[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pleg-mor ar Sant-Laorañs

Eus Wikipedia
Pleg-mor Sant-Laorañs
Pleg-mor
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel Kemmañ
Anv er yezh a orinGulf of Saint Lawrence, golfe du Saint-Laurent Kemmañ
Diazad doureierGulf of St. Lawrence Basin Kemmañ
Anvet diwarBaie Saint-Laurent Kemmañ
StadKanada Kemmañ
E tiriadDouar-Nevez ha Labrador, Skos Nevez, Enez ar Priñs Edward, Brunswick-Nevez, Kebek Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°36′0″N 61°24′0″W Kemmañ
Map
Pelec'h emañ pleg-mor ar Sant-Laorañs.

Pleg-mor ar Sant-Laorañs pe Morlenn ar Sant-Laorañs (e saozneg : Gulf of Saint Lawrence ; e galleg : Golfe du Saint-Laurent) zo ul ledennad vor bras, dirak genoù ar stêr Sant-Laorañs e kornôg Kanada.

En-dro d'al ledennad vor-se emañ ledenez Labrador en norzh, enez an Douar-Nevez er reter, ledenez Skos Nevez hag Enez ar C'hab Breton er su, ledenez Gaspé ha New Brunswick er gornaoueg. Enni emañ enez Anticosti, Enez ar Priñs Edward hag Inizi Madalen.

Ouzhpenn ar stêr Sant-Laorañs en em daol meur a stêr vihan er pleg-mor : Miramichi, Natashquan, Restigouche, Margaree hag Humber, e-touez re all.

An Europad kentañ a vageas e pleg-mor Sant-Laorañs, hag a gontas e veaj dre skrid, e voe ar Breizhad Jakez Karter a erruas eno d'ar 7 a viz Gouere 1534. Araozañ avat e teue dija pesketourien eus Europa (Bretoned hag Euskariz, dreist-holl) da besketa en e zourioù, o klask morueta ha balumeta.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.