[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Fanchigo

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Fanchigo, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Fanchigo. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:38 (UTC) Skriv ar ger a gari en hirgarrezenn en nec'h, a-gleiz d'ar ger mont. Pouez war mont. Diazoutda bajenn wenn da zuañ. Bianchi-Bihan 11 C'hwe 2011 da 00:24 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h ! F.

Patromoù yezh

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

Evit merkañ yezh un daveenn e reer peurliesañ gant patromoù evel {{fr}} (fr), {{en}} (en), hag all, hervez kod ISO ar yezh. Da skouer: (en) Lec’hienn ofisiel an UNESCO. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 19:58 (UTC)[respont]

Salud dit, notennet eo. Ober a rin gant se, trugarez. Fanchigo (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 20:02 (UTC)[respont]

Salud dit ! E geriadur brezhoneg An Here (eil embannadur, p. 408) e kavi meur a skouer eus an araogenn "e" implijet evit merkañ priz un dra bennak : E pemzek kant lur emañ al lur amanenn bremañ. Deuet eo an timbroù e daou lur ha pevar-ugent. Chomet e oa ar moc'h e priz izel e-pad meur a vloavezh. Skouerioù heñvel a gaver ivez e-barzh Le Trésor du Breton parlé, gant Jules Gros : el levrenn gentañ, p. 201 (embannadur 1966) : ti Jul emañ ar hafe e c'hwech gwenneg, ha re all c'hoazh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Mez 2024 da 12:59 (UTC)[respont]

Salud dit, ha trugarez ! Fanchigo (kaozeal) 2 Mez 2024 da 13:31 (UTC)[respont]

Strolladoù liseidi

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,

A-wechoù e vez krouet pajennoù amañ a-zivout strolladoù liseidi aet da get pell zo. Diverket am eus Wezzam. Pa gavez ur bajenn evel honnezh e c’hellez lakaat ar patrom {{diverkañ}} enni. Ma n’out ket sur e c’hallez menegiñ ar bajenn amañ.

A galon. Huñvreüs (kaozeal) 10 Gou 2024 da 08:45 (UTC)[respont]

Trugarez dit. A galon, Fanchigo (kaozeal) 10 Gou 2024 da 10:27 (UTC)[respont]

Obuzer/ kanol

[kemmañ ar vammenn]

Demat, Dedennus eo ar respont war an diforc'h etre obuzer ha kanol: https://guerreshistoire.science-et-vie.com/galerie/quelle-est-la-difference-de-fond-entre-canons-obusiers-et-armes-a-tirs-tendues-antichars-ou-dca-par-exemple-vlad-k-1318#:~:text=Au%20XVe%20si%C3%A8cle%2C%20un%20%C2%AB%20obusier,un%20canon%20%C3%A0%20courte%20port%C3%A9e. A-benn ar fin eo dreist-holl un diforc'h etre gwelet ar pal da dizhout pe get :) A galon Dishual (kaozeal) 14 Eos 2024 da 20:39 (UTC)[respont]

Setu, hag un obuzer zo izeloc'h tizh kentañ e vannadell dre ma vez tennet e "kloc'h". Etre ar mortez hag ar c'hanol e vez renket peurliesañ a-fed galloud. Gwir eo e vez implijet kalzik "canon" e galleg evit an daou daoust d'ar ger "obusier" bezañ anezhañ, met merzet 'm eus e veze implijet termenoù resisoc'h en alamaneg pe e saozneg (howitzer/cannon pe Haubitze/Kanone), gwelloc'h bezañ resis e brezhoneg marteze, memes ma n'eo ket diazezet war un implij stank eus ar gerioù en hor yezh el lennegezh da skouer :-) A galon, Fanchigo (kaozeal) 15 Eos 2024 da 07:02 (UTC)[respont]

Patrom droukveskañ

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, ur patrom Patrom:Droukveskañ zo, lakaet am eus anezhañ er pennad Poultr divoged. Huñvreüs (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:26 (UTC)[respont]

Salud dit, ha trugarez, cheñchet 'm eus war ar bajenn all. A galon, Fanchigo (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:59 (UTC)[respont]

Salud dit ! A-raok respont dit em eus sellet ouzh an displegadennoù a gaver er Wikipediaoù saoznek ha gallek (Help:Category hag Aide:Catégorisation), ha gwelet em eus n'eo ket ret ken tennañ an arouezioù ispisial evit urzhiañ ar pennadoù er rummadoù. Gwechall e oa ret, kuit da gaout arouezioù evel ñ pe é renket goude an holl lizherennoù (da lavaret eo goude z). Met gwellaet eo bet an doare urzhiañ bremañ ha renket e vez al lizherennoù-se evel al lizherennoù hep arouez diakritek. N'eo ket dav tennañ an dildenn eta. Ma, desket em eus un dra bennak, a-drugarez dit ! A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Gwe 2024 da 19:52 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ma'm eus tennet ar rummad Armoù-tan eus ar pennad Smith & Wesson Model 19, da skouer, ez eo peogwir e erbeder, er Wikipediaoù e yezhoù all :

  • chom hep lakaat ur pennad e rummadoù bras hag e rummadoù resisoc'h war un dro (Wikipedia gallek : Niveau d'inclusion : il est fortement recommandé d'inclure un article uniquement dans les catégories les plus proches, afin d'être précis et d'éviter les redondances. Par exemple, on n’inclura pas l'article « Paris » dans les catégories « Ville en France », « Ville » ou « France », parce que ces dernières incluent déjà la catégorie « Paris » liée à l'article « Paris ». Il s'agit là de la « règle de la catégorie la plus précise ou la plus immédiate. »). Ar rummadoù "Revolverioù" hag Armoù SUA" zo isrummadoù e-barzh ar rummad "Armoù-tan".
  • chom hep kaout re a bennadoù en ur rummad (Wikipedia gallek : Nombre d'articles : il est recommandé de ne pas créer de catégorie s'il n'y a pas potentiellement une dizaine d'articles à y mettre. De même, il est recommandé, quand c'est possible, de réorganiser dans des sous-catégories les catégories qui possèdent plusieurs centaines d'entrées.). Er rummad Armoù-tan ez eus bremañ kalz-kalz a bennadoù.
  • "Porched an armoù-tan" a venegez e traoñ ar pennadoù zo trawalc'h evit liammañ asambles an holl bennadoù a denn d'an armoù a-dost pe a-bell. N'eus ket ezhomm da lakaat anezho ivez er rummad "Armoù-tan". Efedusoc'h eo lakaat anezho e rummadoù resisoc'h.

A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2024 da 09:24 (UTC)[respont]

Salud dit, trugarez evit an displegadennoù. An dra a zo poellek (din-me) : n'eo ket armoù-tan an holl fuzuilhoù, hag ar c'hontrol zo gwir ivez, pa c'hellont bezañ armoù dre aer gwasket pe kopiennoù lakaomp. Kompren a ran ivez e vefe arabat lieskementiñ an isrummadoù enbarzhet e rummadoù all a weler e traoñ ar bajenn dija, paouez a rin da venegiñ "armoù-tan" neuze. A galon, Fanchigo (kaozeal) 21 Her 2024 da 11:29 (UTC)[respont]

Salud dit ! "Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken" a drofen kentoc'h gant "uzinoù armoù ha munisionoù alaman". N'eo ket gwall vras ar c'hemm e-skoaz an droidigezh 'peus lakaet, gouzout a ran. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:18 (UTC)[respont]

Salud, re dreut va alamaneg evit gwelet an diforc'h-se. Cheñch a ran neuze ! Trugarez. A galon, Fanchigo (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:34 (UTC)[respont]