[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Marc'hegezh

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Kreñv e vez al liamm etre ar marc'heger hag e loen. Marc'hegezh eo ar sport hiniennel nemetañ ma ranker bezañ daou.

Marc'hegezh pe marc'hegañ a zo mont war gein ur marc'h, ur poned pe c'hoas un azen, ur mul; evit henchañ anezhañ.
Gwechall e oa un doare da veajiñ ha d'ober brezel, hiziv eo ur sport, un arz met dreist-holl un dudi.

Prouet eo bet e veze pleustret ar marc'hegañ er c'harrier e 1500 a-raok J.K. E Gres gwechall e veze "labouret" ar c'hezeg evit ma teufent da vezañ sentus hag aes da embregañ. Met ne oa nemet er 16vet kantved e oa savet ar skolioù marc'hegañ kentañ. E Bro-C'hall e veze taolet muioc'h a evezh ouzh ar skañvder hag an arz, tra ma vezo taolet evezh ouzh ar c'henurzhierezh e Bro-Alamagn. Pa dreser, ne ranker ket disoñjal emañ pep tra un c'hoari a gizidigezh. Arabat chom difiñv war ur marc'h, ar c'hontrol eo ret ober hep ehanañ. Bez e ranker adgoulenn, kampañ .. dre luskigoù tost diverz, met ar marc'h, eñ, a sant anezho.

Ur sport, un dudi met dreist-holl un arz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War un dro ez eo ar marc'hegañ ur sport hiniennel, met war un dro all ez eo ur sport graet a-zaou : al loen hag ar marc'heger. Ul liamm a vez savet etre an daou evit gellout ober unan hepken. Evit ober berzh e rank ar c'houblad kaout fiziañs ha doujañs an eil en egile. Lavaret 'vez eo ret d'ar varc'hegourien "komz kezeg". Ur skol voutin a vez er marc'hegañ, diazezoù a chom evit an holl met savet 'vez doareoù all. Prederiet int war doareoù soñjal all hag doareoù disheñvel d'ober e-keñver ar c'hezeg (da skouer Nuno Oliveira, Michel Robert ...)

Rummadoù evit c'hoantoù liesseurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arthur Welsh King, ur marc'h a vicher gant disoc'hoù sportel kaer, an darn vrasañ e KKM. Amañ war ur roudour en ur genstrivadeg KKM.

Ar marc'hegañ eo ar sport nemetañ ma kenskriv ar baotred hag ar merc'hed war ar memes par.

Leun a rummadoù a zo er marc'hegañ, setu e cheñch an doareoù ober ha soñjal hervez ar pezh 'vez graet.

An dudi marc'hegouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a reont war techennoù goursoù, ar rummad ma vez kavet tout ar redadegoù kezeg. Ar pal eo mont ar buanañ posupl hag erruout a-raok ar re all. Redet 'vez an holl asambles. Redadegoù disheñvel 'zo :

Redadegoù d'an drot

  • An drot sterniet : azezet eo ar marc'heger war ur sulky.
  • An drot pignet : azezet eo ar marc'heger war gein al loen.

Redadegoù d'ar galoup

  • kompez : Galoupet 'vez war hirderioù a za eus 800 da 4000 metr. Ret eo erruout an hini kentañ.
  • Lammat : Ret eo erruout an hini kentañ en ur vont ar fonnusañ met diaesoc'h eo rak ret eo lammat dreist harzoù naturel.
  • Redadegoù a-strollad : Ret eo redek ar buanañ posupl gant ar c'hezeg, ur marc'heger war e gein. Ar re wellañ a zo dalc'het evit desevel ebeulioù a redo buanoc'h-buanañ.


Ar sportoù marc'hegañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An eun denn-gezeg : kezeg a denn ur c'harr-samm.
  • Ar redadegoù padus.
  • Ar pleustriñ (dressage).
  • Ar reining.
  • Al lamm-nij.
  • Ar CSO (kenskrivadeg lammat)
  • Ar CCE (pe KKM : kenskrivadeg klok marc'hegañ)


Darshan, an abadenn nevez savet gant Bartabas, ur c'hoari gant ar gouloù / skeudoù.

Ar marc'hegañ evit an dudi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar marc'hegañ evit an dudi a zo sur a-walac'h ar rummad marc'hegezh graet ar muiañ. Gallout a reomp en ober en ur greizenn marc'hegañ pe gant hor c'hezeg. Ne c'hellomp ket jediñ an niver a dud a vez o varc'hegañ evit an dudi, rak n'eus ezhomm na bezañ en ur c'hlub nag en ur gevredigezh. Ar marc'heger a c'hell pourmen, evel ma ra an dud pa'z eont war droad pe war varc'h-houarn ...


An abadennoù marc'hegañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall ne oa nemet un neubeut abadennoù marc'hegezh, dreist holl sirk. Araokadennoù zo bet, bremañ e vez muioc'h muiañ a strolladoù marc'hegezh nemetken. Savet int gant an holl rummadoù, eus ar pleustrer uhelañ, betek ur marc'hegezh graet hep dibr na netra ... E Bro-C'hall, er bloavezhioù 1980, e savas ur stollad marc'hegezh anavezet Bartabas (Zingaro), lakaet o deus en a-raok ar seurtoù abadennoù-se.


Ar KKM (kenskrivadeg klok marc'hegañ)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar genstrivadeg klok marc'hegañ (KKM) [CCE (concours complet d'équitation)]a zo ur sport hag ivez ur rummad olimpek abaoe C'hoarioù Olimpek Stockholm e 1912. En orin eo bet krouet ar rummad-se da priziañ ar c'hezeg evit an armead. Cheñchet en deus tamm ha tamm evit dont da vezañ ur rummad gwirion hag diskleriet.

Rannet eo ar genstrivadeg e tri zamm :

  • Al lammat. (CSO)
  • Ar pleustriñ. (Dressage)
  • Ar c'hros. (Cross)



Logo kevredigezh c'hall ar marc'hegañ, FFE

Ar marc'hegañ e Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-C'hall ez eus ouzhpenn ur milion a varc'hegerien ; an hanter en o zouez o deus ul lisañs gant kevredigezh c'hall ar marc'hegañ, an FFE (600 805 pleustrer e 2008). Ar goprer kentañ er gennad sportel eo ar marc'hegañ, 60 000 a implijidi evit 6 000 kreizenn marc'hegañ ha 50 000 a zesaverien kezeg. War-dro 200 000 a gezeg ha poneed a vez er c'hreizennoù marc'hegañ, d'an niver-se e vo ouzhpennet ar c'hezeg a vez e ti an dud dibar. Krouet eo bet ar FFE e 1921. Bro-C'hall eo ar vroad kentañ evit an touristerezh war varc'h.

War live ar sporchoù, e vez aozet 5 000 genstrivadeg bep bloaz. Kevredigezh c'hall ar marc'hegañ eo ar pedervet kevredigezh olimpek dre a niver a dud lisañsiet. Ar marc'hegañ sportel en deus gounezet dija teir medalenn olimpek ha tregont abaoe krouidigezh ar C'hoarioù Olimpek.