[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

IXvet kantved

Eus Wikipedia
(Adkaset eus 9vet kantved)
801 802 803 804 805 806 807 808 809 810
811 812 813 814 815 816 817 818 819 820
821 822 823 824 825 826 827 828 829 830
831 832 833 834 835 836 837 838 839 840
841 842 843 844 845 846 847 848 849 850
851 852 853 854 855 856 857 858 859 860
861 862 863 864 865 866 867 868 869 870
871 872 873 874 875 876 877 878 879 880
881 882 883 884 885 886 887 888 889 890
891 892 893 894 895 896 897 898 899 900

D'ar 1 Genver 801 e krog an IXvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 900.


En Iraq en IXvet kantved eo bet savet ar plad priaj-mañ. Miret eo er Smithsonian Institute e Washington (DK)


  • Deroù ur prantad teñval evit rouantelezh Tibet, gronnet gant Indeziz, Arabed ha Sinaiz. A-dammoù ez a unaniezh ar vro. Peuzdistrujet, ne vo ket ar voudaegezh evit adsevel he c'hein a-raok an XIvet kantved.
  • Kabestret eo Bhoutan gant ar Vhotiaed.

Reter-nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jorjia : adc'hounit a ra tamm-ha-tamm tierniezh ar Vagratided an dachenn bet laosket gant an alouberien arab.
  • Dastumet eo an Hadith, hollad "lavaroù" ar Profed Mohammed hag an dud en-dro dezhañ a ya d'ober an darn vrasañ eus ar sunna (hengoun).

Armerzh ha kevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En em astenn a ra an impalaeriezh karolingat war 1,2 milion a km² ha bodañ a ra 15 milion a dud.
  • Rannet eo an implaeriezh e 300 kontelezh rannet d'o zro e pagi pe e gau. E penn ar gontelezh (comitatus) emañ ar c'hont, e penn ar pagus ar vikel hag e penn ar gau ar c'hantener. Anvet gant ar roue e c'hall ar gonted bezañ dilec'hiet pe torret eus o c'harg. Da baeamant e resevont e kerz, korvoderioù an impalaer (honor pe comitatus). Seveniñ a ra urzhioù ar roue, gervel a ra an dud frank evit ar argad bloaziek (an ost), kadoriañ a ra lez-varn ar roue (ar mall foran). Skoazellet eo gant ur c'hoskor a 10 pe 12 a dud. Gant se eo isframmet an impalaeriezh. A-wechoù e vez bodet ar c'hontelezhioù a vez fiziet en un dug pe en ur markgraf en tiriadoù war an harzoù (ar marzoù).
  • C'hoarvezout a ra e chomfe ar garg a gont en hevelep tiegezh e-pad meur a remziad : da skouer, eo dalc'het kontelezh Oberrheingau (Roen-Uhelañ) gant Rupert, marv a-raok 764, goude gant e vab Kankor betek 771 hag e vab-bihan Emmerich betek 785. E 795 ez a d'e genderv Rupert he zreuzkas d'e dro d'e vab anvet Rupert ivez e 807.
  • War ar maez e vev ar pep brasañ eus an dud en impalaeriezh. Labourat a reont e domanioù bras (villae) rannet an douaroù enno e mirlec'hioù (terra indominicata) hag e rannoù, anezho dalc'hoù frank pe servel roet da goumananterien en eskemm d'an aner graet war an douaroù miret. N'eus ken nemet en-dro d'ar mor kreizdouar ez eus bet kendalc'het gant reizhiad sklaved an henamzer pe neuze en tiegezh evel mevelien. Alies e vez staget ouzh ur rann labouret gantañ. Tennañ a ra neuze e stad armerzhel da hini an trevadenner, anezhañ un den dizalc'h (frank), met a zo divarrek pe a vez miret outañ gant e vestr da respont da c'halvoù mall (lez-varn) ar c'hont. E dalc'h e vestr emañ. Tamm-ha-tamm e c'hoarvez an tremen d'ur stad sokial nevez, eus ar sklaverezh pe eus an trevadennerezh d'ar servelezh (dindan beli klok ar mestr emañ ar serv dalc'het). Perc'henned vihan a labour un douar-kuit zo c'hoazh met nebeut a ditouroù zo diwar o fenn.
  • War sevel emañ armeoù rouaned Skandinavia e-tro an IXvet hag an Xvet kantved gant an hevelep sternerien hag an hevelep pennoù hag al lestrazoù roueel. Dre ar savadeg vilourel diazezet war an tuta dre ranndir, al leidhangr (hennorvegeg), lethang (daneg) pe lethungr (svedeg), e vez savet an nerzhioù armet. Rankout a ra pep domani pe strollad kêriadennoù pourchas d'ar roue ul lestr hag e skipailh armet ha leviet gant ar styresmand, penn ar gumuniezh vihan a-ziwar ar maez deuet da vezañ ur penn milourel. Mont a ra ur skoed kelc'hiek, ur c'hleze hag ur vouc'hal vrezeliañ, ur goaf hag un tokarn begek d'ober an armoù rakwelet evit pep den eus al leidhangr. Rakwelet emañ ivez el lezenn evit pep den ur roched-houarn dre skañv roeñviñ, ur wareg ha saezhoù. E Danmark emañ ouzhpenn ur marc'h hag un arbalastr evit pep lestr.
  • War zouar en em ganner peurliesañ, tal-ouzh-tal ha war linennoù. Mont a ra ar Penn hag e warded d'ober ur graonenn strollet en-dro d'ar banniel (skjaldborg, goudor stummet gant ar skoedoù). Goude ul lid argad evit ar bagadoù e stlap an eil lu war egile a armoù bann (mein, goafioù) ha tostaat a ra al linennoù en em gann en dizurzh dre lies emgannoù a-zaou. Kadarnded ar Pennoù a c'hoari kalz war disoc'h an emgann. Pa vez sklaer emeur re wan n'eo ket un dizenor goulenn truez hag, alies, e vez roet gant an eneber. Brezelourien zo (ar berserkir, "kuzhet e kroc'hen un arzh"), a glask diwiridikaat o c'horf diouzh ar boan dre droioù hud ha trelat.
  • En Impalaeriezh vizantat, e vez tutet soudarded hag isofisourien al lu kreiz evel soudarded an themes (rann velestradurel) e-touez ar stratiôtês (soudard-kouer), anezho labourerien-douar perc'henned a zle ar servij soudard en eskemm da vuzulioù gwareziñ bras e-keñver an tailhoù.
  • Kenderc'hel a ra ar Stad vizantat gant unanenn dailhoù ar c'hôrion (kêriadenn) dre gwir kentprenañ ar gendailhidi pa vez gwerzhet un tamm douar ha kas a ra war-raok ar perc'henniezhioù krenn dre gevratoù tiekaat (war "hanter") pe dre feurmiñ douaroù gant feurioù emsav (10% eus ar frouezh).
  • Doare merañ an douaroù en Impalaeriezh abasid zo termenet gant an aloubadeg he deus graet eus ar gumuniezh vuzulman perc'henn an douaroù. Gallout a ra ar C'halif a gomz en hec'h anv ober ganto evel ma kar. Evit gwir ez eus meur a seurt perc'henniezhioù : douaroù prevez ar pobladoù anvuzulman da vare an aloubadeg; gallout a ra ar-se bezañ dalc'het gant o ferc'henn en eskemm eus paeamant ar c'harâdj, bezañ gwerzhet ha legaset; douaroù prevez ar vuzulmaned, douraoù frank (mulk), akuizitet dre bren digant perc'henned eus ar vro; rankout a ranker paeañ an deog evito; an domanioù foran savet diwar diberc'hennadurioù c'hoarvezet da vare an aloubadeg a vez meret war-eeun gant melestridi ar c'halif, pe laosket gant tud prevez pe da strolladoù (qatai) ; dilamadus eo ar madoù wafq fiziet gant ar feizidi en diazezadurioù deol (moskeenn, skolioù, ospitalioù…).
  • Tieien dre zaouhanter zo eus al labourerien-douar peurliesañ. Diazezet eo an dourañ, laosket da hêrezh gant an Henamzer (dour-beuz an Nil en Egipt, kanolioù Mezopotamia, puñsoù branskellek (chadouf), rod troet gant loened (noria), stankelloù e Treuzoksian, e Khuzistan hag e Yemen, ribouloù danzouar e traoñ ar menezioù Iran (kanat) pe er Maghreb (rhettara)), war un aozadur kumuniezhel kreñv ha perzh oberiant ar Stad. Labouret e vez c'hoazh gant an arar digilhor ha stuziet nemeur eo an douar gant ar gwan m'eo an desevel loened.
  • Broudet eo produerezh al labour-douar gant goulenn ar c'heodedoù bras ha metoù ar vrientinien. Dreist-holl e c'hounezer produioù plant : edaj (ed, riz), frouezh (abrikez, aouravaloù), legumaj, eoul olivez (Siria ha Palestina, miret evit ar re binvidik), sesam (Iraq), rabez, kolza, lin pe risin (Egipt), gwiniegi (Siria, Palestina, Egipt), datez, bananez (Egipt), ha korzh sukr. Pouezus e chom ar saverezh loened evit ar boued, pourchas danvezioù krai (gloan, lêr hag evit an treuzdougen (kañvaled, dremedaled, kezeg turk-ha-mongol pe kezeg-gwad arab). Dre-holl e kaver deñved ha war-raok ez a ar saverezh bualed (geunioù goueled Iraq pe Oront). Bastañ a ra ar saverezhioù yer, pichoned pe gwenan d'ar goulenn bras a vez e-touez ar renkadoù en o aez. Tremen a ra ar bobl vunud gant boued difonn, plant dreist-holl (galetez riz, yod ed, legumaj ha frouezh).

Iijnadennoù, kavadennoù, degasadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]