Frañsez Iañ (dug Breizh)
Frañsez Iañ (dug Breizh) | |
Frañsez Iañ | |
Dug Breizh | |
Ren | 29 a viz Eost 1442 17 a viz Gouere 1450 |
---|---|
A-raok | Yann V |
Goude | Pêr II |
Buhez | |
Ganet | 11 a viz Mae 1414 Gwened, Breizh |
Marvet | 17 a viz Gouere 1450 (36 vloaz) Gwened, Breizh |
Bez | Abati Redon |
Tiegezh | Moñforzh |
Tad | Yann V, dug Breizh |
Mamm | Janed Bro-C'hall |
Priedoù | Yolanda Añjev (1431, marvet e 1440) Izabel Stuart (1442) |
Diskennidi | Marc'harid Breizh, dugez Breizh Mari Breizh, beskontez Roc'han |
Relijion | Katolik |
Frañsez Iañ, ganet d'an 11 a viz Mae 1414 e Gwened, e Kastell an Erminig, ha marvet e Sant-Teve d'an 18 a viz Gouhere 1450, a voe dug Breizh e-pad eizh vloaz, eus 1442 da 1450. Ouzhpenn-se e oa kont Montfort-l'Amaury (domani roue Bro-C'hall, en Yvelines hiziv). Mab e oa da Yann V, dug Breizh, ha da Jeanne de Valois (pe Janed Bro-C'hall), priñsez a Vro-C'hall. "Aotrou ebet nemet Doue" a oa e c'her-stur.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet e Bro-C'hall. Perzh a gemeras e dibenn ar Brezel Kant Vloaz, hag e 1449 ez eas gant 6000 gwaz dindan urzhioù e eontr Arzhur Richmont, graet marc'heg gantañ, ha brezeliñ a reas da gas ar Saozon kuit eus Normandi.
Ur breur dezhañ, ha hêr dezhañ ivez, Jili Breizh, ur marc'heg brudet, a oa e tu ar Saozon, mignon ma oa d'ar roue saoz Herri VI en doa lakaet deviñ Janed Ark, pa oa an darn vuiañ eus noblañsed Breizh e tu ar C'hallaoued. Harzet e voe gant soudarded an dug ha taolet er vac'h e 1446. Lazhet e voe Jili en e garc'har e 1450. N'ouzer ket pe e oa bet graet an taol diwar urzh an dug pe hini un ofiser. Hogen mervel a reas an dug gant ar morc'hed e 1450.
Beziet e voe dirak aoter iliz abati Redon en eskopti Gwened. Lakaet e voe e vez en ur chapel a-gostez e 1780, met distrujet e voe da vare an Dispac'h gall. Mervel a reas e wreg intañvez Izabella e 1494 ha beziet e voe e Gwened.
E vreur Pêr a a voe dug war e lerc'h.
Gwreg ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eurediñ a reas d'an 28 a viz Eost 1431 e Naoned da Yolanda Anjev (1412 † 1440), ur verc'h da Louis II Anjev ha da Yolanda Aragon. Ur mab o doe, Renaud, ganet en 1434, marvet en 1439
- D'an 30 a viz Here 1442 e timezas e kastell an Alre da Izabella Stuart (1426 † war-dro 1495), priñsez a Vro-Skos, merc'h da Jakez Iañ Bro-Skos ha da Janed Beaufort, ha div verc'h o doe:
- Marc'harid Breizh (1443–1469, Naoned), a zimezas da Frañsez II, dug Breizh, e 1455;
- Mari Breizh (1444–1506?), a zimezas e 1461 gant Yann II (beskont Roc'han) ha kont Porc'hoed, marvet e 1516.
Daoust da glemmoù gouarnamant roue Bro-Skos ne voe ket anavezet ar priñsezed evel hêrezed d'an dugelezh. Dibabet e voe gant an dug leuskel ar gurunenn gant e vreur Pêr a Wengamp hag eñ divugel. En abeg da se eo e timezas e verc'h henañ da Frañsez II, an eil hêr war-lerc'h Pêr hag eben da Yann Roc'han, galloudekañ noblañs Breizh.
En e raok: Yann V |
Rouaned ha Duged Breizh 1442 – 1450 |
War e lerc'h: Pêr II |