[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Niveradur roman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sifroù roman)
Dornskrid Freigius, 1582

Implijet eo bet an neveradur roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ gant 7 lizherenn hepken an niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000. Ne anavezent ket ar mann avat, pe gentoc’h ne veze ket lakaet da niver[1].

Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :

  • kement lizherenn lakaet a-zehoù d'unan all brasoc’h pe kevatal he zalvoudegezh dezhi hec’h-unan a vez sammet ganti : XI = X + I = 10 + 1 = 11 ;
  • kement lizherenn unanenn lakaet diouzhtu a-gleiz d'ul lizherenn all kreñvoc’h he zalvoudegezh a verk e ranker lemel an niver anezhi diouzh an niver a zo war he lerc’h : IX = X - I = 10 - 1 = 9 ;
  • bodet eo an talvoudoù en urzh digreskiñ, nemet evit an talvoudoù da lemel diouzh ar reolenn a-us.

Notadur klasel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aros al lestr Cutty Sark, 1869
Sifroù
roman
Talvoudoù Talvoudegezh
I 1 ur biz / ur varrenn
V 5 un dorn / un ask
X 10 daou zorn / ur groaz
L 50 ?
C 100 Centium (100 e latin)
D 500 ?
M 1000 Mille (1000 e latin)
V 5000 ha + M usskrivet[2]

Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an Istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. "Mil" (1000), da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn.

Anno Domini 1932

Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3 999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us an niver evit merkañ ur feur 1 000 ha div varrenn evit ur feur 1 000 000.


Unanennoù Unanennoù + 10 Degadoù Kantadoù Miliadoù
1 = I 11 = XI 10 = X 100 = C 1000 = M
2 = II 12 = XII 20 = XX 200 = CC 2000 = MM
3 = III 13 = XIII 30 = XXX 300 = CCC 3000 = MMM
4 = IV 14 = XIV 40 = XL 400 = CD  
5 = V 15 = XV 50 = L 500 = D  
6 = VI 16 = XVI 60 = LX 600 = DC  
7 = VII 17 = XVII 70 = LXX 700 = DCC  
8 = VIII 18 = XVIII 80 = LXXX 800 = DCCC  
9 = IX 19 = XIX 90 = XC 900 = CM  

Evit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehoù. Mard eo ur sifr brasoc’h eget pe kevatal d'ar sifr a zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e kemm ar reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.

  • XVI = 10 + 5 + 1 = 16
  • XIV = 10 - 1 + 5 = 14 (rak I zo bihanoc’h eget V)
  • DIX = 500 - 1 + 10 = 509 (rak I zo bihanoc’h eget X)
  • MMMCMXCIX = 1000 + 1000 + 1000 - 100 + 1000 - 10 + 100 - 1 + 10 = 3999
  • MMMMDCCCCLXXXVIII = 4988, an niver roman hirañ hervez an niver a arouezennoù.

N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare hentenn o deus kenvevet an eil gant eben, evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX. N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ.

Horolaj alaman, 2006

Implijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war dremmoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Alies e vez skrivet IIII warno e-lec'h IV evit 4 ; d'ober bravoc’h eo traken : evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III ha IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag ez eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV.

Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh.

Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-boan muioc’h a arouezennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’heller implijout an niver mann (0) ; ouzhpenn-se e c’heller skrivañ ar sifroù a-steud, ar pezh a aesa kalz ar jediñ war baper.

Skouerioù sifroù roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c’hant niver anterin kentañ skrivet gant sifroù roman
I II III IV V VI VII VIII IX X
XI XII XIII XIV XV XVI XVII XVIII XIX XX
XXI XXII XXIII XXIV XXV XXVI XXVII XXVIII XXIX XXX
XXXI XXXII XXXIII XXXIV XXXV XXXVI XXXVII XXXVIII XXXIX XL
XLI XLII XLIII XLIV XLV XLVI XLVII XLVIII XLIX L
LI LII LIII LIV LV LVI LVII LVIII LIX LX
LXI LXII LXIII LXIV LXV LXVI LXVII LXVIII LXIX LXX
LXXI LXXII LXXIII LXXIV LXXV LXXVI LXXVII LXXVIII LXXIX LXXX
LXXXI LXXXII LXXXIII LXXXIV LXXXV LXXXVI LXXXVII LXXXVIII LXXXIX XC
XCI XCII XCIII XCIV XCV XCVI XCVII XCVIII XCIX C


  • 888 = DCCCLXXXVIII
  • 1000 = M
  • 1515 = MDXV
  • 1975 = MCMLXXV (1000+(1000-100)+(50+10+10)+5)
  • 2002 = MMII

Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Gant abakennoù e veze graet. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho da implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat.

Adstummoù krennamzerel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.

  • 4 zo bet skrivet IIII e-lec’h IV, ar pezh a zo un adstumm kozh e gwirionez. Dalc’het eo bet an implij-se en horolajerezh ma vez skrivet IIII evit 4 eur, evit aesaat al lenn war ur skramm ront ha plijout d'ar gweled dreist-holl.
  • A 80 da 400 e konter dre ugent, o lakaat ar sifr ugent (XX) da c’hallouder : da lavaret eo IIIIXX evit 4 x 20 = 80 ; e Breizh e veze implijet kalz an doare jediñ dre ugent-se gant an dud betek nevez-tre zo : "c'hwec'h-ugent" a oa 120; "tri-ugent" (60) ha "pevar-ugent" (80) zo chomet bev. E Pariz ez eus un ospital anvet hôpital des Quinze-Vingts ma oa 15 x 20 = 300 gwele er bloaz 1260.
  • Evit ar c’hantadoù e c’haller merkañ an niver a gantadoù heuliet gant merker ar c’hantadoù (c pe, el liester ctz evit centz) evel gallouder : 300 a skrived eta IIIc(tz).

|

1630 en Amsterdam
  • E lod skridoù eus ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved ec’h implijer ivez :
  • ↀ pe (I) evit 1000.
  • ↁ pe I)) evit 5000.
  • ↂ pe ((I)) evit 10 000.
  • I))) evit 50 000.
  • (((I))) evit 50 000.

Met ne implijer ket an notadur-se evit notenniñ lamadurioù : 4000 a skriver MMMM ha neket MI)).

Ur pennad eus an heuliad
Reizhiadoù niveriñ
eo ar pennad-mañ.
Sifroù arabek
Niveradurioù
arabekarmenianek
babilonsinaek
koptekegiptek
etiopiekgresianek
gotekhebraek
Indiajapanek
mayamongol
nesanroman
slavthailandek
lec’hiadel


Marteze ez eo bet kaset implijerien an niveradur roman da anavezout lod disoc’hoù dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, mar gouient en a-raok petra a oa liesad XII x XII (= CXLIV, 144) e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Ifrah, Georges : Histoire universelle des chiffres, levrenn 1, pp. 454–460, Robert Laffont, 1994 (ISBN 978-2-221-05779-7)
  1. Gwelet ar pennad Steradurezh hollek.
  2. Pe tenn eeun, testeniekaet abaoe an Henamzer.