar fin, d'ar 1añ a viz Kerzu[7], goude bezañ bet habaskaet gant Nagano ha ministr ar morlu, Shigetaro Shimada, a-zivout o chañsoù berzh en ur ziarbenn arguzenn ar priñs Nobuhito Takamatsu ne vefe ket ar morlu evit talañ a-enep ar Stadoù-Unanet en tu all da zaou vloaz[8].
An nerzhioù tal-ouzh-tal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek an XIXvet kantved e teuas arme Bro-Japan da vezañ kreñvoc'h-kreñvañ hag e teuas da vezañ modern-kenañ. Da stourm ouzh kresk an dilabour degaset gant an Enkadenn vras e kreskas ar gouarnamant e urzhiadennoù armoù. Kreskiñ a reas kalz dispignoù ministrerezh ar brezel. En holl e oa perc'henn ar Japan war ur pemzek lestr-hobrejonet, un dek douger kirri-nij bennak, 50 morreder, 110 lestr-distruj, 80 lestr-spluj ha war-dro 1 350 karr-nij e 1941[9]. Met da gentañ penn e oa 73 milion a annezidi er vro[10], brogarour-kenañ e oant[11] ha prest d'en em aberzhiñ. Fiziañs o doa soudarded an impalaeriezh e nerzh o arme. Ouzhpenn e oa sur Tōkyō da vezañ harpet gant an Alamanted betek-gouzout e vefent argadet gant an Amerikaned.
E 1941, ne oa ket prest ar Stadoù-Unanet da vrezeliñ[12]. Bras-kenañ eo poblañs ar Stadoù-Unanet (132 milion a annezidi)[13] ha galloudus-kenañ eo hec'h industriezh. E 1941 e oa meur a viliad kirri-nij en arme amerikan met aet e oa ar pep brasañ diwar c'hiz[14]. E 1940 e oa kalz gwanoc'h an an arme amerikan, gant 250 000 soudard[15], evit ar Japaned o doa tri milion a soudarded.
Ouzhpenn-se ne oa ket prest poblañs ar Stadoù-Unanet da gregiñ ur brezel[16]. Eñvor ar Brezel-bed kentañ hag hini ar soudarded amerikan lazhet en Europa a oa bev-tre c'hoazh. Ne oa ket bet restaolet an amprestoù kemeret digant ar Stadoù-Unanet gant ar Stadoù o doa kemeret perzh er brezel[17] ha kalz Amerikaned a oa digenvezour. Ar prezidant Roosevelt (1933-1945) ne felle ket dezhañ kennebeut sachañ warnañ eneberezh an Amerikaned a orin alaman, italian ha japanat. Ar poellgor America First, ur gevredigezh peoc'hgarour a oa bras he levezon, a boueze ivez da zerc'hel ar Stadoù-Unanet er-maez eus ar brezel.
E miz genver 1941 e prometas Roosevelt da Winston Churchill e trofe e vro a-enep d'an Trede Reich nazi da gentañ ha ket a-enep Bro-Japan[16]. Da skañvaat bec'h ar Rouantelezh-Unanet en emgann ar mor atlantel, eus miz Ebrel da viz Gouere 1941, tri lestr-hobrejonet, un douger kirri-nij, pevar morreder ha daou strolladig listri-distruj a oa kaset eus ar Meurvor Habask d'ar Meurvor atlantel (da lâret eo 20 % eus strollad listri ar Meurvor Habask), ar pezh a leze ar muiañ niver gant morlu Bro-Japan.
Diazlec'h Pearl Harbor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pearl Harbor e oa ar porzh brezel brasañ eus ar Stadoù-Unanet er Meurvor Habask[18]. Edo war an aod, e su Enez Oahu, en enezeg Hawaii, 15 km e kornôg Honolulu. Digenvez a-walc'h e oa e-kreiz ar Meurvor Habask, 3 500 km diouzh Los Angeles ha 6 500 km diouzh Tokyo. Enez Oahu a oa ar muiañ poblet eus enezeg Hawaii hag e oa war hent diazlec'hioù Guam, Wake ha Midway. E deroù an Eil Brezel-bed e oa etre 140 ha 180 000 Japanad o chom e Hawaii[19].
Edo diazlec'h Pearl Harbor en-dro d'ur vorlenn vas. Mont a raed tre dre ur ganol strizh-kenañ (400 metr lec'hed[12]). Eoriet e veze ar pep brasañ eus al listri-Brezel er-maez eus ar vorlenn, e reter hag e norzh Enez Ford. Tri anezhe a oa er c'hornôg (an USS Utah, an USS Raleigh hag an USS Curtiss). Ereet e veze ar batimantoù brezel daou-ha-daou, da arboellañ arc'hant ha dre ziouer a blas.
E strollad listri ar Stadoù-Unanet er Meurvor Habask e oa ar Battle Force; ar Scouting Force; ar Base Force; hag an Amphibious Force[20]. D'ar 7 a viz Kerzu e oa 86 bag er vorlenn[21], : 28 lestr-distruj, 9 morreder, 8 lestr-hobrejonet, 4 lestr-spluj, ul lestr-hobrejonet-pal (an USS Utah) hag un tregont bag skoazell bennak[22]. 25 000 den a oa ivez en diazlec'h[23] ha war-dro 300 nijerez ha et dournijerez eus an USAAF hag eus strollad nijerezioù ar morlu en enezenn. Ar jeneral Walter Short e oa komandant an arme war an douar e-skoaz ar strollad listri a oa dindan an amiral Husband Kimmel. Difennet e oa an diazlec'h gant 35 B-17[23], an DCA ha difennoù en aod.
Strategiezh ha steuñv an dagadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrujañ ar morlu amerikan eoriet e Pearl Harbor a oa pal an dagadenn, evit gellout goude se aloubiñ diboan Azia ar Gevred hag inizi ar Meurvor Habask. Rediet e vefe an arme amerikan da guitaat Hawaii ha da gilañ betek Kalifornia. Ret e oa pulluc'hañ ar sanailhoù, ar stalioù dreserezh hag ar mirlec'hioù mazout miret evit strollad listri ar Meurvor Habask, hep disoñjal nijvaoù Wheeler Field ha Hickham Field. Fellout a rae ivez da Vro-Japan digoll mezhekadenn ar c'hastizoù ekonomikel kemeret gant Washington. Fiziet e oa prientadur an arsailh e penngomandant ar morlu, Isoroku Yamamoto.
Mont a ra listri ar Japaned kuit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 14 a viz Du 1941 en em vodas ar strollad listri e bae Hito-Kappu, e su an inizi Kouril. Bez e oa 6 douger kirri-nij (Akagi, Hiryū, Kaga, Shōkaku, Sōryū, Zuikaku[24]) hag ouzhpenn 400 nijerez : kirri-nij chase Mitsubishi A6M (ar Zeroioù), kirri-nij bombezer-tarzher Nakajima B5N (ar c'hKateoù) ha bombezerien a-bik Aichi D3A (ar Valoù). Ur strollad listri ergerzhiñ a oa ennañ 22 lestr-spluj[12], 5 lestr-spluj godell Ko-hyoteki, gant daou zen ha div darzherez a 450 mm e-bourzh ha tri morreder skañv[25]. Ambrouget e oa an ergerzhadenn gant 8 bag da bourchas eoul-maen d'al listri[26].
D'ar 26 a viz Du, e-keit ha ma oa an daou c'houarnamant o tivizout c'hoazh, e oa kuitaet Bro-Japan e kuzh gant ar strollad listri. Mont a reas etrezek enezeg Hawaii dre an norzh o tremen dre un hent na oa ket darempredet gant kalz bigi.
D'ar 1añ a viz Kerzu e aprouas Hirohito Brezel Azia vras ar Reter e-doug ur brezegenn impalaerel hag aotreañ a reas bombezañ Pearl Harbor[27]. Pa resevas al listri an urzh ofisiel da vont d'an emgann d'an 2 a viz Kerzu, e oa c'hoazh ar gouarnamantoù o tivizout. D'ar 6 a viz Kerzu edo al listri 370 km e norzh Pearl Harbor pa resevjont ar ger-kuzh : « krapit ouzh ar menez Niitaka »[28].
-
An douger kirri-nij Akagi
-
Aichi D3A Val
-
Lestr-spluj godell japanat, Pearl Harbor
C'hwitadenn an divizoù ha disklêriadenn brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An divizoù etre Bro-Japan hag ar Stadoù-Unanet a oa kroget en-dro e miz Du 1941 met skoilhet e oant an deiz a-raok an dagadenn : Goulenn a rae groñs ar Japaned e paouezfe ar Stadoù-Unanet da skoazellañ Sinaiz. Ar secretour Stad Cordell Hull a c'houlenne diouzh e du ez afe kuit soudarded Bro-Japan diouzh Sina. D'ar 6 a viz Kerzu 1941, Roosevelt a gasas ur pellskrid d'an impalaer Hirohito da loc'hañ en-dro an divizoù a oa dalc'het e Washington[29].
Ar memes deiz e kasas maodiern an aferioù estren Bro-Japan d'e zileuridi ha d'ar c'hannadour Kichisaburo Nomura, e post e Washington, un teul kodet e 14 mellad. Lavaret e oa dezhañ reiñ anezhañ d'ar sekretour Stad amerikan antronoz da 1e d'enderv, da lâret eo da 7e 30 e Hawaii[30]. Ne oa ket roet ar gemennadenn d'an eur avat abalamour d'an dale kemeret da zigodañ anezhañ. Dont a reas a-benn ar servijoù kuzh amerikan da zigodañ anezhi pell a-raok kannati Bro-Japan : mellad diwezhañ ar memorandum hepken, da laret eo an disklêriadenn brezel, na oa ket bet digodet gant an Amerikaned[29]. D'ar 7 a viz Kerzu da 11e 58, eur Washington (6e 28 e Hawaii), e lennas ar jeneral George Marshall an destenn ; nec'het ganti, Marshall a oa gounezet d'ar soñj e oa Japaniz o prientiñ un dagadenn. Kas a reas ur pellskrid da c'hervel an diazlec'hioù amerikan a oa er Filipinez, e Panama, e San Diego hag e Pearl Harbor da ziwall. Abalamour da gudennoù teknek e tegouezhas ar galv-diwall-se re ziwezhat e Hawaii, meur a eurvezh goude ar bombezadegoù. Resevet e oa gant ar c'hannadour amerikan e Bro-Japan war-dro dek eurvezh goude fin an dagadenn.
An arsailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Isoroku Yamamoto ha jeneraled all o doa raktreset un arsailh e teir gwagennad kirri-nij met ar besamiral Chuichi Nagumo a zivizas ne vefe nemet div. 350 nijerez a gemeras perzh en arsailh en holl. 91 karr-nij a oa gouestlet da zifenn ar strollad-listri.
E-doug noz ar 6 d'ar 7 a viz Kerzu an hini e krogas an abadenn. A-drugarez da'r gouloù-deiz ne oa ket ret kemer kement a ziarbennoù kuit da vezan gwelet gant an Amerikaned ha gallouta raed mont buanoc'h etrezek ar pal.
An dagadenn e Malaisia, d'an 8 a viz Kerzu, a c'hoarvezas d'ar memes mare e gwirionez, rak en tu all da linenn ar c'hemm deiz e oa.
Ar c'hefredioù ergerzherezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro hanternoz e oa lañset pemp lestr-spluj godell a loc'has trema Oahu.
Da 3e 58 e tisklêrias an USS Condor en doa gwelet ul lestr-spluj e morlenn Pearl Harbor d'al lestr-distruj USS Ward. Hemañ a glaskas anezhañ en aner : dianadet e oa. Amiraliezh Pearl Harbor ne gasas ket ar galv-diwall[31]. Da 6e 37 e kavas ar Ward ul lestr-spluj all a c'houeledas.
Ar wagennad kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 6e ha 7e 15 e loc'has ar c'hentañ gwagennad a 183 nijerez[24], renet gant ar c'habiten Mitsuo Fuchida, trema Pearl Harbor. En o zouez e oa :
- 49 bombezer etre uhelder (a-blaen) Nakajima B5N2 Kate[32],
- 51 bombezer a-bik Aichi D3A1 Val,
- 40 bombezer tarzher Nakajima B5N2 Kate
- 43 karr-nij chase Mitsubishi A6M2 Zero.
Ne voent gwelet nemet da 7e gant daou soudard amerikan en Opana Point (gant ur radar SCR-270 a oa e-kichen beg norzh Oahu). Ne voent ket kredet gant un ofiser nevez, al letenant Kermit A. Tyler, a oa sur a-zevri e oa 6 bombezer B-17 a oa o tont eus Kalifornia[33] hag a oa gortozet.
War-dro 7e 30 e tremenas ar c'hentañ nijerez japanat da anaout an ardremez hag e roas ar sinal : « Emañ Pearl Harbor o kousket. »
Tremen a reas an nijerezioù kentañ a-us d'an diazlec'h amerikan da 7e 40[34]. Izel e nije ar c'hirri-nij tarzher ha dont a raent eus lec'hioù disheñvel. Nijal a rae ar bombezerien uhel-kenañ avat.
Da 7e 53[35] e kouehas ar bombezennoù kentañ hag en em renkas ar c'hirri-nij e stumm o bodadennoù argad[36]. Kaset e oa ar galv-diwall gant an eilamiral Patrick Bellinger.
Pemp lestr-spluj Ko-hyoteki a daolas tarzherezioù ouzh listri amerikan e deroù ar vombezadeg. Diwar an dek den a oa e bourzh al listri-spluj e oa lazhet 9. An hini nemetañ chomet bev, Kazuo Sakamaki, a oa prizoniet hag e teuas da vezañ ar c'hentañ prizoniad brezel eus Bro-Japan tapet gant an Amerikaned e-pad an Eil Brezel-bed. Skoet e oa an USS West Virginia gant un darzherez hag eteuas evel-se da vezañ ar c'hentañ lestr tizhet gant an arsailh.
Rannet e oa ar c'hentañ argadenn-se e 6 kevrenn. Unan anezhe a oa kaset ouzh tachenn Wheeler Field (sellet ouzh ar gartenn). Tennañ a reas ar Japaned o mat eus ar souezhadenn da vombezañ al listri brasañ, e reter ar vorlenn dreist-holl. Kregiñ a rae pep hini eus an tagadennoù gant bombezerien hag a echue gant kirri-nij chase betek-gouzout e vefent heuliet.
Eil gwagennad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 8e 30 e oa kaset eil gwagennad an arsailh, enni 167 karr-nij. Implijout a reas muioc'h a vombezerien a nije a-blaen. Bez e oa :
- 54 bombezer etre a uhelder (a-blaen) Nakajima B5N2 Kate,
- 78 bombezer a-bik Aichi D3A1 Val, ha
- 35 karr-nij chase Mitsubishi A6M2 Zero.
Renet e oa gant al letanant-komandant Shigekazu Shimazaki. Rannet e oa e pevar strollad a oa kaset unan anezhe a-enep diazlec'h Kānehohe, e reter Pearl Harbor. Degouezhout a reas ar strolladoù nijerezioù hogozik d'ar meemes mare, eus meur a lec'h.
E-doug an eil gwagennad e tennas ar C'hurtiss war ul lestr-spluj hag a oa goueledet gant al lestr-distruj USS Monaghan. Echuiñ a reas arsailh an eil gwagennad da 9e 45[37]. Goude an argad e tremenas kirri-nij all da studiañ an distrujoù.
An Amerikaned en em zifenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dihunet e oa an dud a oa e bourzh al listri d'an tarzhadennoù. Lañset e oa ar galv-diwall gant ar c'homandant Logan Ramsey da 7e 58, pemp minut goude ar c'hentañ bombezennoù[38]. Roet e oa da c'hoût da Washington DC gant an amiral Husband Kimmel nebeut goude.
Daoust d'ar spontadeg e stourmas meur a soudard gant kalon[38]. An amiral Isaac C. Kidd hag ar c'habiten Franklin Van Valkenburgh a fardas war pont an USS Arizona da aozañ an difenn ha lazhet e oant prim goude. Enoret e oa an daou zen goude o marv gant ar vedalenn a enor. An asagn Joe Taussig a lakaas an USS Nevada da loc'hañ e-pad an dagadenn. Unan eus al listri-distruj, an USS Aylwin, a reas ar memes tra gant gant pevar ofiser hepken en e vourzh, an nemorant eus an akipaj a oa anezhañ asagnoù hep skiant-prenet war vor. Ar c'habiten Mervyn Bennion, komandant an USS West Virginia, a renas e akipaj a-raok bezañ lazhet gant skolpadoù bombezennoù. Lazhet e oa ar c'hentañ martoloded gant an argadenn dre an aer e-bourzh al lestr-spluj USS Tautog a ziskaras ivez ar c'hentañ nijerez. Doris « Dorie » Miller hag a oa keginer e bourzh an USS West Virginia, a gemeras ur vindrailherez stourm a-enep ar c'hirri-nij ha a dennas ouzh ar Japaned : diskar a reas unan d'an nebeutañ e-keit ha ma oa taget e lestr. Roet e oa dezhañ kroaz ar morlu (Navy Cross) goude an emgann. 14 martolod hag ofiser a oa enoret gant ar vedalenn a enor. ur vedalenn ispisial, ar Pearl Harbor Commemorative Medal, a oa roet da c'houde d'an holl a oa e Pearl Harbor e-pad an arsailh. En oabl, an eneberezh a-bouez nemetañ a zeuas eus un dornadig Curtiss H.75 hag a Curtiss P-40 Warhawk hag eus an difenn a-enep an nijerezioù. Klask a reas kirri-nij zo dizoleiñ listri ar Japaned met en aner[39].
Nulladenn an trede gwagennad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lod eus an ofiserien a bouezas war an amiral Nagumo dezhañ da deuler un trede argadenn da zistrujañ ar mirlec'hioù trelosk ha danframmoù Pearl Harbor. Istorourien zo o deus lâret e vije bet strobet en un doare efedusoc'h strollad-listri ar Meurvor-Habask ma vije bet distrujet ar mirlec'hioù trelosk hag an dafar dreserezh, kalz muioc'h evit dre zistruj listri eus al linenn. Koulskoude e tivizas Nagumo dilezel raktres un trede gwagennad evit meur a abeg : da gentañ e reas muioc'h a verzh an difennoù a-enep ar c'hirri-nij e-pad an eil gwagennad ma oa kollet an 2/3 eus ar c'hirri-nij japanat diskaret. Ne oa tamm efed sourpren ebet ken hag un trede gwagennad a c'hallfe kreskiñ kolloù arme Bro-Japan. Ouzhpenn-se, prientiñ un trede argadenn a vije bet re hir, hag en dije lezet amzer d'an Amerikaned da dagañ nerzhioù Nagumo a oa war-dro 400 km e norzh Oahu. O listri-spluj a c'halle kavout ha tagañ listri ar Japaned. Ouzhpenn ne ouie ket c'hoazh ar Japaned e-men e oa an dougerien kirri-nij amerikan hag erruet e oant e penn o fourvezioù : chom pelloc'h a greske ar riskl da zioueret trelosk. Tizhet e oa bet pal ar Japaned gant an eil gwagenn, da lâret eo dizornañ strollad-listri amerikan ar Meurvor-Habask. Abalamour da se e ranke paouez an ergerzhadenn. Poent e oa mont kuit eta, rak Bro-Japan en doa palioù strategek all en Azia ar Gevred.
Kolloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stadoù-Unanet Amerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]90 munutenn goude ma voe kroget an argadenn e oa paouezet anezhi. Daou vil eizh martolod a oa bet lazhet ha 710 gloazet; 218 soudard pe soudard-nij (bez e oant ul lodenn eus an Army betek krouidigezh an US Air Force e 1947) a oa bet lazhet ha 364 gloazet; 109 marines a voe lazhet ha 69 gloazet; hag ouzhpenn-se 68 trevour a voe lazhet ha 35 gloazet. En holl, 2335 soudard stadunanat a oa marvet ha 1143 a oa bet gloazet.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S-. […], 1996, p.225
- ↑ Jacques Binoche, Histoire des États-Unis, Paris, Ellipses, 2003, p.185
- ↑ Roland H. Worth, Jr., No Choice But War: the United States Embargo Against Japan and the Eruption of War in the Pacific, Jefferson, North Carolina, McFarland, 1995
- ↑ Peter Wetzler, Hirohito and War, 1998, p.44
- ↑ Peter Wetzler, ibid., p.29, 35, 39
- ↑ H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.334
- ↑ Wetzler,ibid, p.39
- ↑ Herbet Bix, Hirohito and the making of Modern Japan, p.430-431.
- ↑ H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.340
- ↑ S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S-. […], 1996, p.414 ; H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.323
- ↑ Embann a ra ar shintoegezh orin doueel Bro-Japan
- ↑ 12,0 12,1 ha12,2 H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.337
- ↑ H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.344
- ↑ H. Michel, La Seconde Guerre mondiale, 2001, p.345
- ↑ F. Abbad, Histoire du Japon, 1992, p.150
- ↑ 16,0 ha16,1 S. Bernstein, P. Milza, Histoire du Patrom:S- […], 1996, p.414
- ↑ Jacques Binoche, Histoire des États-Unis, Paris, Ellipses, 2003, (ISBN 2-7298-1451-5), p.182
- ↑ P. Vallaud, Témoins de l’Histoire, 2002, p.211
- ↑ P. Miquel, La Seconde Guerre mondiale, 1986, p.338
- ↑ [Orbat.com/Niehorster, https://web.archive.org/web/20101219044833/http://orbat.com/site/ww2/drleo/013_usa/_41_usn/_usn.html Administrative Order of Battle], Armeoù an Eil Brezel-bed, 9 a viz Here 2005
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.267
- ↑ Ships Present at Pearl Harbor, 0800 7 December 1941
- ↑ 23,0 ha23,1 A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.425
- ↑ 24,0 ha24,1 P. Vallaud, Témoins de l’Histoire, 2002, p.216
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.265
- ↑ « Pearl Harbor, une attaque surprise préméditée de longue date », war lec'hien ar Mémorial de Caen, pajenn lennet d'an 21/01/2007
- ↑ Wetzler, ibid., p.39
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p. 266
- ↑ 29,0 ha29,1 F. Abbad, Histoire du Japon, 1992, p.153
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.268
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.269
- ↑ an Nakajima B5N2 Kate a c'halle bezan implijet koulz evel bombezerien a-blaen hag evel bombezerien tarzher, diouzh ma vezent armet gant bombezennoù pe tarzherezioù
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.270
- ↑ Hir eo dont eus strollad listri Bro-Japan betek Pearl Harbor
- ↑ Eur Hawaii ; 3e 23 d'an eizh a viz Kerzu hervez eur Bro-Japan
- ↑ H.P. Willmott, La guerre du Pacifique, 1941-1945, 2001, p.52-53
- ↑ J. Trogoff, Les grandes dates de la guerre sur mer, 1993, p.273 ha « 7 décembre 1941 : les Japonais attaquent Pearl Harbor » e lec'hienn Hérodote, pajenn lennet d'ar 21/01/2006
- ↑ 38,0 ha38,1 A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.426
- ↑ A. Kaspi, Roosevelt, 1997, p.428
|