[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek eo ar platin ; Pt eo e arouez kimiek, 78 e niver atomek ha 195,084 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo, a ro e anv d'ur familh dibar a-douez ar metaloù-se[1].

Platin
IridiomPlatinAour
Pd
Pt
Ds
Taolenn beriodek, Platin
Perzhioù hollek
Niver atomek 78
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 10
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 195,084
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d9 6s1
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 17, 1
Perzhioù atomek
Niver oksidadur - 4
(Oksidenn bazennek skañv)
Tredanleiegezh 2,20 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 864,382 kJ/mol
2: 1 791,056 kJ/mol
Skin atomek 213 pm
Skin kenamsav 130 pm
Skin Van der Vaals 175
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 21,450 g/cm3
Teuzverk 1 768,2 °C
Bervverk 3 825 °C
Tredanharzusted 105 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Strinkennoù platin

En Ecuador dija, kent ma voe tizhet Amerika gant Kristol Goulm e 1492, e veze fardet traezoù gant ur c'hendeuzad platin hag aour. E 1557 e teskrivas an Italian Giulio Cesare della Scala ur metal nobl dianav bet kavet etre Mec'hiko ha Panamá "n'eur ket deuet a-benn da deuziñ na dre dan na dre ardoù spagnat".[2]

  Ul loargresk troet war-du an tu kleiz (an argant), e dor stag ouzh un heol (an aour) ur pik en e greiz — dre genstagañ arouezioù an argant hag an aour e savas an alkimiourien arouez ar platin

E 1741 e kasas ar metalour saoz Charles Wood standilhonoù platin d'ar c'himiour William Brownrigg, hag e 1746 ez erruas reoù all e Spagn gant ar skiantour Antonio de Ulloa.
E 1748 ez embannas A. de Ulloa un deskrivadur eus an elfenn, hag e 1750 e kinnigas Ch. Wood un danevell all d'ar Royal Society[3]. D'e heul e voe studiet ar platin gant meur a skiantour, en o zouez ar c'himiour svedat Henrik Scheffer a embannas e 1752 penaos e oa deuet a-benn da deuziñ "an aour gwenn" dre ober gant arsenik.[2]
E 1772 e voe ar platin arsellet-pizh gant ar c'himiour prusian Karl Heinrich Joseph Reichsgraf von Sickingen, a zeuas a-benn d'e c'hoveliañ goude bezañ e gendeuzet gant aour, dileizhet ar c'hendeuzad en dour real (HNO3 + 3HCl) ha dizileizhet ar meskaj gant kloridenn amoniom (NH4Cl). Pelloc'h e 1784 e fardas ar Prusian all Franz Karl Achard ur gleuzeur e platin, dre deuziñ ar metal gant harp arsenik.

Kenderc'hadur

kemmañ
Kementadoù platin bet kenderc'het e 2011[4]
Kementad (t) Dregantad
Suafrika 139 72,4
Rusia 26 13,5
Kanada 10 5,2
Zimbabwe 9,4 4,9
Stadoù-Unanet Amerika 3,7 1,9
Sammad ar 5 Stad 188,1 97,9
Broioù all 3,9 2,1
Sammad er bed 192,0 100,0

Perzhioù

kemmañ

Ur metal liv an argant eo ar platin. Ker govelius hag orjalennus hag an aour eo ar platin glan e gwirionez : iridiom, osmiom ha kementadoù munut a vetaloù eus familh ar platin a oa er standilhonoù bet arsellet gant Europiz en XVIIIvet kantved. N'eus nemet an aour a gement zo goveliusoc'h eget ar platin, a zo ivez an orjalennusañ eus ar metaloù en o stumm glan. Pounneroc'h eget an aour ao ar platin.[5] Ken govelius eo ma ranker alies e gendeuziñ gant metaloù kalet eus e familh : rodiom, osmiom, iridiom pergen.

Kimiek

kemmañ

Digemm e chom ar platin en aer, e forzh pe wrezverk e ve, hogen lakaat a ra an hidrogen hag an oksigen da darzhañ. A-c'houde arnodennoù K. von Sickingen e ouzer e zileizhañ da reiñ H2PtCl6 (trenkenn gloroplatinek).

Izotopoù

kemmañ

C'hwec'h izotop eus ar platin a gaver en natur ha 31 skinizotop zo bet kevanaozet, Pt-193 o vezañ an hini stabilañ (hanter-vuhez : 50 vloaz).

Izotopoù stabilañ ar platin
Izotop % en natur Hanter-vuhez
190Pt 0,014 6,5 x 10−11 bloavezh
192Pt 0,782 > 4,7 x 1019 bloavezh
193Pt kevanaozet 50 bloavezh
194Pt 32,96 stabil, 116 neutron
195Pt 33,832 stabil, 117 neutron
196Pt 25,242 stabil, 118 neutron
198Pt 7,163 > 3,2 x 1014 bloavezh

War-dro 20 % eus an traezoù a vez kenderc'het er bed ez eus platin enno.

Notennoù

kemmañ
  1. 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt e-unan eo ar familh.
  2. 2,0 ha2,1 WEEKS Mary Elvira, Discovery of the Elements, 2010, Kessinger Publishing, Whitefish, USA, ISBN 978-0-8486-8579-9, ha GoogleBooks Liamm oberiant 17 KZU 12
  3. Royal Society Liamm oberiant 17 KZU 12
  4. USGS
  5. The A to Z of Materials (en) Liamm oberiant 17 KZU 12

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok