[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek eo ar meitneriom, Mt eo e arouez kimiek, 109 e niver atomek ha 268,17 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'he c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo ar meitneriom.

Meitneriom
HasiomMeitneriomDarmstadtiom

Ir
Mt
Taolenn beriodek, Meitneriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 109
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 9
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [278]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d7 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 15, 2[1]
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 801 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek 122 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 129 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 28,2 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

E 1982 e voe kevanaozet un atom hepken eus izotop 266 an elfenn 109 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner"[2]) e Darmstadt (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dre vombezenniñ bismut-209 gant houarn-58.
An anv meitnerium eo an hini nemetañ a voe kinniget evit an elfenn nevez, en enor d'ar fizikourez aostrian Lise Meitner (1878-1968) a zizoloas ar protaktiniom 91Pa kevret gant Otto Hahn ; unan eus dizoloerien ar skiriad derc'hanel e voe Lise Meitner ivez. E 1994 e voe erbedet an anv gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ha lakaet da anv ofisiel etrebroadel e 1993[3].

Perzhioù

kemmañ

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije ar meitneriom ivez neuze, marteze eus familh ar platin.
Gortozet eo perzhioù ar meitneriom evel par da re elfennoù all ar strollad 9 (26Co, 45Rh hag 77Ir), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl[4] e vije ar meitneriom war a hañval.

Izotopoù

kemmañ

N'eus izotop stabil ebet eus Mt, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho, 278Mt (kevanaozet e 2009) o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a 7,6 eilenn.

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù

kemmañ
  1. Diouganet hervez hini an iridiom.
  2. Lec'hienn GSI (de) (en) Liamm oberiant 16 KZU 12
  3. p. 1792, IUPAC ; p. 2421 IUPAC (en) Liammoù oberiant 16 KZU 12
  4. Ar metaloù nobl : 44Ru, 45Rh, 46Pd, 47Ag, 76Os, 77Ir, 78Pt hag 79Au

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok