bev
Neuz
Brezhoneg
Indezeuropeg |
Henamzer uhel Kentkeltiek [1] |
Henamzer Predeneg h.a. |
Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. |
Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. |
Amzerioù modern Brezhoneg h.a. |
Yezhoù all |
*gʷih₃wós(en) | *biwos /-a(en) | *bɨw (en) | beu | bev | ||
biu | byw, bew | Kerneveureg | ||||
byw | byw | Kembraeg | ||||
(Biuonia) | Galianeg |
- (Furm verb) Savet diwar « bev- », pennrann ar verb « bevañ », hep dibenn-ger.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | bev |
Derez-uheloc'h | bevoc'h |
Derez-uhelañ | bevañ |
Derez-estlammiñ | bevat |
bev /ˈbewː/
- Ha n'eo ket marv
- Mar d'eo bet trec'het Breiz er brezelliou braz.
He iez a zo bepred ken beo ha biskoaz. — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.) - Evomp ur chopinad ha yec'hed d'ar re vev . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 16.)
- Da vloaz, ma vezan bev ha yac'h, e vo gwelet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 177.)
- Mar d'eo bet trec'het Breiz er brezelliou braz.
- douar bev
- en bev
- Ar medisin-se a oa prest da gas ma mamm en bev d’ar vered, TBP 2/41
- bev pe varv, marv pe vev :
- « Ma ! n' eus forz ! Me a felle d' in kaout ac'hanout d' in, ha d' in e vezi beo pe varo !... » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 133.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
Adverb
bev /ˈbewː/
- Adverb a dalvez da greñvaat ster an anv-gwan a zo en e raok.
- Heñvel-bev ouzh tra pe dra.
- Adverb ivez: en-bev
Anv-kadarn
bev /ˈbewː/
- betek ar bev
- ... e vez troc’het ar c’horn dindan o zreid betek ar bev — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 40.)
Furm verb
bev /Distagadur ?/
- Furm ar verb bevañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Furm ar verb bevañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- ↑ Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p160