e
Gwelet ivez : é, è, ê, -e |
Brezhoneg
- (Araogenn) : Eus en.
- Da geñveriañ gant ar c'herneveureg en, ar c'hembraeg in en deus roet yn, an heniwerzhoneg n-, ar galianeg en-, in-, ar gresianeg ἐν, al latin in, ar goteg, an hensaozneg hag an alamaneg in (ein- rakger),... Boutin eo d'ar c'herentiad a-bezh nemet ar sañskriteg marteze.[1]
- Diwar en eo savet en-keñver, en-kichen, en-touez, ha re all.
Rannig
e /e/
- Rannig-verb.
- Penaos e ra ma breur? emezañ. -Mat a-walc'h, dre c'hras Doue; prestik e kerzho hep flac'hioù. KAB 3/15
- Ker buan e santjod an douar o krenañ hag e klevjod ar reier o frailhañ. — (Lan Inizan, Toull al Lakez, Brest-Kemper, 1878, Kemper, 1930, p. 37.)
- E-barzh hag e
- Erruout a ra e-tal ar c'hastell hag e sko war an nor . KAB 3/15
stummoù all
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | ennon |
U2 | ennout |
U3g | ennañ |
U3b | enni |
L1 | ennomp |
L2 | ennoc'h |
L3 | enno |
D | ennor |
e /e/
- stumm an araogenn en dirak ur gensonenn
- bezañ un den, pe un dra, en ul lec'h
- bezañ un dra en un den (droug, fulor,konnar, lorc'h, stad)
- kaout poan en un dra bennak.
- Pa’z an war an douar bev am bez poan e pennoù ma daoulin, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 40.)— (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
- Me am bez poan e poull ma c’halon, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 229.)
- kregiñ un dra en un den
- lakaat un dra en ul lec'h
- Ret eo benniget ar parkoù da lakaat enno ar c'horfoù[8]
- pegañ un dra en un den
- Petra an Diaoul 'beg ennout, paotr bihan ar merc'hed ?[3]
- plantañ un dra en ul lec'h
- redek en ul lec'h
- Ar gwad ennomp a red taer [6]
Stummoù all
Pennaraogenn
pennaraogenn en araogennoù kevrennek (un 20 bennak):
Stummoù rannyezhel
Gour | Furm |
U1 | en ennon |
U2 | en ennout |
U3g | en ennañ |
U3b | en enni |
L1 | en ennomp |
L2 | en ennoc'h |
L3 | en enno |
D | en ennor |
- E yezh komzet Leon ha Treger e vez displeget an araogenn e gant an araogenn skoazell e end-eeun :
- N'ouzout ket pelec'h emañ toull ar c'hi e ti ar person ? – Dindan e lost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
Raganv-gour
e /e/
- Raganv gour renadenn eeun an trede gour unan gourel.
- d'e
- — « Sede kavet va gwaz ganin ; deomp d'e welout. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 97.)
- a-wechoù (ral) e-lec'h ê, raganv an trede gour lies
- Youlou santel ma bugaleach, o Itron Varia, miret-e em c'halon. BUSE 386
Notenn
Kemmadur dre vlotaat goude e.
Anv-gwan perc'hennañ
e /e/
- Anv-gwan perc'hennañ an trede gour unan gourel.
- Kuzhet e zremm gant e vlev gwenn.[12]
- Hennezh en devoa tapet e gerc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 25.)
- N'ouzout ket pelec'h emañ toull ar c'hi e-ti ar person ? – Dindan e lost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
Notenn
Kemmadur dre vlotaat goude e.
- Araogennoù brezhonek, stag
- en
Roll an daveoù :
- [1] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne
- [2] : Marv Pontkalleg, in Barzhaz Breizh
- [3] : Pardon Sant Fiakr, in Barzhaz Breizh
- [4] : An tri manac'h ruz in Barzhaz Breizh
- [5] : Aotrou Nann hag ar Gorrigan, in Barzhaz Breizh
- [6] : Al leur nevez, in Digor an abadenn, Cheun ar C'hann (1950)
- [7] : Kloareg Rohan, in Barzhaz Breizh
- [8] : Bosenn Elliant, in Barzhaz Breizh
- [9] : Jean Roparz, E Bro Yvonne, Eñvoriou eur beizantez a Vro-Leon, levrenn 1añ.
- [10] : Ar vinorez, kanet gant Le Guluche, toer, eus ar Roc'h-Derrien, in Chants et Danses des Bretons, Narcisse Quellien (1889)
- [11] : An tri manac'h ruz, in Barzhaz Breizh
- [12] : Drougkinnig Neumenoiou, in Barzhaz Breizh
Furm verb
e
Albaneg
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Stagell genurzhiañ
e /Distagadur ?/
Galizeg
- Eus et e latin.
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Stagell genurzhiañ
e /Distagadur ?/
Italianeg
- Eus ar ger latin et.
Stagell genurzhiañ
e /Distagadur ?/
- Ha.
Adstumm
- ed, dirak ur vogalenn.
Portugaleg
- Eus et e latin.
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Stagell genurzhiañ
e /Distagadur ?/
- ha
- Eu e ela. Me ha hi.
Spagnoleg
Stagell genurzhiañ
e