[go: up one dir, main page]

Henc'hres pe Hellaz kozh a vez graet eus an Henamzer er bed gresian. Rannañ a c'haller ar prantad-se e meur a lodenn:

Henc'hres
art style, ancient civilization, rannvro istorel, cultural region, Sevenadur, marevezh istorel
Rann eushistory of Greece Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Genidik aGres Kemmañ
Moneizancient Greek coinage Kemmañ
A zo stok ouzhTrakia, Illyria, Persia Kemmañ
Deiziad kregiñ12vet kantved kt JK Kemmañ
Deiziad echuiñ600s Kemmañ
Studiet gantancient history, Greek studies, studioù klasel Kemmañ
Istorhistory of ancient Greece Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of ancient Greece Kemmañ
Plediñ a ra ar pennad-mañ gant "Gres" da vare an Henamzer. Evit ar vro a-vremañ, gwelet Gres.

Kent ar marevezh mikenean emañ ivez sevenadur ar C'hikladoù hag ar sevenadur minoean daoust ma n'o lakaer ket peurliesañ e-barzh prantad an Henc'hres.


Kronologiezh

kemmañ

Sellet ouzh ar pennad Kronologiezh Henc'hres

N'eus ket bevennoù degemeret gant an holl evit deroù ha diwezh istor henc'hres. Peurliesañ e ra dave da holl istor ar C'hresianed kent an impalaeriezh roman, met implijet e vez gant an istorourien en un doare resisoc'h. Lod anezhe a laka e-barzh marevezh ar sevenadur mikenean gresianeger a echuas e 1150 kent J.-K. hag ar sevenadur minoean a oa en e vleuñv d'ar memes mare e Kreta hag en inizi ar c'hikladoù. Hervez lod avat ar sevenadur minoean a oa ken disheñvel eus sevenadurioù all henc'hres ma tlefe bezañ dispartiet dioute.

Ar bed gresian

kemmañ
 
Ar bed gresian, war-dro -527

War-dro an trede milved kent J.-K. e teueas ar C'hresianed d'ober o annez er Balkan. Aloubiñ a rejont N'eo ket hepken Bro-C'hres a vremañ met ivez aod Turkia a vremañ (anvet Ionia en amzer-se). Da c'houde o doa kaset trevadennerien er broioù tro-war-dro, adalek an VIIIvet kantved. Evel-se e kreskas ar bed gresian betek goleiñ Kiprenez, holl aodoù Turkia, Sikilia ha Su Italia (anvet ar Magna Graecia) hag toleadoù strewet penn-da-benn aodoù ar Mor Kreizdouar ha re ar Mor Du, er broioù a zo hiziv Albania, Bulgaria, Egipt, Libia, Su Bro-C'hall, Reter Spagn, Jorjia, Roumania ha Su Ukraina.

Goude se, er marevezh hellenek, goude aloubadeg Azia gant Aleksandr Veur e levezonas sevenadur Bro-C'hres Azia-Vihanañ, Iran hag Afghanistan. Adalek ar IVe kantved kent Jezuz-Krist ez eo rannet an holl vroioù-se etre rouantelezhioù a sevenadur gresian e lec'h ma vez an henc'hresianeg yezh ar renkadoù uhelañ d'an nebeutañ.

Hêrezh Henc'hres

kemmañ

Sevenadur Bro-C'hres he deus levezonet tamm pe damm holl ar vroioù stok ouzh ar Vor Kreizdouar hag ar Mor Du, Azia-Vihanañ, Iran hag Afghanistan e mare aloubadennoù Aleksandr (IVe kantved kent Jezuz-Krist).

Treuskaset en deus e hêrezh da Henroma ha, dre Impalaeriezh roman ar Reter, d'ar bed arab. Ur pouez bras-kenañ en deus bet ar brederouriezh, an arzoù hag an ijinoù henc'hresian er sevenadur europat.

Pennadoù all da lenn

kemmañ