Robert Badinter
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Badinter |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Badinter |
Deiziad ganedigezh | 30 Meu 1928 |
Lec'h ganedigezh | 16th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 9 C'hwe 2024 |
Lec'h ar marv | 6th arrondissement of Paris |
Lec'h douaridigezh | Cimetière parisien de Bagneux |
Tad | Simon Badinter |
Pried | Élisabeth Badinter, Anne Vernon |
Bugel | Judith Badinter, Benjamin Badinter, Simon Badinter |
Den heverk | Jean-Denis Bredin, Georges Kiejman |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Bet war ar studi e | Paris Law Faculty, Faculty of Arts of Paris, Lycée Janson-de-Sailly, school Vaugelas, Columbia University |
Diplom skol-veur | licence ès lettres, law degree in French speaking countries, Master of Arts, Doctor of Juridical Science |
Rener tezenn | Jean-Paulin Niboyet |
Lec'h annez | 16th arrondissement of Paris, Cognin |
Lec'h labour | Pariz |
Strollad politikel | Strollad sokialour, Federation of the Democratic and Socialist Left |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1967 French legislative election |
Oberenn heverk | Q3203431 |
Ezel eus | Human Rights League, American Academy of Arts and Sciences |
Assessment | Q48746355 |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Robert Badinter, ganet d’an 30 a viz Meurzh 1928, ha marvet d’an 9 a viz C’hwevrer 2024 e Pariz a oa ur politikour gall, alvokad, skrivagner, ha kelenner war ar gwir prevez. Ezel eus ar strollad sokialour, brudet bras eo evit al lezenn a-enep ar boan a varv en deus kaset a-benn e 1981, hag evit al lezenn digastizellañ an heñvelrevelezh[1].
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e 1928 e 16vet arondisamant Pariz en ur familh yuzev, eus un tad a orin eus ar Yiddishland hag ar Besarabia, bremañ Moldova hag Ukraina, anveet Samuel (Simon) Badinter, hag ur vamm anveet Shiffra (Charlotte) Rosenberg, a orin ivez eus ar Besarabia. Bet o deus ar vroadelezh Bro C’hall un nebeud amzer a-raok ganedigezh Robert.
D’an 9 a viz C’hwevrer 1943, koachet e Lyon, e voe tapet e dad gant ar Gestapo : pa’z ar yaouank Robert welas soudarded er straed, Klaus Barbie en o fenn, e tec’has kuit d’ar red. Tapet voe evelkent ha kaset da gamp-bac’h Drancy, ha goude da hini Sobibor e-lec’h ma varvas nemet un nebeud a amzer goude. Neuze Robert hag e familh a kuitas Lyon evit mont da guzhat e Cognin e Savoia. Jubenniñ a e Chambéry evit an Amerikaned pa’z erruas an Dieubidigezh.
Alvokad ha kelenner war ar Gwir prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel e krogas Robert Badinter studioù Lizhiri ha Gwir ha diplomet e voe war al Lizhiri e 1947 ha war ar Gwir e 1948. Ouzhpenn-se e tapas ur master war an Arzoù e skol-veur Columbia e Pariz e 1949. E 1951, goude bezañ bet lakaet e anv e Bardell Pariz, e krogas da labourat evit Henry Torrès evel alvokad. An den-se eo an hini a roas da Robert Badinter doñjer ouzh ar boan a varv.
O vezañ doktor war ar Gwir Prevez, e tremenas an agregadur e 1965, a-raok kregiñ da gelenn e skolioù-meur Dijon, Besançon, Amiens, hag e 1974 er Sorbonne e Pariz, lec’h vo diskleriet anezhañ kelenner «émérite». Ar memes bloavezh e krouas ur c’huzulva alvokaded gant Jean-Denis Bredin anveet «Badinter, Bredin et partenaires»[2]. Aze e teuas a-benn da virout ouzh 5 eus e bratikoù da vezañ kastizet gant ar boan a varv, met ne zeuas ket a-benn da saveteiñ Roger Bontems, ha d’an 28 a viz Du 1972 e rankas gwelet anezhañ bezañ dibennet.
E 1981, un nebeud amzer a-raok bezañ galvet Sieller Meur e kentañ gouarnamant François Mitterrand, e teuas a-benn da lakaat kondaoniñ Robert Faurisson, evel nac’helour.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Engouestl politikel Robert Badinter a grogas tro-dro 1960 gant krouidigezh al « Ligue pour le combat républicain » gantañ ha gant François Mitterrand.
E 1967 ez eas war ar renk evit bezañ kannad pastell-vro kentañ Pariz, met c’hwitet en deus gant 16 % eus ar mouezhioù en dro gentañ.
Emezelañ a reas da vat er strollad sokialour gant François Mitterand e 1971 e kendalc’h Epinay, pa voe adkrouet an SFIO.
Goude dilennadeg hennezh evel prezidant ar Republik d’an 10 a viz Mae 1981, e voe anveet Robert Badinter ministr ar Justis (Siellour Meur) e gouarnamant Pierre Mauroy. E miz Gwengolo 1981 e kinnigas dirak ar Vodadenn Vroadel ur raktres-lezenn evit skarzhañ ar boan a varv eus al lezenn. Evit diskouez e savboent engouestlet war ar sujet-mañ e tisklêrias ur brezegenn gwall anavezet : « An enor am meus, en anv Gouarnamant ar Republik, da c’houlenn d’ar Vodadenn Vroadel fin ar boan a varv e Bro C’hall, » emezañ o kregiñ e brezegenn. Degemeret eo bet al lezenn d’an 18 a viz Gwengolo 1981, gant 363 mouezh a-du ha 117 a-enep. Ur bloaz war-lec’h, e 1982, e voe tremenet ul lezenn all gantañ evit digastizellañ ar fed bezañ heñvelreviad.
E 1986 e voe kollet an dilennadegoù kannaded gant ar strollad Sokialour, ha krouet ur gouarnamant a-zehoù gant Jacques Chirac. Neuze e voe anvet Badinter kuzulier bonreizhel gant Mitterrand ha dilennet prezidant ar C’huzul bonreizhel da-heul. Chom a reas e garg-se betek 1995. Er bloavezh-se e voe dilennet senedour e departamant an Hauts-de-Seine. E 2011, goude 16 vloaz tremenet er sened hag erruet en oad a 83 bloaz, n’eas ket war ar renk evit un trede respet.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’an noz etre an 8 hag an 9 a viz C’hwevrer 2024 e varvas Robert Badinter d’an oad a 95 vloaz e 6vet arondisamant Pariz.
Ul lid enoriñ broadel a voe aozet evitañ d’ar 14 a viz C’hwevrer war ar blasenn Vendôme, dirak ministrerezh ar Justis. E-pad al lid-se e tisklêrias Emmanuel Macron, diwar goulenn ar strollad Sokialour, e vefe kaset e gorf d’ar Panthéon.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e voe gant Anne Vernon eus 1957 betek 1965, ha gant Elisabeth Bleustein-Blanchet adalek 1966 betek e varv. Ganti en deus bet 3 bugel, Judith, Simon ha Benjamin.