[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pajenn gaozeal

Eus Wikipedia

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Daou zoare pajennoù kaozeal a zo:

  1. Ar pajennoù kaozeal a zo stag ouzh ar pennadoù. Ar re-se a vez implijet da gaozeal ha da zivizout diwar-benn ur pennad, ur rummad, ur patrom, ha traoù all...
  2. Ar pajennoù implijerien. Ar re-se a vez implijet evit an darempredoù etre an implijerien all, kas kemennoù ha keleier an eil d'egile.

An davarn a c'hell bezañ gwelet evel ur bajenn gaozeal ivez, boutin d'an holl. Ar reolennoù termenet amañ a dalvez ivez evit an davarn eta.

Pep pennad eta zo ur bajenn gaozeal stag outi, war-bouez ar pajennoù ispisial. Ma n'eus ket bet skrid ebet war ur bajenn gaozeal morse e vo ruz al liamm davet ar bajenn gaozeal-se. N'eus nemet kregiñ ur gaozeadenn warni, ha tud all a zeuio war-lerc'h da respont moarvat.

Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a servij da zivizout diwar-benn danvez ar pennad e-unan, da welout penaos e wellaat, hag all. Ne servijont ket da zifenn ur savpoent personel.

Mont d'ur bajenn gaozeal

[kemmañ ar vammenn]

Evit mont d'ur bajenn gaozeal klaskit al liamm "kaozeadenn": e krec'h ar bajenn emañ.

Ar bajenn gaozeal a zo skrivet "Kaozeadenn" warni, gant titl ar bajenn stag.

Pa vez bet unan bennak o skrivañ tra pe dra war ho pajenn gaozeal e welit ur c'hemenn kerkent war ho skramm, ne vern e peseurt korn eus ar wikipedia-mañ e vijec'h , ha setu pezh a lennit: "Kemennoù nevez zo erruet ganeoc'h"; Chom a raio ar c'hemenn betek ma vo lennet ganeoc'h.

Implij ar pajennoù kaozeal

[kemmañ ar vammenn]

Doujañ da reolennoù wikipedia

[kemmañ ar vammenn]
  • Doujañ a ranker da reolennoù wikipedia war ar pajennoù kaozeal ivez, daoust ma n'eo ket ret sellet outo en un doare ken strizh.

Betek ur poent, ha kontrol d'ar pennadoù, ez eo aotreet embann mennozhioù, soñjoù personel hag alioù a bep seurt war ar pajennoù kaozeal, gant ma vo doujet d'ar savboentoù a zeu digant an implijerien all ivez. Pep diogeladur a rank bezañ arguzennet memestra, hag arabat gwelet ar pajennoù kaozeal-se evel ul lec'h da embann mennozioù politikel pe soñjoù diasur da dremen.

  • Bezit fiziañs e feiz vat ar re all ha doujit ouzh an embannerien all hag a zo, eveldoc'h, tud a soñj hag o deus fromoù, tud a glask labourat en un doare pozitivel evit diorren wikipedia, - nemet, evel-just, ma c'hallit degas prouennoù objektivel n'eo ket gwir.
    • Kaout un dizemglev ganeoc'h n'eo ket ur brouenn a feiz fall!

Taolit evezh ,war ar pajennoù kaozeal, ma vo doujet d'ar reolennoù diwar-benn an dud vev:

An embannerien a rank tennañ pep danvez negativel diwar-benn unan bennak bev, ma 'n'eus dave resis ebet.

Penaos implij ar pajennoù kaozeal

[kemmañ ar vammenn]
  • Kemenn: Strivit da skrivañ sklaer ha fraezh evit bezañ komprenet mat gant ar re all. Kaout doujañs ha skrivañ en un doare habask a servij atav. Ur mennozh mat e vez atav displegañ soñjoù en un doare fraezh. Reiñ ur soñj hep displegañ muioc'h ne servij ket kalz. Displegañ sklaer ar soñjoù a c'hell sikour da gendrec'hiñ ar re all ha da dizhout ur c'henemglev.
  • Derc'hel d'an tem: Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a zo graet evit komz eus ar pennad, ha n'eo ket eus traoù all, re bell diouzh ar gaoz, nag evit flapañ na klakennat. Gwellaat ar pennad eo ar pal da dizhout, netra ken. Ma z'eo ur poent hollek a fell deoc'h sevel, kit d'an davarn. Ur gaozeadenn re hollek pe hep liamm gant ar pennad a c'hell bezañ kaset d'al lec'h dereat gant ur merour gant ma lavaro fraezh petra en deus graet.
  • Bezañ pozitivel: Pajennoù kaozeal ur pennad a rank bezañ implijet da reiñ alioù ha kendivizout war an doareoù da wellaat ur pennad. N'int ket graet evit pizmigañ eta, na tagañ ar pennad, na labour ur c'henlabourer (ha pa vefe bet graet ur fazi gant unan bennak). Ma soñj deoc'h avat ez eus un dra bennak a-dreuz er pennad ha ma ne ouezit ket penaos e wellaat, menegit kement-mañ evel-just war ar bajenn kaozeal: implijerien all o do moarvat kuzuilhoù mat evit diskoulmañ ar gudenn.
  • Bezañ objektivel: Pal ar bajenn kaozeal a zo tizhout, war ar pennad, ur sav-poent neutrel hag objektivel, diazezet war andonioù a c'heller fiziout enno. Arabat eta implij ar pajennoù kaozeal evit lakaat e mennozioù personel da dremen. Ar gwellañ tra d'ober a zo diazezañ an eskemm war daveoù resis en diavaez da wikipedia (levrioù da skouer) ha gwelet penaos kinnig en un doare neutrel an daveoù-se ma z'eus savioù-poent disheñvel.
  • Chom stag ouzh ar fedoù: Ar bajenn gaozeal a zo al lec'h mat evit komz diwar-benn an daveoù. Tu zo goulenn daveoù digant an implijerien all: goulenn daveoù a zo alies pozitiveloc'h eget arguzenniñ a-enep d'ur sav-poent.
  • Eskemm danvez: Gallout a reer implij ar bajenn gaozeal evit lakaat danvez ha n'eo ket bet gwiriekaet c'hoazh (tennet diwar ar pennad pe o vezañ prientet kent lakaat war ar pennad), evel-se e c'hello an implijerien all gwiriekaat, kadarnaat, reiñ daveoù resis, a-raok na vefe lakaet an danvez e-barzh ar pennad da vat.
  • Displegit hoc'h embannadurioù: Ar bajenn gaozeal a zo ul lec'h mat evit komz diwar-benn an embannadurioù. Ma z'eo bet distaolet unan eus o embannadurioù hag e vez adlakaet ganeoc'h, ez eo mat displegañ perak er bajenn kaozeal, evit ma na vije ket kredet e fell deoc'h kregiñ ur brezel embann. Gallout a rit ivez goulenn (en un doare seven) resisadurioù diwar-benn embannadurioù un implijer all.
  • Grit kinnigoù: Kinnigoù nevez evit gwellaat ar pennad a zo mat lakaat er pajenn gaozeal evit kaout ali an embannerien all. Ar c'hinnigoù-se a c'hell bezañ diwar-benn elfennoù eus ar pennad, kinnig adenvel ar pennad, pe e gendeuziñ, pe disrannañ anezhañ e meur a bennad all, h.a.

Emzalc'hioù mat

[kemmañ ar vammenn]
  • Ret eo sinañ ha deiziata ho skridoù war ar pajennoù kaozeal dre lakaat peder zildenn: (~~~~), a roio un dra bennak evel: AnvImplijer 19:36, 10 Genver 2008 (UTC).
  • Arabat implij re ar greskidigezhioù: Ar re-mañ a zo an destenn en italek, an destenn e druz ha dreist-holl ar PENNLIZHERENNOÙ, hag a zo un doare HUCHAL, ha SAFAR!!!!!. Seurt doare skrivañ a wana un arguzenn hag ouzhpenn-se e c'hellont feukiñ an implijerien all a c'hell en em santout taget. Ar skritur italek (al lizherennoù stouet), implijet mat, a c'hell bezañ talvoudus evit diskouez gerioù pouezus un arguzenn, disheñvelaat titl un oberenn, hag all.
  • Skrivañ berr ha skrivañ sklaer: Ma'z eo re hir ho skrid, hiroc'h eget 100 ger, berrait mar plij. Kemennadoù re hir a zo diaes da gompren, ha alies ne vezont ket lennet zoken. Adlennit, reizhit, berrait, sklaerait.
  • Derc'hel d'ur framm sklaer: Skrivit sklaer (adlennit ar pezh ho peus skrivet a-raok embann, mar plij!), gerioù ha frazennoù komprenus, diwallit da adlavarout ar memes tra, heuilhit an alioù roet izeloc'h e keñver pajenn-aozañ.
  • Lenn an dielloù: Alies e vez kavet dielloù gant ar pajennoù kaozeal, enno kaozeadennoù kozh. Ma'z oc'h un embanner nevez d'ar pennad, bezit sur da lenn an dielloù-se, kuit d'ober fazioù zo bet graet dija, sevel goulennoù zo bet respontet dezho dija, pe mont tre e barzh tabutoù zo bet dirouestlet dija.
  • Implij brezhoneg: Brezhonegerien eus ar bed a bezh a zo war ar wikipedia-mañ. Den ebet n'eo sañset gouzout ur yezh all eget ar brezhoneg.
  • Kreizenniñ ar c'haozeadennoù: Arabat eo lakaat an hevelep kaozeadenn e meur a lec'h. Darnaouiñ a ra an eskemm war ar menoz ha lakaat a ra an dud da goll amzer. Mar bez ezhomm, e c'hell ar merourien kreizennañ ar gaozeadenn en ul lec'h (pe en davarn, m'eo ur gaozeadenn a denn da wikipedia a-bezh, pe pajenn kaozeal ar pennad e kaoz) ha strollañ an eskemmoù zo bet. Bewech e c'heller avat leuskel ur meneg el lec'hioù dereat (tavarn, pajenn kaozeal an implijerien a c'hellfe bezañ dedennet, hag all) evit reiñ da c'houzout d'an dud ez eus ur gaozeadenn a soñj deoc'h bezañ pouezus, hag en ur menegiñ evel-just pelec'h emañ dalc'het ar gaozeadenn.
  • Bezit degemerus gant an implijerien nevez: An dud nevez na anavezont ket moarvat reolennoù wikipedia. Na lammit ket war ar re nevez-deuet. Ma ya un implijer nevez a-enep da reolennoù wikipedia, soñjit n'eo ket bet graet a-ratozh ar fazi moarvat. Displegit en un doare seven ha sioul perak eo dizereat seurt emzalc'h, ha kinnigit un doare gwelloc'h d'ober ar wech a zeu.

Emzalc'hioù ha ne c'heller ket asantiñ dezho

[kemmañ ar vammenn]

An oberoù-mañ ne c'heller ket asantiñ dezho war wikipedia. Ur merour a c'hall lakaat ac'hanoc'h war evezh pe zoken ho stankañ ma na zoujit ket d'ar reolennoù-mañ.

  • Tagadenn bersonel ebet: ober un dagadenn bersonel a zo kement ha lavarout un dra bennak negativel diwar-benn un implijer all. Kement-mañ a dalvez:
    • Kunujenn ebet: Arabat ober tagadennoù ad hominem, evel lavarout da unan bennak ez eo un istrogell pe ur faskour. E-lec'h se displegit en un doare seven petra a gavit direizh en embannadur pe emzalc'h un implijer all.
    • Gourdrouz ebet: Da skouer, arabat lavarout emaoc'h o vont da zougen klemm a-enep d'unan bennak en deus un dizemglev ganeoc'h war danvez ur pennad. Nag ober tagadennoù en davarn a-enep d'un implijer resis abalamour d'un dizemglev war ur bajenn all. Gwasoc'h c'hoazh, arabat gourdrouz kas un dizemglev pe zoken un dagadenn dirak ul lez-varn: ar verourien a zo aze evit habaskaat an traoù, ha mar bez ezhomm, evit stankañ kont un implijer en deus un emzalc'h dizereat.
    • Titour personel ebet: Difennet groñs eo lakaat titouroù personel war implijerien all hep o asant.
  • Na roit ket ur skeudenn fall eus an implijerien all: Al lenner a rank kompren piv en deus skrivet pep linenn hag e peseurt degouezh. Kement-mañ a dalvez eta:
    • Lennit mat ar pezh a vez skrivet gant ar re all, evit bezañ sur da vezañ komprenet mat. Gwelloc'h eo chom hep respont eget respont a-dreuz pe e-kichen.
    • Bezit resis pa rit dave da skridoù ar re all, ha pa venegit o skridoù.
    • Pa zeskrivit degasadennoù implijerien all, implijit diffoù. Perzh mat un diff a zo e chomo atav ar memestra, ha pa vefe bet diellaouet pe kemmet ar bajenn.
    • Ur reolenn bouezus a zo chom hep kemm na diverkañ skridoù ar re all war ar pajennoù kaozeal. An nemedennoù a zo deskrivet er rannbennad a-is.

Pajennaozañ hag ereadur

[kemmañ ar vammenn]

Kalz oustilhoù a vez kinniget gant ar poellad wiki, evit pajennaozañ hag ereañ ur gaozeadenn da skouer. Implij an oustilhoù-se a zo pouezus evit ma vefe aes lenn an eskemmoù, hag evit ma vefe graet an eskemmoù en un aergelc'h yac'h ha doujus ouzh an holl.

Endantañ evit respont

[kemmañ ar vammenn]

Dave ur respont pe un displegadenn a vez termenet gant an niver a daou-bigoù (':') dirazi. Pa respontit d'un diskleriadenn bennak e rankit ouzhpennañ un daoubik e-keñver an niver a zaoubikoù a oa en diskleriadenn kent. Seurt doare kaozeadeg a zo aes da lenn ha da gompren.

Skouer:

Petra soñjit eus ar soubenn? --[[Yann]]
:Un teuzar!! --[[Jaketa]]
:N'eo ket fall.. --[[Fañch]]
::Graet eo bet ganin ma unan! --[[Yann]]
Soñjal a ra din e vefe ret kas ar gaozeadenn-mañ war ar soubenn da [[Kaozeadenn:Soubenn]].. --[[Jaketa]]
:N'emaon ket a-du. --[[Fañch]]

Ar pezh a zo a-us a roio kement-mañ:

Petra soñjit eus ar soubenn? --Yann

Un teuzar!! --Jaketa
N'eo ket fall.. --Fañch
Graet eo bet ganin ma unan! --Yann

Soñjal a ra din e vefe ret kas ar gaozeadenn-mañ war ar soubenn da Kaozeadenn:Soubenn.. --Jaketa

N'emaon ket a-du. --Fañch

Digeriñ ur gaozeadenn nevez

[kemmañ ar vammenn]
  • Krogit gant ur gaozeadenn nevez e traoñv ar bajenn: Ma lakait ur gaozeadenn e laez ur bajenn, e c'hell kas mesk, hag a-wechoù ne vo ket merzhet zoken. Ar gaozeadenn diwezhañ a rank bezañ an hini e traoñv ar bajenn.
  • Evit pep danvez nevez eo ret krouiñ un titl nevez: Evel-se e teuio war well en un doare sklaer e taolenn emgefre ar bajenn, e laez ar bajenn. Un titl a zo krouet en un doare aes dre lakaat == eus pep tu an titl, evel e == Titl ==. Sellet amañ evit muioc'h a ditouroù.
  • Titl ur rannbennad a rank bezañ neutrel: An titl a rank deskrivañ petra vo tem ar rannbennad met hep reiñ ur savpoent: moarvat e vo savpoentoù disheñvel o tont war-well gant respontoù ar wikipedourien all. Un titl na rank tagañ (na meuliñ) den ebet nag ur sav-poent resis: un titl a rank bezañ digor d'an holl ha da sav-poentoù disheñvel a grenn. Arabat eta kaout anv un implijer-all e titl ur rannbennad.
  • Arabat krouiñ un titl evit lakaat e sav-poent da dalvezout: pa respontit d'ur gaozeadenn kent eo ret en ober dre un endantadur ha n'eo ket dre un titl nevez. Na vez lakaet un titl nevez nemet evit ur gaozeadenn nevez. Ma gav d'un implijer all na doujit ket d'ar reolenn-mañ e c'hell lemel kuit an titl ha lakaat un endantadur e plas.

Embann kemennadoù

[kemmañ ar vammenn]

Kemennadoù ar re all

[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ret lakaat ar pajennoù kaozeal da live ar pennadoù. Kuzuilhet eo eta chom hep difaziañ fazioù reizhskrivañ pe yezhadur ar re all. Dre vras e feuk an implijerien all. Na gemmit ket skridoù an implijerien all hep o aotre!

Na embannit morse skridoù ar re all evit kemm o stêr. En un nebeut degouezhioù avat e c'heller asantiñ e vefe kemmet skridoù tud all, met bezhit atav war evezh pa rit kement-mañ:

  • M'ho peus o aotre
  • Diverkañ dañvez difennet (da skouer war ho puhez bersonel)
  • Diverkañ tagadennoù bersonel hag emzalc'hioù diseven. An holl n'emaint ket a-du gant kement-se, setu m'eo gwelloc'h gortoz e vefe graet gant ur merour pe chom hep ober.
  • Kemennadoù nann-sinet: Aotreet oc'h da lakaat ur sinatur d'ar c'hemennadoù n'int ket sinet, dre lakaat da skouer ar patrom-mañ: Patrom:Nann-sinet. Ar form a vo {{subst:nann-sinet|ANV IMPLIJER PE IP|DEIZIAD HAG EUR}}, a roio —Ar c'hemennad nann-sinet a-raok a zo bet ouzhpennet gant ANV IMPLIJER PE IP (kaozealdegasadennoù) DEIZIAD HAG EUR.
  • Respontoù: Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn. A-wechoù avat, pa vez re hir pe re a boentoù disheñvel e diabarzh testenn unan all, e c'heller asantiñ e vefe respontet e diabarzh testenn unan bennak all. Diwallit avat er pajenn-aozañ: ret eo e chomfe sklaer piv n'eus skrivet petra.
  • Pa vez fazioù pajennaozañ gant ur gemennadenn hir, e c'hell bezañ diaes da gompren. D'ar mare-se e c'haller adpajennaozañ, o tiwall mat chom hep kemm e doare ebet ar stêr.

Ho kemennadoù deoc'h

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc'h eo ivez chom hep kemmañ e skridoù ur wech m'int bet embannet ha dreist-holl ur wech m'eo bet respontet dezho, dre ma c'hell kas kemmoù bras e stêr an eskemm. Mat eo eta implij ar "rakweladenn" a-raok embann kemennadennoù war ar pajennoù kaozeal.

Ma fell deoc'h memestra kemm unan eus ho kemmennadennoù ur wech ma'z eus bet respontet dezho e doare pe zoare:

  • Kit e darempred gant an dud o deus respontet deoc'h ha goulennit diganto (war o fajenn bersonel) ma 'z int a-du e vefe diverket pe kemmet ho kaozeadenn.
  • Implijit ur varennadenn pe ur frazenn-erlec'hiañ evit diskouezh eo bet kemment ho kemmennadenn.
    • Ur varennadenn a vez skrivet <s>evel hen</s> hag e vez gwelet evel hen.
    • Ur frazenn-erlec'hiañ a zo ur frazenn par da "[Arguzenn diot ha skrivet re vuan, diverket gant e oberour.]". Evel-se e chomo komprenus respontoù hegaset an implijerien all. D'o zro e c'hellint lakaat ur frazenn-erlec'hiañ par da, "[Respont hegaset d'un arguzenn diverket. Digarzioù degemeret.]"
    • Marplij na varennit morse skridoù an implijerien all hep o aotre.
  • Diellañ e-lec'h diverkañ: Pa vez deuet re hir ur bajenn kaozeal, pe pa vez echu da vat ur gaozeadenn war un tem bennak, e vez gwelloc'h diellañ an danvez da tennañ. Arabat diverkañ netra eta, nemet divizet e vije bet gant ar genlabourerien "disoñjal" un tabut (met adkavout pep tra a c'hellor en istor ar bajenn mar bez ezhomm pe c'hoant).
  • Kement-mañ na dalvez ket evit ar pajennoù kaozeal personel : pep hini a c'hell diverkañ an danvez a fell dezhañ war e bajenn kaozeal bersonel (war-bouez ar c'hemennadoù ofisiel lakaet gant ur merour), daoust ma vez kuzuliet kreñv diellañ kentoc'h eget diverkañ.

Sellet ivez ouzh

[kemmañ ar vammenn]
| Degemer mat | Kemer perzh | Kaozeal | Pajennoù da heuliañ | Reolennoù | Wikipedourien | Pajennoù meta
Ereadur Wikipedia | Arouezennoù dibar | Tiredoù | Livioù | Taolennoù


Liamm eoret | Liammoù diavaez | | Kammedoù kentañ | Liammoù etreyezhoù | Ouzhpennañ boued | Patromoù pajennoù
Danvez frank a wirioù | Formulennoù TeX | Wikiraktresoù | Patromoù | Roll ar patromoù dinamek