perc'henn
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (perchenn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù perchen en kembraeg, perghen en kerneveureg.
Anv-kadarn
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | perc'henn /ˈpɛr.ɣɛn/ |
perc'henned /pɛr.ˈɣɛ.nːet/ |
Benel | perc'hennez /pɛr.ˈɣɛ.nːes/ |
perc'hennezed /Distagadur ?/ |
perc'henn /ˈpɛr.ɣɛn/
- Den a biaou un dra bennak dre wir.
- Un tamm mat muioc'h a ginnigas d'ar perc'henn war briz ar feurm hag e rankas an intañvez, gant aon da vezañ kaset kuit, kreskiñ he gouel-mikael evit mirout an tiegezh. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 19.)
- Lan ar C'hor, perc'henn an dornerez, a lavaras : ... — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 33.)