[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek eo ar bismut ; Bi eo e arouez kimiek, 83 e niver atomek ha 208,98 e dolz atomek. Ur metal paour eo, par d'an arsenik ha d'ar stibiom.

Bismut
PlomBismutPoloniom
Sb
Bi
Mc
Taolenn beriodek, Bismut

Perzhioù hollek
Niver atomek 83
Rummad kimiek Metaloù paour
Strollad 15
Trovezh 6
Bloc'h p
Tolz atomek 208,98040
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d10 6s2 6p3
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 5
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +3
(Oksidenn drenkennek skañv)
Tredanleiegezh 1,90 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 702,943 kJ/mol
2 : 1 611,593 kJ/mol
3 : 2 466,163 kJ/mol
4 : 4 370,782 kJ/mol
5 : 5 403,174 kJ/mol
5 : 8 519,648 kJ/mol
Skin atomek 207 pm
Skin kenamsav 150 pm
Skin Van der Vaals 207 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 9 803 g/cm3
Teuzverk 271,406 °C
Bervverk 1 564 °C
Tredanharzusted 129 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
1 cm3 eo ec'honad an diñs bismut

E dibenn ar XIVvet kantved pe e deroù ar XVvet kantved e voe kavet ar bismut, gant un alkimiour dianav. Pelloc'h er XVvet kantved e voe kendeuzet ar bismut gant plom da fardañ arouezennoù-moullañ ; boestoùigoù evit ar bravigoù a voe graet gant ar c'hendeuzad-se ivez.
Dre m'eo pounner hag aes da deuziñ e veze droukvesket ar bismut gant ar plom alies.
E 1546 ez embannas ar skiantour sakson Georg Pawer (Georgius Agricola) en e levr De Natura Fossilium e vije daou vetal eus ar bismut hag ar plom[1], ar pezh a voe skrivet adarre gant an apotiker prusian a orin polonat Caspar Neumann e deroù ar XVIIvet kantved, ha prouet e 1753 gant ar c'himiour gall Claude-François Geoffroy dre e hiniennekaat a-douez ar plom[2].

An anv

kemmañ

Bisemutum e oa ar stumm latin bet skrivet gant Georgius Agricola e 1530, hep mar diwar e droidigezh eus un termen teknikel bet arveret gant micherourien ar mengleuzioù. Bismuth, Wis(s)muth e oa ganto, marteze eus Weiß Mass, "tolz gwenn"[3].

Kenderc'hadur

kemmañ
 
Un tumi

Bismut zo bet kavet e dornell arem un tumi, ur gontell he lavnenn hanter-ront a veze implijet gant Inkaed Machu Pikchu war-dro ar XVvet kantved ; 18 % a vismut kendeuzet gant staen zo aet da ober an arem-se. Dre ma n'eus bet kavet mengleuz ebet e kreder e kavent bismut glan en natur[4].

War-dro div wezh muioc'h a vismut eget a aour a gaver en douar, e kailhoù bismutinit Bi2S3 ha bismit Bi2O3 pergen.
Estreget mengleuzioù zo, pa c'haller kenderc'hañ bismut dre buraat kailhoù plom, kouevr, staen, molibden pe c'hoazh wolfram.

Kementadoù bismut bet kenderc'het e 2011[5]
Kementad (t) Dregantad
Sina 6 000 70,58
Perou 1 100 13
Mec'hiko 1 000 11,8
Bolivia 100 1,2
Kanada 100 1,2
Sammad ar 5 Stad 8 300 97,78
Broioù all 200 2,22
Sammad er bed 8 500 100,0

Perzhioù

kemmañ

Ur metal liv an argant un arliv roz dezhañ eo ar bismut. Liesliv e teu pa vez lezet en aer, pep strinkenn o teuler ul liv dibar hervez tevder ar gwiskad oksidenn a zo warni. Puzuilh eo, hag aes da valañ.
An danvez disgwarellekañ eo ar bismut : pa vez lakaet en ur gwarellvaez e krou un enep-gwarellvaez.
Evel an dour H2O ez eo douesoc'h ar bismut en e stumm dourek eget en e stumm kalet.

Kimiek

kemmañ

Stabil e chom ar bismut en aer mouest pe sec'h en 20 °C ; ur flammenn c'hlas ha moged melen a zeu anezhañ pa vez lakaet da zeviñ en oksigen.

Izotopoù

kemmañ
Izotopoù stabilañ ar bismut
Izotop % en natur Hanter-vuhez
207Bi kevanaozet 31,55 bloavezh
208Bi kevanaozet 3,68 x 105 bloavezh
209Bi 100 1,90 x 1019 bloavezh
210Bi louc'hoù 5,012 devezh
Is-salikilat bismut C7H5BiO4 a implijer da bareañ kleñvedoù ar benvegad koazhañ : darc'hoal, heugennoù, trenkter ar stomog.
Nitrat bismut Bi(NO3)3.5H2O a gaver ivez el louzoù da bareañ an devadennoù.
• Kendeuzadoù bismut-galliom, -indiom, -kadmiom, -plom, stibiom ha -staen a implijer da fardañ teuzelloù.
• Bi2Te3 a implijer evel ledreüzenn.
• Erlec'hiañ ouzh ar plom er rouedadoù a gas dour da evañ (tuellennoù, rañvelloù, joentroù), ar plom o vezañ pistrius evit mab-den.
• Un nebeud bismut e-lec'h plom a lakaer en dir evit ma vije aesoc'h da labourat ; ur meskaj plom ha bismuth (0,6 % eus pep metal) a vez lakaet en aluminiom evit an hevelep abeg.
• Gwelloc'h eo ar meskaj bismut-plom eget ar plom e-unan evit lenkraat ar mekanikoù.
• Neud bismut a implijer e gwrezdaouadoù.
• Evel trelosker da fardañ edañvoù akrilek ez arverer ar bismut ivez.
• E gwrezvekoù izel e teuz ar meskaj bismut-staen-kadmiom, setu e vez implijet en dinoerioù-tan hag en ardivinkoù emgefreek da lazhañ an tan.
• Ur c'hendeuzad bismut-zink a vez arveret bremañ evit galvaniegañ metaloù a-benn o gwareziñ diouzh an daskrignerezh.
• Bismuth a vesker gant staen da fardañ soudeür.
• Haloù bismuth a lakaer e livuzennoù : BiOCl a ro ur poultr gwenn liv ar perlez, ha ruz-orañjez eo ar poultr Bi2O3.2KromCrO3 ; an daou ne c'haller ket dileizhañ en dour.

Notennoù

kemmañ
  1. De Natura Fossilium, levrenn VIII, p. 179 Liamm oberiant 23 KZU 12
  2. Gallica (fr) Liamm oberiant 23 KZU 12
  3. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 23 KZU 12
  4. Science niv. 223/4636 - 10/02/1084 (en) Liamm oberiant 23 KZU 12
  5. USGS

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok