[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kontadenn

Eus Wikipedia

Stumm, orin ha rummata

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gontadenn a zo un istor a vez kontet, pe lavaret da gentañ penn.

En istor-se e vez kaoz eus tudennoù faltaziet, hag eus darvoudoù ijinet, hep klask gwirionez ebet, hep klask bout gwirheñvel e doare ebet.


Gerioù damheñvel o ster

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Se zo kaoz e vez graet a-wechoù gant ar ger marvailh (eus ar galleg merveille), a zo heñvel e ster. Marvailher a zo dezhañ ar memes ster ha konter.

Kalz tud a ra bremañ gant ar moliac'h pe marzh ivez.

Orin kontadennoù'zo a zeu eus an amzerioù kozh-tre, hag int bet treuskaset dre gomz. Setu perak e vez graet kontadennoù hengounel eus lod anezho. Pa vez treuskaset un istor dre gomz e vez kemmet atav tra pe dra ennañ: al lec'h, an anvioù, an amzer, ar stumm lennegel (eus ar varzhoniezh d'ar c'homz-plaen, da skouer), ar framm hag all.

Kontadennoù hengounel a vez kavet er bed-holl o-deus ur pe vuioc'h steuñv-dezrevell kozhpatromel (ger da wiriekaat).

Rummataet eo bet ar steuñvou-dezrevell-se gant ar folklorour finlandad Antti Aarne (1867-1925) ha kendalc'het eo bet al labour gant un Amerikan, Stith Thompson.
2 340 patrom evit ar c'hontadennoù a zo er rummatadur Aarne-Thompson bremañ.

Ur folklorour rusian, Vladimir Propp en-deus studiet framm ar c'hontadennoù moliac'h hengounel ha Bruno Bettelheim en-deus diskouezet penaos e veze stag ar ar steuñvoù-dezrevell ouzh ar frammoù digemm lakaet wae wel gant ar bsikologourion pe ar bredelfennerezh. Gantañ eo bet renevezet elfennadur ar c'hontadennoù brudetañ (Kroc'hen-azenn, da skouer).

Dastumerien brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A wechoù e vez adkrouet ar c'hontadennoù hengounel gant skrivagnerien'zo. An Danad Hans Christian Andersen hag an Alaman Ernst Hoffmann eo ar re anavezetañ.

E Breizh, Yann ar Floc'h, Ivon Krog hag Erwan ar Moal o deus savet seurt kontadennoù, darn anezho ijinet diwar patrom an hengoun.

Konter ha konterez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-gozh, ar c'hontañ a zo bet dibunet ha treuzkaset gant ar merc'hed a veze o wiata pe o nezañ. E Bro-Dreger e vezent anvet nozvezhioù hag e veze kontet istorioù er filajoù-se. Ar vagerezed o-deus treuskaset hep ehan keid ar c'hantvedoù miliadoù a gontadennoù ivez.
Hag evit gwir, ar merc'hed o deus kroget er XVIIvet ktvd treuzskrivañ kantadoù a gontadennoù en un dastum bras, "Le cabinet des fées", meur a levrennoù gantañ. E-touez ar merc'hed-se e kaver Madame d'Aulnoye (Contes de ma mére l'Oye).

  • Delarue, Tenèze
  • Bruno Bettelheim