[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jacques Laffite

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jacques-Henri Laffite, anavezet Jacques Laffite, (bet ganet e Pariz e 1943) a zo bet blenier redadegoù kirri ha redet en deus e Formulenn 1 etre 1974 ha 1986. Gounezet en deus 6 Priz Bras, an holl gant Ligier, met redet en deus ivez evit Williams. Kontañ a rae ar Prizioù Bras evit ar skinwel gall TF1 etre 1997 ha 2012.

E red-vicher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibabet eo bet evel blenier gant Frank Williams e 1974 en e skipailh Iso Marlboro, deuet da gemer e anv gwir en-dro ar bloavezh war-lerc'h. E 1975 e echu eil e Priz Bras Alamagn e Nürburgring ha mont a ra da Ligier e 1976. 20 poent e c'houez hag ur plas pol e Priz Bras Italia. Gounit a ra e Briz bras kentañ e Sveden e 1977. Kevezañ a ra Laffite evit an titl e 1979 gant daou drec'h met echuiñ a ra pevare nemetken. Gounit a ra c'hoazh ar bloavezhioù war-lerc'h, kevezañ a ra evit an titl hep gounit avat. E vloavezh 1982 a zo fall-tre avat, ha mont a ra da Williams e 1983 ha 1985 hep gounit muioc'h. Echuiñ a ra e red-vicher gant Ligier, podiomoù ha ur gwallzarvoud a zistruj e zivc'har.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1