bevañ
Neuz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (beuaff).
- Da geñveriañ gant ar verboù byw en kembraeg, bewa en kerneveureg.
Verb
bevañ /ˈbeːvã/ verb gwan (displegadur)
- Bezañ bev, chom bev.
- — « Petra, » eme ar briñsez, « ur c'horf hep ene ? Penaos e c'hellit-hu bevañ neuze ? » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 141.)
- N'eo ket red kemer kement-se a boan evid kelou beva ha mervel e-neus an den d'ober war an tamm douar-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 45.)
- Evid kelou beva ha mervel e-neus an den d'ober war an tamm douar (patatez)-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 136.)
- Evid kelou beva ha mervel az-teus d'ober — ha mervel pa vo red — ne dalv ket ar boan dit ober gwad fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 249.)
- Beva beteg mervel az-teus d'ober — ha mervel pa vo red — ne dalv ket ar boan dit ober gwad fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 249.)
- Bevet Breizh !
- bevañ pell
- — [...]... Mes ar c'hoant bevan pell a deu d'imp, ma teu hon buhe da zalvi Breiz-Izel. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 181.)
- Bevañ en ul lec'h bennak : bezañ o chom en ul lec'h bennak
- — [...]. Gwelloc'h eo bevan er baourante, gwelloc'h eo, mil gwech, mervel gant an naon, evit bevan e-kreiz ar madou, mar bent kiriek d'imp da goll hon ine. [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 67.)
- Yun a veve gant e vamm-gozh en un ti paour, war gorre un dorgenn dizarempred. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- Bevañ a rae e-unan en ur blockhaus kozh goloet a zrez hag a raden. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 299.)
- Bevañ evel ul lean: bevañ hep daremprediñ den.
- doare-bevañ: an doare da vevañ
- bezañ o vevañ:
- ... ur breur ermit a zo o vevañ en ur c'hoad bras, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 140.)
- Bet e oa o vevañ er c'holonioù e-pad un tregont vloaz bennak. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 128.)
bevañ /ˈbeːvã/ verb kreñv eeun (displegadur)
- Reiñ peadra da vevañ, da zebriñ da un den; magañ un den.
- Bevet mat out ivez ? — (Klaoda ar Prad, An teir c'had ; Ar mevel laer, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908, p. 22.)
- - Ne c'houlennan ket beza pinvidik : gant m'am be peadra da veva va zorrad en o eas a zo a-walc'h [...]. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 86.)
- — « Penaos, a gav d'eoc'h, e c'hellfemp-ni beva Laouig er skol, hag e wiska ? [...]. » — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 44.)
- — « [...]. Me va unan, daoust ha n'oun ket pinvidik, a zikouro ivez gwella ma c'hellin da veva ha da wiska ar paotr. — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 45.)
- An dud o-devez c'hoant da veza bevet evel aotroune. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 45.)
- Bremañ e vezer bevet kalz gwelloh evid gwechall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 203.)
- Rak Gab Lukaz, evit bevañ e dud, 'n devoa nemet an dek gwenneg a c'houneze bemdez. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 46.)
- Bevañ a rae he zud gant soubenn, bara, yod babig ha yod kerc'h. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 206.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet bewañ.
Gerioù enepster
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
bezañ bev
reiñ peadra da vevañ
- galleg : entretenir (fr) (nourrir)
Furm anv-gwan
bevañ /ˈbeːvã/
- Muiañ bev.