kasoni
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Anv-kadarn
kasoni /kaˈsɔ̃ːni/ hollek benel
- Santad taer a zroukrañs/enebiezh a ra d'unan bennak c'hoantaat pe ober droug da unan bennak all, kaout plijadur gant ar gwalleurioù a c'hoarvez gantañ
- - [...] : met an itron hag hoc'h enebour, daoust dezhe da diskouezañ bezañ joaus ha kontant, a vo kasoni en o c'halonoù. [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 179.)
- Sellout a reas ouzh ar C'hor gant daoulagad leun a zour. Ranngalon pe kasoni. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 34.)
- Darvoud sakr ar c'halvar a atizas c'hoazh e gasoni hag e fulor. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 15.)
- − Se n'hall ket bezañ, eme Hagrid. Perak 'ta en dije kasoni ? — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 148.)
- bezañ kasoni etre tud
- Kaout kasoni ouzh unan bennak
- [...] ha ne vankent tro ebet evit diskouez ar gasoni o doa ouzh Doue hag ouzh ar re hen adore. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 119.)
- kasoni ruz: kasoni vras
- magañ kasoni
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
- galleg : antipathie (fr) , haine (fr)