[go: up one dir, main page]

Amman (عمان ʿAmmān en arabeg) eo kêr-benn rouantelezh Jordania. War-dro 2 125 400 a annezidi a oa enni e 2005 ; ha kêr vrasañ Jordania eo.

Amman
kêr, kêr vras
Anv ofisielعمان Kemmañ
Anv er yezh a orinعَمَّان Kemmañ
Anvet diwarAmmonites Kemmañ
StadJordania Kemmañ
Kêr-benn eusJordania, Amman Governorate, Emirelezh Treuzjordania Kemmañ
E tiriadAmman Governorate Kemmañ
Gwerzhid-eurEastern European Time Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°57′0″N 35°56′0″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhYousef Shawarbeh Kemmañ
Erlec'hiañ a raRabba Kemmañ
Kod-post11110–17198 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ammancity.gov.jo Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Amman Kemmañ
Istorhistory of Amman Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Amman Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Amman Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Amman Kemmañ
Map
Amman

Ober a reer anv eus Amman er Bibl, gant an anv "Rhabbat Ammon". Aspadennoù eus an Henamzer gresian ha roman zo eno hiziv c'hoazh : brudet eo c'hoariva roman kreiz kêr da skouer. Da vare ar Romaned e veze graet "Philadelphia" anezhi.

Goude mare an Impalaeriezh roman e teuas Amman da vezañ ur gêr hep kalz a bouez. Goude ar Brezel-bed kentañ, pa oa Jordania dindan beli ar Rouantelezh Unanet, e teuas da vezañ ur gêr vras en-dro. Hag e 1946 e teuas da vezañ kêr-benn ar stad dizalc'h nevez.

Kreskiñ a reas kalz an niver a dud en Amman, goude ar brezelioù etre Israel hag ar broioù arab e 1948, 1967, ha 1973, gant an niver bras a repuidi palestinat a erruas e kêr. E 1970 e voe emgannoù er straedoù etre ar repuidi-se ha nerzhioù polis hag arme Jordania.

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo Amman gant :