France Gall
France Gall, Isabelle Gall he anv gwirion, ganet d'an 9 a viz Here 1947 e Pariz, 12vet arondisamant, ha marvet d'ar 7 a viz Genver 2018 e Neuilly-sur-Seine, a oa ur ganerez c'hall.
Brudet he voe adalek ar bloavezhioù 1960, aet ganti ar maout e 1965 e Kenstrivadeg Eurovision ar C'han gant ar ganaouenn Poupée de cire, poupée de son skrivet ha sonaozet gant Serge Gainsbourg. Goude-se e voe ur maread divrud betek ma kejas ouzh Michel Berger, ha ma timezas gantañ e 1976.
Drastet ma oe gant marv he gwaz hag he merc'h e voe tapet gant kudennoù yec'hed. E 1997 e tilezas al leurennoù.
Taget e oa bet gant krign-bev ar vronn e 1993, addeuet e oa e 2015. Chomet e oa mut ar familh war ar c'hleñved distroet.
D'an 9 a viz Kerzu 2017, ne oa ket yac'h a-walc'h evit arvestiñ obidoù Johnny Hallyday. D'an 19 a viz Kerzu 2017 e oa bet kaset da ospital stadunanat Neuilly evit ur « bilimadur grevus er skevent ».
Marvet eo en ospital-se d'ar 7 a viz Genver 2018, d'an oad a 70 vloaz, diwar ar c'hrign-bev-se[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le Point, 7 Genver 2018..