[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ur marc'hadour a Vontroulez

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr

Ur marc'hadour a Vontroulez zo titl un danevell hir (ur bajennad ha kant) gant Jakez Konan bet embannet gant Al Liamm e dibenn 1981.

Er rakskrid anezhi e kemenn an aozer d'e lennerien ez eo bet savet diwar un darvoud c'hoarvezet en triwec'hvet kantved. En abeg da c'heriennoù ha troioù-lavar eus Bro-Dreger a ra Jakez Konan ganto alies e kaver ur roll-gerioù e dibenn an oberenn.

An ugent a viz Here emaomp hag emañ Garan Dreveur gant e hent, war e varc'h, tostik-tost ouzh Sant-Ke-Perroz. Ur stal emañ o telc'her e Montroulez gant e dad ha mont a ra da di-stern Koneri ar Merer da welet ha prest eo al lien-lin en devoa gourc'hemennet digant ar gwiader. Eno e ra ar paotr a bemp bloaz warn-ugent anaoudegezh gant div blac'h yaouank, an dimezell Gwenn ar Madeg a Dremelven hag he servijourez Yona ar Floc'h. Ne oar ket ar marc'hadour yaouank c'hoazh ec'h en em gavo e kastell Tremelven a-benn nebeut, goude bezañ bet taget gant daou laer war hent Lannuon...