Emors (munisionoù)
Emors ur munision eo an elfenn a lak e gargad-poulzañ da darzhañ.
Armoù-tan hiniennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En armoù-tan european eus fin ar Grennamzer e veze implijet un ivinad poultr du evel emors. Met ne oa ket efedus pa oa gleb. E fin ar bloavezhioù 1830 e voe ijinet kapsulennoù bihan enne fulminat merkur (Hg(CNO)2) evit emorsiñ ar poultr du. Ar fulminat merkur a andure gwelloc'h ar glebor, met krignus e oa evit metal an armoù hag ar c'hartouchennoù, evel ar c'hlorat potasium (KCIO3) a veze lakaet er c'hapsulennoù alies ivez.
An embregerezh Remington a ginnigas e 1927 emorsoù Kleanbore. Ne oant ket ken krignus hag an emorsoù enne fulminat merkur, a voe kemeret o lec'h en eil hanterenn an XXvet kantved gant produioù evel ar stifnat plom (PbN6) ha nitrat bariom (Ba(NO3)2).
Doareoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emors ar c'hartouchennoù skoet war o zro a vez enbarzhet e bourled ar gartouchenn. Ur wech implijet ar gartouchenn, n'haller ket adlakaat un emors nevez evit adkargañ an douilhez. Emorsoù ar c'hartouchennoù skoet en o c'hreiz a c'haller cheñch anezhe goude o implij. Daou zoare emorsoù a gaver, ar Berdan hag ar Boxer. Disheñvel eo an daou diouzh ar mod ma vez treuzkaset nerzh o zarzhadenn e korf an douilhez. An emorsoù doare Boxer eo ar re a vez implijet gant ar braz eus ar munisionoù hiziv an deiz.
Mentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù ar braz eus an emorsoù a zo standart :
- SP : Small Pistol
- SPM : Small Pistol Mag
- LP : Large Pistol
- LPM : Large Pistol Mag
- SR : Small Rifle
- LR : Large Rifle
- LRM : Large Rifle Mag
- BLR / BSR : Berdan
Taolenn ar munisionoù nesañ hervez o doare emors[1]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emors | Munision |
---|---|
SP : Small Pistol | 6,35 mm Browning, .30 Luger, .32 S&W Short, .32 S&W Long, .38 Special, .40 S&W, 9 mm Luger, 9 × 18 mm Makarov |
SPM : Small Pistol Mag | .357 Magnum |
LP : Large Pistol | .44 Remington Magnum, .44 Russian, .44 Special, .45 ACP, .45 Colt, 8 mm Nambu |
SR : Small Rifle | .22 Hornet, .222 Remington, .223 Remington, .30 Carbine |
LR : Large Rifle | .243 Winchester, 6,5 mm Creedmoor, .30-06 Springfield, .303 British, .30-30 Winchester, .308 Winchester, .408 CheyTac, .44-40 WCF, 6,5 × 50 mm Arisaka, 7,62 x 39 mm, 8 mm Lebel, 8 x 57 mm Mauser |
LRM : Large Rifle Mag | .300 Winchester Magnum, .338 Lapua Magnum |
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Hervez Primer size and bullet diameter chart pellgarget war lec'hienn ar produer Graf and Sons (18/05/2024)