tiegezh
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn tieg hag al lostger -ezh.
- Meneget er C'hatolikon (tyeguez).
- Da geñveriañ gant ar ger taeogaeth e kembraeg ha tiogeth e kerneveureg.
Anv-kadarn
tiegezh /tiˈeːɡɛs/ gourel, liester : tiegezhioù
- atant, menaj
- Kemenerien ez oant o-daou, ha bemdez ec'h aent da labourat d'an tiegezhioù war ar maez, pep hini en e du. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/4, Al Liamm, 1989, p. 17.)
- [...] : « It d'an tiegez a zo dirazhoc'h, ha kerkent ma c'h-erruot, e cavot stag eun azenez hag he azen yaouank n'eus pignet c'hoaz den ebed varnhan : [...]. » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 240.)
- Un tamm mat muioc'h a ginnigas d'ar perc'henn war briz ar feurm hag e rankas an intañvez, gant aon da vezañ kaset kuit, kreskiñ he gouel-mikael evit mirout an tiegezh. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 19.)
- familh
- Eun tiegez kristen, eme eun doktor braz, ... a dlefe beza evel eun iliz d'ar vugale a zo enn'han o sevel. — (PGAZ, p. 1.)
- Jozef ha Mari a oa en penn tiegez Nazareth ... — (BUAS1912, p. 89.)
- Ar re a zo laket gant doue en penn an tiegezhioù o deus da respont eus kement a c'hoarvez enne ... — (BUAS1912, p. 89.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troienn