2017
Neuz
Bloavezhioù: ../.. 2011 2012 2013 2014 2015 2016 - 2017 - 2018 2019 2020 2021 2022 2023 ../.. | |
Dekvedoù: 1990 2000 - Bloavezhioù 2010 - 2020 2030 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved |
Diwar-benn bloavezh 2017 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Deiziadurioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klotañ a raio bloavezh 2017 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5777 / 5778
- Deiziadur muzulman : 1438 / 1439
- Deiziadur pers : 1395 / 1396
- Deiziadur sayana : 1938 / 1939
- Devezhioù juluan :
- Bloaz nevez Sinaat :
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 20 a viz Genver : kadoridigezh Donald Trump evel Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 21 Genver : Yahya Jammeh, prezidant kent Gambia, a dec'h diouzh e vro a-benn ar fin ha lezel a ra e blas gant ar prezidant nevez Adama Barrow, a oa bet dilennet e miz Kerzu.
- 26 a viz Genver : gant Francis Joyon hag e skipailh pemp bageer eo bet gounezet an Trofe Jules Verne p'o deus graet tro ar bed gant o gouelier e 40 devezh ha 23 eur 30.
- 29 a viz Genver : c'hwec'h den lazhet en ur gwalldaol a-enep ur voskeenn e kêr Gebek.
- 30 a viz Genver : addegemeret eo Maroko e-barzh Unaniezh Afrika, daoust d'an dizemglev a zo war statud Sahara ar C'hornôg.
C'hwevrer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 6 a viz C'hwevrer : e parlamant Israel ez eus votet un destenn da zegemer hervez al lezenn 4 000 ti savet gant trevadennerien yuzev e tiriadoù aloubet Sisjordania.
- 9 a viz C'hwevrer : gwallzarvoud e kreizenn nukleel Flamanville, e Normandi.
- 12 a viz C'hwevrer : dilennet eo Frank-Walter Steinmeier da brezidant Alamagn.
- 13 a viz C'hwevrer : muntret eo Kim Jong-nam, lezvreur diktatour Norzhkorea, Kim Jong-un, e Malaysia.
- 20 a viz C'hwevrer : disklêriañ a ra Aozadur ar Broadoù Unanet emañ an naonegezh o ren e Soudan ar Su.
- 22 a viz C'hwevrer : gant steredoniourien eus meur a vro ez eus kavet seizh ezplanedenn heñvel ouzh an Douar, en-dro d’ar steredenn TRAPPIST-1.
Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Meurzh : e Finland eo aotreet gant al lezenn hiviziken an dimezioù etre paotred pe etre maouezed.
- 2 a viz Meurzh : dilennadeg kuzulierien evit bodadenn Norzhiwerzhon.
- 9 a viz Meurzh : addilennet eo Donald Tusk da brezidant ar C'huzul europat.
- 12 a viz Meurzh : kondaonet eo Artur Mas, prezidant kozh Generalitat Katalonia, gant lez uhelañ Katalonia, abalamour m’en doa aozet ur referendum war dizalc’hiezh e vro e Gwengolo 2014.
- 22 a viz Meurzh : pemp den zo lazhet ha 50 gloazet en ur gwalldaol islamour e-kichen Palez Westminster e Londrez.
- 27 a viz Meurzh : harz-labour bras ha manifestadegoù e Gwiana c'hall.
Ebrel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 8 a viz Ebrel : rentet eo bet e armoù gant ar strollad euskarat ETA.
- 9 a viz Ebrel : meur a zek den zo bet lazhet e gwalldaolioù a-enep ilizoù ortodoks kopt en Ejipt.
- 16 a viz Ebrel : dre ur referendom eo bet asantet kreñvaat galloud ar prezidant Recep Tayyip Erdoğan e Turkia.
- 23 a viz Ebrel : Emmanuel Macron zo erruet da gentañ, ha Marine Le Pen da eil, e tro gentañ ar vouezhiadeg evit dilenn prezidant ar Republik c'hall.
- 29 a viz Ebrel : gant gouarnamant Turkia eo berzet Wikipedia er vro.
Mae
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2 a viz Mae : gant ar strollad Hamas eo degemeret ar soñj da gaout ur stad palestinat en douaroù aloubet gant Israel e 1967 hepken.
- 7 a viz Mae : en eil tro evit dilenn Prezidant ar Republik C'hall eo trec’h Emmanuel Macron war Marine Le Pen, gant tost an div drederenn eus ar mouezhioù.
- 13 a viz Mae : en Ukraina eo gounezet konkour kanañ an Eurovision gant ar Portugalad Salvador Sobral hag e ganaouenn Amar pelos dois.
- 15 a viz Mae : anvet eo Édouard Philippe da gentañ ministr e Bro-C’hall.
- 19 a viz Mae : addilennet eo Hasan Rohani da brezidant republik Iran, en dro gentañ.
- 22 a viz Mae : ouzhpenn ugent den zo bet lazhet en ur gwalldaol, e-pad ur sonadeg gant Ariana Grande e Manchester, e Bro-Saoz.
- 26 a viz Mae : lazhet ez eus ouzhpenn 20 a Gopted gant islamourien, en Ejipt.
- dibenn miz Mae : manifestadegoù e rannvro ar Rif e Maroko.
- 3 a viz Mae : gwalldaol islamour e Londrez, e-kichen London Bridge.
Mezheven
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 5 a viz Mezheven : dont a ra Montenegro da vezañ ezel eus Aozadur Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh.
- 8 a viz Mezheven : gant Strollad Mirour Theresa May eo aet ar maout e dilennadeg ar gannaded, met n'emañ ket ar muiañ-niver ganto e Ti ar C'humunioù.
- 12 a viz Mezheven : e Puerto Rico e c'houlenn ar muiañ-niver eus an dud, dre ur referendom, e teufe o enezenn da vezañ unan eus stadoù ar Stadoù-Unanet.
- 18 a viz Mezheven : ouzhpenn 60 den zo bet lazhet en un tan-gwall bras er c'hoadoù e Portugal.
- 18 a viz Mezheven : en eil tro dilennadeg kannaded ar Vodadenn Vroadel c'hall eo aet ar maout gant strollad Emmanuel Macron, La République en Marche.
- 22 a viz Mezheven : distrujet eo ar voskeenn vras Al-Nuri e-pad Emgann Mosoul.
Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 9 a viz Gouere : embann a ra gouarnamant Irak eo bet trec’h da vat war ar Stad Islamek en Emgann Mosoul.
- 12 a viz Gouere : kondaonet eo bet prezidant kozh Brazil, Lula da Silva, da nav bloaz hanter toull-bac’h, pa damaller dezhañ bezañ bogodet arc'hant en afer ar gompagnunezh Petrobras.
- 23 a viz Gouere : gant ar Saoz Chris Froome eo bet gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn evit ar pevare gwech.
- 31 a viz Gouere ouzhpenn 200 den a varv e Gujarat, en India, abalamour d'an dour-beuz.
Eost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1añ a viz Eost : dont a ra Shahid Khaqan Abbasi da vezañ Kentañ Ministr Pakistan, e-lec'h Nawaz Sharif.
- 4 a viz Eost : addilennet eo Paul Kagame da brezidant Rwanda.
- 12 a viz Eost : en ur vanifestadeg anvet Unite the Right gant tud eus an tu-dehoù pellañ ha gouennelourien e Charlottesville er Stadoù Unanet ez eus bet lazhet tri den.
- 17 a viz Eost : pevarzek den zo bet lazhet hag ur pevar-ugent bennak gloazet en ur gwalldaol islamour e-kreiz Barcelona.
- 30 a viz Eost : gant ar gorventenn Harvey ez eus bet lazhet ouzhpenn 30 den e Texas ha 30 000 den zo en em gavet hep ti nag aoz.
- 31 a viz Eost : ouzhpenn 3000 den zo bet lazhet er sizhunvezhioù tremenet en India, Bangladesh ha Nepal abalamour d'an dour-beuz dleet da c'hlaveier ar monson.
Gwengolo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 6 a viz Gwengolo : gant Parlamant Kumuniezh Emren Katalonia eo aprouet al lezenn da ober ur referendom war dizalc'hiezh ar vro d'ar 1añ a viz Here.
- 11 a viz Gwengolo : tolpadeg vras a dud e Barcelona da c'houlenn dizalc'hiezh Katalonia ha savidigezh ur Republik Katalan.
- 13 a viz Gwengolo : gant ar Poellgor Olimpek Etrebroadel eo choazet Pariz evit aozañ C'hoarioù Olimpek 2024.
- 15 a viz Gwengolo : ouzhpenn 30 den zo gloazet gant un darzhadenn e metro Londrez.
Here
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- : gant Parlamant Kumuniezh Emren Katalonia eo aprouet ur mennad war dizalc'hiezh Katalonia ha savidigezh ar Republik Katalan
Marvioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Meurzh : Martin McGuinness, bet unan eus pennoù bras an IRA ha bes-kentañ ministr Hanternoz Iwerzhon.
- 13 a viz Gouere : Liu Xiaobo, difenner gwirioù mab-den e Sina.
- 23 a viz Eost : Ronan Leprohon, politikour breizhat.
- 28 a viz Kerzu : Divi Kervella