Champouenn
Neuz
Ar champouenn a zo ur produ gludek evit gwalc'hiñ ar blev pe drederiañ anezhañ. Lakaet e vez war ar blev gleb, meratet e vez tonenn ar penn ha riñset e vez gant dour.
Champouennoù zo evit blev livet, blev sec'h pe druz, blev fin, blev bresk, blev frizet, evit ar babigoù pe ar vugale, pe c'hoazh al loened. Champouennoù zo a-enep ar c'henn pe al laou. Champouennoù sonnel a zo, par d'un dorzh soavon.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger hindek chāmpo (चाँपो [tʃãːpoː]) hag a zeu eus ar wrizienn sañskritek chapati (चपति) hag a dalv kement ha gwaskañ, merat. Deuet eo d'ar brezhoneg dre ar saozneg hag ar galleg moarvat.
Diferadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arabat eo ober gant ar champouennoù en natur rak saotret e vefe ganto abalamour d'ar gwezherioù a zo enno. Allergiezhoù a c'hall kaout tud zo.