Kaozeadenn Implijer:Fanchigo
Salud, Fanchigo, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Fanchigo. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 13 Kzu 2010 da 18:38 (UTC) Skriv ar ger a gari en hirgarrezenn en nec'h, a-gleiz d'ar ger mont. Pouez war mont. Diazoutda bajenn wenn da zuañ. Bianchi-Bihan 11 C'hwe 2011 da 00:24 (UTC)
Trugarez deoc'h ! F.
Patromoù yezh
Salud dit,
Evit merkañ yezh un daveenn e reer peurliesañ gant patromoù evel {{fr}} (fr), {{en}} (en), hag all, hervez kod ISO ar yezh. Da skouer: (en) Lec’hienn ofisiel an UNESCO. Huñvreüs (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 19:58 (UTC)
- Salud dit, notennet eo. Ober a rin gant se, trugarez. Fanchigo (kaozeal) 11 C'hwe 2024 da 20:02 (UTC)
E
Salud dit ! E geriadur brezhoneg An Here (eil embannadur, p. 408) e kavi meur a skouer eus an araogenn "e" implijet evit merkañ priz un dra bennak : E pemzek kant lur emañ al lur amanenn bremañ. Deuet eo an timbroù e daou lur ha pevar-ugent. Chomet e oa ar moc'h e priz izel e-pad meur a vloavezh. Skouerioù heñvel a gaver ivez e-barzh Le Trésor du Breton parlé, gant Jules Gros : el levrenn gentañ, p. 201 (embannadur 1966) : ti Jul emañ ar hafe e c'hwech gwenneg, ha re all c'hoazh. A galon, --Llydawr (kaozeal) 2 Mez 2024 da 12:59 (UTC)
- Salud dit, ha trugarez ! Fanchigo (kaozeal) 2 Mez 2024 da 13:31 (UTC)
Strolladoù liseidi
Salud dit,
A-wechoù e vez krouet pajennoù amañ a-zivout strolladoù liseidi aet da get pell zo. Diverket am eus Wezzam. Pa gavez ur bajenn evel honnezh e c’hellez lakaat ar patrom {{diverkañ}} enni. Ma n’out ket sur e c’hallez menegiñ ar bajenn amañ.
A galon. Huñvreüs (kaozeal) 10 Gou 2024 da 08:45 (UTC)
- Trugarez dit. A galon, Fanchigo (kaozeal) 10 Gou 2024 da 10:27 (UTC)
Obuzer/ kanol
Demat, Dedennus eo ar respont war an diforc'h etre obuzer ha kanol: https://guerreshistoire.science-et-vie.com/galerie/quelle-est-la-difference-de-fond-entre-canons-obusiers-et-armes-a-tirs-tendues-antichars-ou-dca-par-exemple-vlad-k-1318#:~:text=Au%20XVe%20si%C3%A8cle%2C%20un%20%C2%AB%20obusier,un%20canon%20%C3%A0%20courte%20port%C3%A9e. A-benn ar fin eo dreist-holl un diforc'h etre gwelet ar pal da dizhout pe get :) A galon Dishual (kaozeal) 14 Eos 2024 da 20:39 (UTC)
- Setu, hag un obuzer zo izeloc'h tizh kentañ e vannadell dre ma vez tennet e "kloc'h". Etre ar mortez hag ar c'hanol e vez renket peurliesañ a-fed galloud. Gwir eo e vez implijet kalzik "canon" e galleg evit an daou daoust d'ar ger "obusier" bezañ anezhañ, met merzet 'm eus e veze implijet termenoù resisoc'h en alamaneg pe e saozneg (howitzer/cannon pe Haubitze/Kanone), gwelloc'h bezañ resis e brezhoneg marteze, memes ma n'eo ket diazezet war un implij stank eus ar gerioù en hor yezh el lennegezh da skouer :-) A galon, Fanchigo (kaozeal) 15 Eos 2024 da 07:02 (UTC)
Patrom droukveskañ
Salud dit, ur patrom Patrom:Droukveskañ zo, lakaet am eus anezhañ er pennad Poultr divoged. Huñvreüs (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:26 (UTC)
- Salud dit, ha trugarez, cheñchet 'm eus war ar bajenn all. A galon, Fanchigo (kaozeal) 26 Eos 2024 da 19:59 (UTC)
Tennañ
Salud dit ! A-raok respont dit em eus sellet ouzh an displegadennoù a gaver er Wikipediaoù saoznek ha gallek (Help:Category hag Aide:Catégorisation), ha gwelet em eus n'eo ket ret ken tennañ an arouezioù ispisial evit urzhiañ ar pennadoù er rummadoù. Gwechall e oa ret, kuit da gaout arouezioù evel ñ pe é renket goude an holl lizherennoù (da lavaret eo goude z). Met gwellaet eo bet an doare urzhiañ bremañ ha renket e vez al lizherennoù-se evel al lizherennoù hep arouez diakritek. N'eo ket dav tennañ an dildenn eta. Ma, desket em eus un dra bennak, a-drugarez dit ! A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Gwe 2024 da 19:52 (UTC)
Rummadoù
Salud dit ! Ma'm eus tennet ar rummad Armoù-tan eus ar pennad Smith & Wesson Model 19, da skouer, ez eo peogwir e erbeder, er Wikipediaoù e yezhoù all :
- chom hep lakaat ur pennad e rummadoù bras hag e rummadoù resisoc'h war un dro (Wikipedia gallek : Niveau d'inclusion : il est fortement recommandé d'inclure un article uniquement dans les catégories les plus proches, afin d'être précis et d'éviter les redondances. Par exemple, on n’inclura pas l'article « Paris » dans les catégories « Ville en France », « Ville » ou « France », parce que ces dernières incluent déjà la catégorie « Paris » liée à l'article « Paris ». Il s'agit là de la « règle de la catégorie la plus précise ou la plus immédiate. »). Ar rummadoù "Revolverioù" hag Armoù SUA" zo isrummadoù e-barzh ar rummad "Armoù-tan".
- chom hep kaout re a bennadoù en ur rummad (Wikipedia gallek : Nombre d'articles : il est recommandé de ne pas créer de catégorie s'il n'y a pas potentiellement une dizaine d'articles à y mettre. De même, il est recommandé, quand c'est possible, de réorganiser dans des sous-catégories les catégories qui possèdent plusieurs centaines d'entrées.). Er rummad Armoù-tan ez eus bremañ kalz-kalz a bennadoù.
- "Porched an armoù-tan" a venegez e traoñ ar pennadoù zo trawalc'h evit liammañ asambles an holl bennadoù a denn d'an armoù a-dost pe a-bell. N'eus ket ezhomm da lakaat anezho ivez er rummad "Armoù-tan". Efedusoc'h eo lakaat anezho e rummadoù resisoc'h.
A galon, --Llydawr (kaozeal) 19 Her 2024 da 09:24 (UTC)
- Salud dit, trugarez evit an displegadennoù. An dra a zo poellek (din-me) : n'eo ket armoù-tan an holl fuzuilhoù, hag ar c'hontrol zo gwir ivez, pa c'hellont bezañ armoù dre aer gwasket pe kopiennoù lakaomp. Kompren a ran ivez e vefe arabat lieskementiñ an isrummadoù enbarzhet e rummadoù all a weler e traoñ ar bajenn dija, paouez a rin da venegiñ "armoù-tan" neuze. A galon, Fanchigo (kaozeal) 21 Her 2024 da 11:29 (UTC)
Salud dit ! "Deutsche Waffen- und Munitionsfabriken" a drofen kentoc'h gant "uzinoù armoù ha munisionoù alaman". N'eo ket gwall vras ar c'hemm e-skoaz an droidigezh 'peus lakaet, gouzout a ran. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:18 (UTC)
- Salud, re dreut va alamaneg evit gwelet an diforc'h-se. Cheñch a ran neuze ! Trugarez. A galon, Fanchigo (kaozeal) 29 Her 2024 da 09:34 (UTC)