disliv
Brezhoneg
- Savet diwar ar rakger dis- hag an anv-kadarn liv.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | disliv |
Derez-uheloc'h | dislivoc'h |
Derez-uhelañ | dislivañ |
Derez-estlammiñ | dislivat |
disliv /ˈdizliw/
- Disteraet e liv gantañ (diwar-benn an traoù, ar gwiadoù peurvuiañ)
- Disliv, koshaet, techet da zaougrommañ ha dinerzh e vouezh. — (Jakez Konan, Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm, 1981, p. 89.)
- Al lizherennoù alaouret anezho a oa deuet da vout disliv, hag ar gerioù a oa skrivet e yezhoù ha ne gomprene ket. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 214.)
- Kollet liv ar yec'hed gantañ ; drouklivet, glas, morlivet (diwar-benn an dud)
- Hag aze e oa-eñ, e skeudenn bepred, disliv e zremm gant ar spont, hag aze ivez e oa un dek den all da vihanañ. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 216.)