kristen
Neuz
Brezhoneg
- Eus Krist.
Anv-kadarn
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | kristen /ˈkrisː.ten/ |
kristenien /kristen.jɛn/ |
Benel | kristenez /kristenes/ |
kristenezed /kriste.ˈneː.zet/ |
- Den eus ar relijion gristen.
- ...ar re-se a debr kement kristen a degouezh en o c'hastell. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 12.)
- Piv eo ar c’hristen mat hag a garfe mont mesk-e-mesk gant tud evel ar re am eus komzet deoc’h anezho ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 192.)
- Bevañ, mervel, evel ur c'hristen.
- ... ar stad a gristen, ... An anv hag ar stad a gristen , SKKR 2/5
- [...], ha gouzout mat a ouzon e save pennadou flemmus hag entanet, koulz e brezoneg hag e galleg, evit difenn e gredennou hag e wiriou a gristen dispont ha kalonek ha diarbenn e enebourien, [...]. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 7.)
- Te zo ur c’hristen a zen ac’hanout avat ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 284.)
- « Va zi a zo digor da bep kristen. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 78.)
- c'hwezh ar c'hristen
- C'hwez ar c'hristen a santan,
Hag hen debriñ a rankan ! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 39.)
- C'hwez ar c'hristen a santan,
- den (ebet) :
- Job ne reas 'kristen van ebet outañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 20.)
- Met ne oa kristen ebet ken dirak e zaoulagad ... — (PIPI 1908, p. 168.)
Anv-gwan
kristen
- Tud, traoù kristen: un ti kristen, ar relijion gristen; an ilizoù kristen.
- Kig kristen
- [...] ; e zaoulagad a luc'has an e benn, hag e lavare ennan e-unan : « Setu kig kristen d'in a-benn fenoz ! Da Zoue, m'hen tou ! n'az tenno ket a dre va daouarn !!!... » — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 72.)
- Ur penn kristen.
- ar brederouriezh kristen:
- Tu a zo da vont c'hoazh pelloc'h ha donoc'h war gudenn ar Brederouriezh kristen. — (Maodez Glanndour, Kudenn ar brederouriezh kristen, Al Liamm 8, 1948, p. 40.)
- Skolioù kristen: